[go: up one dir, main page]

Maer ar palez (Hausmeier en alamaneg) a oa an uhelañ karg a oa e rouantelezh ar Franked er VIIvet hag VIIIvet kantved, dindan ar Veroveed. Gantañ e oa ar galloud gwirion pa ne oa ket nemeur gant ar roue. Tennañ a rae ar garg-se da hini prefed ar pretoer en implaeriezh roman. Priñsed pe duged ar palez e oant anvet ivez, ha duged Frankia.

A dad da vab e veze legadet ar garg gant diskennidi Pepin Herstal.

Kargoù heñvel en istor

kemmañ

A bep seurt

kemmañ
  • Mayer, Meier, zo anvioù alamanek kar d'ar maer brezhonek, dre ar ger latin maior.