Kleopatra
Kleopatra zo un anv gresianek, a orin eus Makedonia. Brudet eo bet gant ar rouanez egiptat Kleopatra VII.
Gerdarzh
kemmañDont a ra eus kleos « lid » ha patros « ozhac'h ».
Yezhoù all
kemmañMojennoù Hellaz
kemmañE mojennoù Hellaz ec'h anavezer :
- Kleopatra, merc'h da Tros, priñsez eus Troia ;
- Kleopatra, merc'h da Idas, pe Kleopatra Alkyone, pried da Meleagros ;
- Kleopatra (merc'h Boreas), pried da Fineüs (mab Agenor).
Priñsezed ha rouanezed
kemmañ- Kleopatra, unan eus seizh pried Fulup II Makedonia ;
- Kleopatra, merc'h Fulup II Makedonia hag Olympias, c'hoar Alesant Veur.
Goude-se e voe douget an anv-se gant un toullad priñsezed ha rouanezed en Egipt, deuet ma oa an anv gant diskennidi ar Makedonian Ptolemaios Iañ.
[1]. En o zouez :
- Kleopatra Iañ, merc'h da Antioc'hos III ha pried da Ptolemaios V ;
- Kleopatra II, merc'h da Ptolemaios V ha da Gleopatra Iañ. Dimeziñ a reas d'he daou vreur an eil war-lerc'h egile: Ptolemaios VI Philométor ha Ptolemaios VIII Évergète II ;
- Kleopatra III, merc'h da Ptolemaios VI Philométor ha da Gleopatra II. Dont a reas da vout eil pried hec'h eontr Ptolemaios VIII Évergète II e-kichen he mamm ;
- he c'hoar Kleopatra Théa, pried d'ar rouaned seleukid, Alexandre Iañ Balas, Demetrios II Nicator, hag Antioc'hos VII Sidêtês ;
- Kleopatra IV, merc'h da Ptolemaios VIII Évergète II Tryphon ha da Kleopatra III. Dimeziñ a reas d'he breur Ptolemaios IX Sôter ha goude da Antioc'hos IX ;
- Kleopatra Tryphaena, eil merc'h Ptolemaios VIII Évergète II Tryphon ha Kleopatra III, pried Antiochos VIII Gryphos ;
- Kleopatra Selene Iañ pe Kleopatra V, trede merc'h Ptolemaios VIII Évergète II Tryphon ha Kleopatra III, eil pried Antiochos VIII Gryphos ;
- Kleopatra V Tryphaena pe Kleopatra VI, merc'h da Ptolemaios X Alexandre Ier ha da Bérénice III Kleopatra Philopator pe, hervez skridoù all, da Ptolemaios IX Sôter ha da Kleopatra IV. Pried e oa da Ptolemaios XII Néo Dionysos ;
- Kleopatra Tryphaena pe Kleopatra VI, merc'h da Ptolemaios XII Neo Dionysos ha da Kleopatra V Tryphaena (existence sujette à caution) ;
- Kleopatra VII pe Théa Philopator, an hini vrudetañ, merc'h da Ptolemaios XII Aulète. Dimeziñ a reas d'he daou vreur, Ptolemaios XIII et Ptolemaios XIV, ha serc'h e voe da Julius Caesar ha da Marcus Antonius ;
- Kleopatra Séléné II pe Kleopatra VIII, merc'h da Kleopatra VII ha Marcus Antonius, pried Juba II ha rouanez Mauretania.
- Kleopatra Jeruzalem, 5vet pried Herodez Veur ha mamm da Herodez Fulup II.
Arzoù
kemmañSonerezh
kemmañ- Cleopatra e Cesare, c'hoarigan gant Carl Heinrich Graun en 1742 ;
Fiñvskeudennerezh
kemmañ- Kleopatra zo bet anv meur a film savet diwar-benn Kleopatra VII, rouanez Egipt, gwelout Kleopatra VII (film)
Steredennouriezh
kemmañ- 216 Kleopatra, un asteroidenn
Pennadoù kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Mesk zo e niverennoù ar rouanezed anvet Kleopatra, hervez ma seller Kleopatra V Selene evel ar pempvet ha Kleopatra V Tryphaena evel ar c'hwec'hvet, pe Kleopatra V Tryphaena evel ar pempvet hag he merc'h (marteze) Kleopatra VI Tryphaena evel ar c'hwec'hvet.