Herodez Veur
Herodez (hebraeg הוֹרְדוֹס Hordos, henc'hresianeg: ἡρῴδης), pe Herodez Veur, pe Herodez Iañ (-73, -4), a oa ur roue a oa sujet d'ar Romaned, hag a renas e Judea, eus 37 kent JK betek ar bloaz -4, en ur rouantelezhig sujet d'ar Romaned, e kêr Jeriko, war-lerc'h Antigonus II. Anavezet eo dre skridoù Flavius Josephus.
Mab e oa da Antipater ha Cypros. Lakaet e voe da roue Jeruzalem gant ar Romaned. Tennañ a reas galloud digant ar veleien a rene e Judea abaoe Savidigezh an Eil Templ.
Lakaat a reas lazhañ e wreg Mariamne ha meur a hini eus he bugale, evit mirout a gaout kevezerien.
Er bloavezh -4, e Jeruzalem, pa oa Herodez war e dalaroù, ez eas farizianed yaouank da dennañ erer al lejionoù roman, hag int da emgannañ ouzh kazarn roman Jeruzalem. Ha Herodez da c'houlenn lakaat d'ar marv ar farizianed o devoa graet an torfed ouzh an erer roman, ma voent losket en o bev d'an 12 a viz Meurzh.
Pa varvas Herodez e voe rannet e rouantelezh etre peder lodenn pe tetrarkiezh:
- ar gentañ d'e c'hoar Salome, hag ar re all etre e vibien
- an eil d'e vab Herodez Arc'helaos (Judea),
- an trede d'e vab Herodez Antipas (Galilea ha Perea)
- ar pevare da Herodez Filipos II (Transjordania).
Dimezioù ha bugale
kemmañBrudet e oa e grizded. En Aviel Mazhev eo-eñ a c'houlenn lazhañ ar vugale dindan daou vloaz dre ma oa bet embannet gant ar Furien e oa ganet « roue ar Yuzevien », ha sed ar pezh zo anvet Lazhadeg an Inosanted, pe Lazahadeg an Dianteged Wenn.
E vugale
kemmañ- Herodez Arc'helaos ( 23 kent JK - 18 ), mab dezhañ, etnark Samaria, Judea, Idumea.
- Herodez Antipas (-21, 39), tetrark Galilea ha Perea. Mab e oa da Herodez Veur. Eil pried Herodias e oa. Eñ an hini a c'hourc'hemennas marv Yann ar Badezour hervez an Testamant Nevez.
- Herodez Filipos, anv daou vab all da Herodez Veur.
- Herodez Filipos Iañ, a oa mab da Mariamne, trede gwreg ar roue Herodez Veur. Tad Salome e oa.
- Herodez Filipos II (4 kent JK - 34), a oa mab da Gleopatra, pempvet gwreg ar roue Herodez Veur, a voe tetrark Iturea ha Trachonitis. Kentañ pried Salome e voe.
Euredoù ha diskennidi
kemmañAlc'hwez arouezioù & talvoudegezh | |
---|---|
+ = dimezet da | |
| = o tiskenn eus | |
../——— = breur pe c'hoar da | |
m. = merc’h | |
g. = bet ganet e | |
t. = tremenet e, marvet e | |
d. = bet dimezet da | |
? = dianav pe nompas lakaet en daolenn |
Herodez Veur + Doris | Antipater t. -4?
Herodez Veur + Mariamne Iañ, t. -29?, m. Aleksandr. | ————————————————————————————————————————————— | | | | Aristoboulos Aleksandr Salampsio + Fasael Kypros d -7? d -7? | d. Antipater(2) d.Berenis Kypros | ———————————————————————————————————————————————————————————————— | | | | | Mariamne III Herodez III Herodiadez Herodez Agrippa Aristoboulos V d. he eontr Roue Kalsis + Roue Judea Arc’helaos ? d.1. Herodez II Boethus he eontr 2. Herodez Fulup Iañ he eontr 3. Herodez Antipas he eontr
Herodez Veur + Mariamne II, m. Simon ar Beleg-bras. | ————————————————— | | Herodez II Herodez Fulup Iañ Boethus
Herodez Veur + Maltake (ur Samaritan) | ———————————————————————————————————————————————— | | | Herodez Antipas Archelaus Olimpias g. -20? + Phasaelis, mh Aretas IV, Roue Arabia "dispartiet" evit eurediñ : + Herodias, m. Aristoboulos (mab da Herodez Veur)
Herodez Veur + Kleopatra Jeruzalem | Fulup an Tetrark t. 34
- Antipater(2) a oa mab da Jozeb ha Salome
- An deiziadoù gant ? a zle bezañ gwiriet e-keñver an dizoloadennoù nevesañ
Levrlennadur
kemmañ- Christian-Georges Schwentzel, Hérode le Grand, Pygmalion, Paris, 2011