Kentelioù an Noz
| ||||
---|---|---|---|---|
Krouet e | 1985 | |||
Sez e | Naoned | |||
Prezidant | Paul-Henri Morin | |||
Izili | 282 (2015) |
Kentelioù an Noz zo ur gengevredigezh eus Bro-Naoned hag a labour da gelenn brezhoneg pe da ober gant ar yezh dre abadennoù ha bodadoù liesseurt..
Istor ar gevredigezh
kemmañE 1985 e oa bet savet ar gevredigezh Kentelioù an Noz gant Gweltaz Adeux, Roland Mogn ha Gwenola Rossinyol.
E-pad pell ez eus bet graet skol vrezhoneg d'an dud deuet gant he c'helennerien e Naoned hepken.
E 2001 e oa aet an traoù kalzik war-raok pa oa bet krouet ur post a-vicher (implijad yaouank). Dre-se e oa bet ledanaet an dachenn kelenn d'al Liger-Atlantel a-bezh (eus Erbigneg betek Gored e-kichen Klison) ha divizet e oa bet diorren an obererezhioù tro-dro d'ar brezhoneg (sport, c'hoarioù-dudi, keginañ...).
D'an 29 Kerzu 2003 e oa bet roet ar gratadur Yaouankiz ha Sportoù dezhi.
E 2007 e oa deuet da vezañ ur gengevredigezh. Krouet eo bet Kentelioù an Noz - Gwinieg e miz Mezheven 2008 el Lavreer-Botorel, Kentelioù an Noz - Chapel-Erzh e miz Kerzu 2008, ha Kentelioù an Noz - Gwerzhav e miz Kerzu 2008 ivez.
E 2008 ez eus 17 kelenner oc'h ober skol vrezhoneg da noz pe war an deiz, ha dre se eo ar framm brasañ e Breizh e-keñver niver a gelennerien.
Ouzhpenn stajoù e Naoned hag er Poulgwenn e voe graet he staj kentañ ganti e Bro-Raez, e Kerverner-Raez, d'an 9 C'hwevrer 2009.
E 2010 e oa 250 ezel gant ar gevredigezh. Krouidigezh ur gevredigezh lec'hiel ouzhpenn Kentelioù an noz - Ar Groazig.
E 2011 : savet eo bet Kentelioù an noz - Reudied ha Kentelioù an noz - Kastell-Briant. Digoret ez eus bet kentelioù e Nozieg.
E miz Gouere 2013 eo bet dilennet Kevin Caillaud da brezidant, e penn ur c'huzul-merañ cheñchet penn da benn. En diskar-amzer e voe digoret ur strollad e Ankiniz, brasañ kêr reter Bro-Naoned, evit ar wech kentañ.
E miz Gouere 2014 e voe aozet pemp troad d'ar maout! gant Kentelioù an Noz. Ar wech kentañ e oa d'ur c'hamp vakañsoù evit ar vugale a oar brezhoneg bezañ aozet e Bro-Naoned, e Gweltaz-Lambrizig. E miz Gouere 2015 e voe aozet ar staj adarre: e kambr ar stered a voe graet anezhañ.
E 2015 eo tregont vloaz Kentelioù an Noz. A vloaz da vloaz eo aet ar gevredigezh war vrasaat, rak tost 300 ezel he deus. Gallout a ra ar re-se heuliañ kentelioù sizhuniek (24 c'hentel war 5 live e 2015) pe kemer perzh en obererezhioù niverus aozet ingal.
E miz Gwengolo 2015 e voe roet lañs da gentelioù brezhoneg e Santez-Lusenn, er reter da Naoned, a-drugarez d'ar gevredigezh lec'hel Kentelioù an Noz - Santez-Lusenn.
E 2016 e tivizas ar gevredigezh aozañ ur staj ur sizhunvezh evit an dud deuet hag a voe aozet e miz Gouere e Sant-Enion, war vord al Lenn-Veur. Paul-Henri Morin zo dilennet da brezidant.
E 2023 e kinnig ar gevredigezh kentelioù en Naoned, e Sant-Ervlan, e Sant-Nazer, en Antr, hag el Lavreer-Botorel[1].
Kentelioù (2023/2024)
kemmañ- Live 1: 7 strollad
- Live 2: 2 strollad
- Live 3: 2 strollad
- Kentel Komz: 4 strollad
- Tolpad Koñz: 1 strollad
Bodadoù hag obererezhioù (2015/2016)
kemmañ- Abadennoù tañva (gallaoueg, golf, radio...)
- Bodadoù-komz
- Bodad-lenn
- Bodad-liorzhañ
- Baleadennoù
- Beilhadegoù kontet
- Kamp vakañsoù-hañv evit ar vugale
- Kentelioù kembraeg
- Kentelioù ha stajoù kanañ
- Kentelioù evit prientiñ arnodenn vrezhoneg ar vachelouriezh
- Skol gouren
- ar Skrivadeg, da-geñver Sizhunvezh ar brezhoneg
- Strollad c'hoariva
- Stalioù keginañ
- Tro ha Bistro, evit bodañ an izili en un davarn bep miz
Kenlabourerien
kemmañ- ASB 44, an Ajañs Sevenadurel Breizhek
- Yezhoù ha Sevenadur, kreizenn degemer ha diorren sevenadur Breizh el Liger-Atlantel
- KDSK, mediaoueg brezhonek, breizhek ha keltiek diazezet e Sant-Ervlan
- Hentoù Breizh, kevredigezh o lakaat sevenadur Breizh war-wel e Bro Ankiniz
- DAO
Prizioù
kemmañ- 2003 : Priz rannvroel dazont ar brezhoneg (aozet gant Kuzul-rannvro Breizh hag Ofis ar Brezhoneg)
- 2004 : Priz al labour a-youl-vat (aozet gant Banque populaire Atlantique)
- 2005 : Priz rannvroel dazont ar brezhoneg (aozet gant Kuzul-rannvro Breizh hag Ofis ar Brezhoneg)
Liammoù diavaez
kemmañDaveoù
kemmañPorched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |