[go: up one dir, main page]

Ofis ar Brezhoneg a oa ur gevredigezh, savet e 1999 evit diorren ar brezhoneg, gant Lena Louarn dilennet da brezidantez adalek an deiz kentañ, hag a zo bet kemmet hec'h anv hag he statud e miz Here 2010 da zont da vezañ Ofis Publik ar Brezhoneg.

Statud nevez e 2010

kemmañ

Kemm zo bet e 2010, savet ur c'huzul-merañ nevez, ha kemeret un anv nevez, Ofis Publik ar Brezhoneg.

Krouet eo bet Ofis ar Brezhoneg e miz Mae 1999 e ti-kêr Karaez-Plougêr. Ur gevredigezh bet savet diwar youl Rannvro Breizh eo. Kemeret he deus lec'h ha kefridioù Servij ar Brezhoneg, a oa ur rann eus Skol-Uhel ar Vro. Diorren ar Brezhoneg, skoazellañ ar strollegezhioù, an embregerezhioù, ar c'hevredigezhioù hag an hiniennoù da ober gantañ, dastum roadennoù war saviad ar brezhoneg eo palioù pennañ an Ofis. Arc'hantaouet eo gant Rannvro Breizh, Ministrerezh ar Sevenadur, pemp departamant Breizh ha kêrioù pennañ ar vro. E 2006 e laboure 20 den evitañ ha 100 ezel a-youl vat bennak a oa. Abaoe 2007 eo sikouret en e vont en-dro gant Rannvro Broioù-al-Liger ivez.

 
Un anv-lec'h reizhet war ur banell-hent e Rostrenenn.

Gant berzh ar skolioù Diwan ha, diwezhatoc'h, krouidigezh ar c'hlasoù divyezhek publik kentañ e oa deuet ar goulenn sokial evit reiñ plas d'ar brezhoneg er vuhez foran da vezañ kreñvoc'h-kreñvañ. E-kreiz ar bloavezhioù 80 e rene al luskad Stourm ar Brezhoneg stourmoù dalc'hus evit goulenn ma vefe ofisielaet ar brezhoneg. Dekmiliadoù a banelloù-hent a oa bet gwallaozet pe livet gant Stourm ar Brezhoneg dindan un nebeud bloavezhioù.

Donedigezh François Mitterrand e penn ar Republik C'hall e 1981 a voe pennkaoz d'ul luskad digreizennañ kentañ a roas galloudoù nevez d'ar strollegezhioù lec'hel. Adal neuze e voe skañvoc'h krog ar Stad ha meret an hentoù-departamant war-eeun gant servijoù an departamantoù. Ne voe ket mui ret goulenn aotre ar prefed evit ober tra pe dra (derc'hel a ra ar prefeti da ren ul labour kontrolliñ war-lerc'h memes tra). E deroù ar bloavezhioù 80 e tivizas departamant Aodoù-an-Arvor, heuliet war-lerc'h gant hini Penn-ar-Bed, kregiñ da respont da c'houlenn an emsaverien vrezhonek. Mennadoù a-du a voe votet gant an daou zepartamant-se evit staliañ ur panellerezh divyezhek war o hentoù (en ul lodenn eus an departamant hepken evit Aodoù-an-Arvor).

Skol-Uhel ar Vro

kemmañ

Goude vot an departamantoù e voe splann an ezhomm da gaout un aozadur teknikel war ar yezh gouest da harpañ melestradurezh an hentoù en he c'hefridi nevez. D'ar mare-se e oa krog Olier ar Mogn da luskañ ur bodad labour war ar yezh e diabarzh Skol-Uhel ar Vro. Pal pennañ ar bodad-se a oa harpañ ar velestradurezh ha divizout peseurt termenoù a oa da vezañ lakaet war ar panelloù. Dre ma kaver dreist-holl anvioù-lec'h war panelloù an hentoù-departamant e voe anvet ar bodad Bodad Enklask war an Anvioù-lec'h hag ar Panelloù-henchañ. Lukian Kergoat a yeas da gadoriad kentañ ar bodad.

Unan eus labourioù bras kentañ ar bodad ma kemeras perzh degadoù a dud a-youl vat a voe diazezañ roll ofisiel stummoù brezhonek anvioù kumunioù Breizh, ul labour a badas meur a vloaz (egin servij glad yezhel Ofis ar Brezhoneg). War un dro e voe diazezet roll an termenoù pennañ kavet war ar panelloù-hent gant ar pal kenurzhiañ an troidigezhioù. Bodadoù termenadurezh tematek a voe aozet (egin TermBret servij termenadurezh an Ofis). E-kerzh ar bloavezhioù 90 e kreske an ezhommoù hag ez ae al labourioù war liesseurtaat : panelloù touristel, panelloù glad, levrigoù brudañ, panellerezh savadurioù foran... D'ar mare-se e voe staliet ar panelloù kentañ e diabarzh ar c'hêrioù bras ivez, en Oriant da gentañ, e Kemper da c'houde. Divi Kervella a gemeras ar garg kadoriad war-lerc'h Lukian Kergoat. Dre ma oa kreñvoc'h ha liesseurtoc'h goulennoù ar strollegezhioù e voe cheñchet anv ar bodad enklask a zeuas da vezañ anavezet dindan an anv a Servij ar Brezhoneg.

Tamm-ha-tamm e kreske ar skipailh hag e 1996 e voe enfredet Fulup Jakez da genurzhier TermBret (ar greizenn dermenadurezh), da-heul Iwan Kadored. Olier ar Mogn o vezañ kenurzhier ar servij. E lodenn ziwezhañ ar bloavezhioù 90 e voe roet lañs d'an enklaskoù sokioyezhoniel kentañ diwar-benn stad ar brezhoneg er gevredigezh (egin Arsellva ar Brezhoneg) gant ar pal priziañ gwelloc'h stad diorren ar yezh war pep tachenn hag ober kinnigoù d'ar bolitikourien. Dre forzh studiañ emdroadurioù ar broioù all e teue da vezañ splannoc'h-splannañ an ezhomm da gaout ur benveg ofisiel evit ober war-dro ar politikerezh yezh e Breizh. War-raok ez ae ar preder e diabarzh Servij ar Brezhoneg a laboure 5 den ennañ d'ar mare-se (an hanter eus implijidi Skol-Uhel ar Vro). Bras e oa an ezhomm kreskiñ. Goude ur frapad e teuas da vezañ anat e vefe diaes kenderc'hel da greskiñ e diabarzh Skol-Uhel ar Vro, ur framm a oa ledanoc'h e gefridioù eget ar yezh. Sklaer e oa deuet da vezañ e oa deuet ar mare da lakaat ar yezh e-kreiz ar gevredigezh, en tu all da vevennoù ar bed sevenadurel ivez.

Da-geñver ar preder renet evit lidañ 20vet deiz-ha-bloaz ar Garta Sevenadurel e voe degemeret ar mennozh da grouiñ ur framm nevez gouestlet d'ar yezh : Ofis ar Brezhoneg. Dezrevellet fraezh eo bet an ezhomm da grouiñ ar benveg nevez el levr Ur sevenadur breizhek evit an XXIvet kantved kenembannet gant Skol-Uhel ar Vro ha Kuzul Sevenadurel Breizh e 1998.

Ofis ar Brezhoneg, ur benveg emren

kemmañ
 
Unan eus kirri-tan Ofis ar Brezhoneg

E deroù 1998 ez eas ar maout gant Josilin a Roc'han en dilennadeg rannvro. Jean-Yves Cozan a zeuas da vezañ besprezidant, karget eus identelezh Breizh. E-touez ar raktresoù kinniget el levr ur sevenadur breizhek e tibabas krouiñ ar benveg nevez evit ar yezh a voe enskrivet diouzhtu er gevrat steuñv Stad-Rannvro; dre se e c'hallas an Ofis bezañ arc'hantaouet gant ministrerezh ar Sevenadur adalek ar penn-kentañ. Ar framm yezh kentañ bet savet biskoazh diwar youl pennadurezhioù Breizh eo Ofis ar Brezhoneg.

D'ar C'hentañ a viz Mae 1999 e voe pedet gant rannvro Breizh un 80 emsaver kar-o-yezh bennak d'en em vodañ e ti-kêr Karaez evit krouiñ ar gevredigezh Ofis ar Brezhoneg. Lena Louarn a voe dilennet da brezidantez ar benveg. Loc'het eus Roazhon e penn-kentañ, divizet e voe lakaat sez an Ofis e Karaez diouzhtu. Olier ar Mogn a zeuas da vezañ rener ar benveg nevez e Roazhon ha Fulup Jakez a yeas da eilrener, e Karaez. E miz Gwengolo 1999 e voe digoret burevioù an Ofis e Karaez gant Fulup Jakez d'an 8 bis straed Félix Faure, ma oa staliet kevredigezh an Erer Kozh a-raok. Da-heul e voe digoret kreizennoù all an Ofis evit gellout labourat ar muiañ posupl gant an dud war an dachenn, e Naoned da gentañ ha, goude, e Plañvour er Mor-Bihan hag e Kawan en Aodoù-an-Arvor.

Divizet e voe aozañ an Ofis e pemp servij : an Treiñ, ar Glad yezhel, hag an Dermenadurezh a yae en-dro e Servij ar Brezhoneg dija. Peurdiazezet e voe Arsellva ar Brezhoneg ha krouet an Ajañs Diorren evit broudañ an dud d'ober muioc'h gant ar yezh. Adalek ar penn-kentañ e voe divizet lakaat ar pouez war stummañ ur skipailh tud a-vicher niverus a-walc'h evit gellout respont d'an ezhommoù ha kenderc'hel da dresañ an dazont. Buan e voe 20 den leunamzer er skipailh.

 
Logo Ofis ar Brezhoneg

Buan e reas berzh ar framm nevez a voe brudet e anv fonnus e-touez an dud a-drugarez d'ul labour kehentiñ efedus ha pozitivel. E 2001, diwar skouer ar c'houlzad brudañ Bai Euskarari e tivizas an Ofis reiñ lañs d'al luskad Ya d'ar brezhoneg. E penn-kentañ e oa troet Ya d'ar Brezhoneg war-du ar frammoù prevez a ya d'ober kevredigezh Breizh war ar pemdez : an embregerezhioù hag ar c'hevredigezhioù. Fellout a rae d'an Ofis ledañ implij ar yezh pelloc'h eget bed an emsav hag emskiantekaat lodennoù brasoc'h eus ar gevredigezh. Berzh a reas ar c'houlzad a vodas kantadoù a frammoù en un nebeud bloavezhioù. Gounezet e oa ar glaoustre, diskouezet e oa bet e oa prest ar Vretoned dre-vras da gemer perzh el labour kas ar yezh war-raok war o zachenn labour pe dudi gant ma vefent sikouret evit en ober.

E 2004 e voe divizet astenn Ya d'ar Brezhoneg d'ar strollegezhioù foran dre ginnig dezho ur roll oberoù resis da gas da benn dindan un amzer termenet, hervez ur skeul lieslive. Aze ivez e reas berzh ar c'houlzad. E 2007 e voe krouet ar Spilhennig gant Ofis ar Brezhoneg, ur arouez da vezañ spilhennet gant ar vrezhonegerien war o chupenn pe o mantell, a-benn reiñ da c'houzout d'ar c'hentañ gwel e c'haller mont e brezhoneg ganto.

Al Lec'hanvadurezh

kemmañ

Kalz e labour an Ofis war dachenn al lec'hanvadurezh. Enrollañ brezhonegerien a-vihanik a ra ar servij Glad Yezhel e pep korn eus Breizh-Izel. Goude studiañ an anvioù e vezont skoueriekaet (roet ur stumm skouer dezho), stumm da vezañ implijet war ar panelloù. Labourat a ra an Ofis evit ma vo ofisielaet lec'hanvadurezh brezhonek ar vro. E 2003 eo bet embannet gant an Ofis ar gartenn-hent kentañ e brezhoneg. A-hed ar bloavezhioù ez eus bet savet ur bank titoutoù dibar, KerOfis e anv, ma kaver stummoù skrivañ reizh an anvioù e brezhoneg ha titouroù etimologel ivez.

War-du ur statud publik

kemmañ
 
Spilhennig, arouez ar vrezhonegerien.

E 2003 e kinnigas Jean-Yves Kozan d'an Ofis dont da vezañ ur framm publik. Distaolet e voe ar c'hinnig gant ar C'huzul-merañ a soñje dezhañ ne oa ket darev a-walc'h ar c'hinnig. E 2004 ez eas ar maout er rannvro gant skipailh Jean-Yves an Drian a embannas e felle dezhañ e teufe an Ofis da vezañ un Ofis Publik a-raok pell.

E miz Kerzu 2007 e voe votet gant Rannvro Breizh lakaat an Ofis da zont da vezañ un Ensavadur Foran a Genlabour Sevenadurel hag e nevezamzer ar bloaz 2009 e voe votet statudoù Ofis Publik ar Brezhoneg gant ar c'huzul-rannvro. A-benn neuze e kinnigas ar rannvro d'ar Stad, da rannvro Broioù al Liger ha d'ar pemp departamant breizhat, bezañ ezel eus an Ofis Publik a-benn sevel ur politikerezh yezh publik boutin evit ar brezhoneg.

Aozadur

kemmañ

Betek 2006 eo bet Olier ar Mogn rener an Ofis ha Fulup Jakez eilrener gant un aozadur diazezet war pemp servij. E 2006 eo bet adaozet mont en-dro diabarzh ar framm en dro da daou bol, ur Pol Yezh bodet ennañ ar servijoù treiñ, termenadurezh ha glad yezh, gant Olier ar Mogn er penn anezhañ hag ur pol Studi ha Diorren, bodet ennañ servij an Arsellva hag an Ajañs Diorren, kadoriet gant Visant Roue. Deuet eo Fulup Jakez da vezañ rener hag Olier ar Mogn zo aet da Rener skiantel.

Poloù ha Servijoù

kemmañ

Ar Pol Studi ha Diorren

kemmañ

Ar Pol Yezh

kemmañ

Dafar yezhel

kemmañ

Kinnig a ra an Ofis meur a ostilh digoust enlinenn evit harpañ ar vrezhonegerien d'ober gant o yezh.

  • TermOfis, ur bank termenoù divyezhek.

Pouezus eo TermBret evit ar Wikipedourien pa ginnig ouzhpenn 30 000 termen en e vank termenoù, TermOfis e anv. Ar bank termenoù a c'haller sellet outañ war ar chomlec'h-mañ. Gallout a c'haller ivez goulenn digant TermBret e vefe studiet termen pe dermen : skrivañ da selim.salem@ofis-bzh.org.

  • KerOfis, un diaz lec'hanvioù.

Kinnig a ra KerOfis stummoù brezhonek lec'hanvioù Breizh evel ma vezont implijet er panellerezh-hent. Kinnig a ra ivez stummoù brezhonek an anvioù-lec'h estren. Talvoudus-tre eo an diaz-se evit ar Wikipedourien ivez eta.

Kreizennoù

kemmañ

Pemp kreizenn zo gant an Ofis, unan e pep hini eus departamantoù Breizh :

  • Karaez (sez) – 8 bis straed Félix Faure 29270 – Pgz : 02 98 99 30 10, ofis29@ ofis-bzh.org
  • Kawan – Hent Jean Monnet e Ti Sevenadur Bro-Dreger, ofis22@ ofis-bzh.org
  • Naoned – 17 straed Auvours – 44000 – Pgz : 02 51 82 48 35, ofis44@ ofis-bzh.org
  • Plañvour – Kreizenn Amzer nevez – Soe 56270 – Pgz : 02 97 85 23 71, ofis56@ ofis-bzh.org
  • Roazhon – 10 straed Naonediz (rue Nantaise) 35000 – Pgz : 02 23 44 04 30, ofis35@ ofis-bzh.org

Digor int d'an dud war ar sizhun.

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.