Impalaeriezh roman
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Impalaeriezh Roma (latin: Imperium Romanum [ɪmˈpɛri.ũː roːˈmaːnũː]; gresianeg: Βασιλεία τῶν Ῥωμαίων, treuzlizherennadur. Basileía tôn Rhōmaíōn) eo an anv a reer eus ar Stad a gemeras lec'h ar Republik roman adalek ar bloaz 27 KJK.
Rann eus | Henroma |
---|---|
Anv er yezh a orin | Imperium Romanum, Βασιλεία τῶν Ῥωμαίων |
Relijion | ancient Roman religion, state church of the Roman Empire |
Perzhiad e | military history of ancient Rome |
Anvet diwar | Roma, proviñs Imperia |
Diazezer | Aogust |
Yezh ofisiel | latin, henc'hresianeg |
Kevandir | Europa, Afrika, Azia, Afro-Eurasia |
Kêr-benn | Roma, Kergustentin, Ravenna, Milano, Roma |
Daveennoù douaroniel | 41°54′0″N 12°30′0″E |
Renad politikel | unveliezh, unpenniezh, Roman Tetrarchy, triumvirelezh, monarkiezh hollveliek |
Office held by head of state | impalaer roman |
Penn an aotrouniezh | talvoud ebet |
Korf lezenniñ | Senate of the Roman Empire |
Diplomatic relation | Tierniezh Han, Germania, Hibernia |
Moneiz | Roman currency |
A zo stok ouzh | Partia |
Raklec'hiet gant | Marevezh hellenadek |
Bet erlec'hiet gant | Impalaeriezh roman ar C'hornôg, Impalaeriezh roman ar Reter |
Erlec'hiañ a ra | Republik Roma |
Yezh implijet | latin, henc'hresianeg |
Deiziad kregiñ | 27 BCE |
Deiziad echuiñ | 395 |
Prantad | classical antiquity |
Deiziad divodañ | 17 Gen 395 |
Banniel (deskrivadur) | vexillum |
Ardamezioù | vexillum, Lejion roman |
Istor | history of the Roman Empire |
Relijion ofisiel | ancient Roman religion, kristeniezh, Paganiezh, Arianegezh |
Ekonomiezh an danvez | economy of the Roman Empire |
Poblañsouriezh an danvez | demographics of the Roman Empire |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of the Roman Empire |
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ | |
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
Ledet e oa an Impaleriezh roman war tiriadoù ramzel tro-dro Mor Kreizdouarel, gant Norzh Afrika, Kornôg Azia. Renet e oa an implaeriezh gant impalaerien. Kalon an impalaeriezh roman a oa Italia ha kêr-benn a oa Roma. An impalaeriezh a zo bet renet goude-se gant meur a impalaerien war ar memes-tro, o vezañ rannet etre Impaleriezh roman Kôrnog hag Impaleriezh roma Reter. Goude freuzadenn Impaleriezh roma Kornôg e 476, ne chome nemet Impalaeriezh roman ar Reter gant Kergustentin evel kêrbenn.
An anv
kemmañDaou dra war un dro a roer da intent gant al lavarenn Impalaeriezh roman (latin : imperium rōmānum, gresianeg krennamzerel : Βασιλεία τῶν Ῥωμαίων Vasileía tón Romaíon "Rouantelezh ar Romaned" , italianeg : Impero romano) :
- ar riez a oa he c'hêr-benn e Kêr Roma hag a glaskas ren war an holl diriadoù en-dro d'ar Mor Kreizdouar e-pad an Henamzer ;
- renad ar riez-se adalek diwezh ar Iañ kantved kent Jezuz-Krist.
Istor
kemmañStaliet e voe ar renad gant Caius Julius Caesar Octavianus (Aogust), gourniz hag advab Caius Julius Caesar, goude ar brezelioù diabarzh a c'hoarvezas er Republik roman e dibenn ar Iañ kantved kent JK. Peurvuiañ e lakaer ar bloaz 27 kent Jezuz-Krist da zeroù renad an impalaeriezh roman, ar bloaz ma voe roet da Octavius gant ar Sened roman an titl a Aogust gant ar galloudoù uhelañ.
Koulskoude ne oa nemet lakaat war-wel hag ez-ofisiel saviad ar riez abaoe Emgann Actium pevar bloaz a-raok, e 31 kent Jezuz-Krist, pa oa bet trec'h Octavius war armeoù Marcus Antonius ha Kleopatra. Ouzhpenn-se e veze boazet Roma ouzh an unpenniezh abaoe mare diktatouriezh Caius Julius Caesar.
Biskoazh n'eus bet embannet e oa ur renad nevez a vije impalaeriezh e anv. E-pad pell ec'h eo bet miret gwiskamantoù ha pennaennoù ar Republik roman, rak aon bras o deveze ar Romaned ma vije renet ur c'hemm enep an henvoazioù hag enep youl an doueoù marteze.
Hervez an istor ofisiel, diwar o intrudu en em lakae ar Republik, ar Bobl hag o Sened etre daouarn un den hepken. Princeps senatus ("penn ar sened") e oa e ditl boutinañ, ha ne oa nemet hini ar senedour en doa aotre da gomz a-raok an holl. Ur wech c'hoazh e oa ur ster relijiel kuzh pa grede ar Romaned e oa an den kentañ o komz an hini awenet gant an doueoù hag e veze selaouet pizh outañ.
Abalamour d'an aon rak ar c'hemm e vezed kustum ivez er mareoù kentañ da reiñ d'ar princeps an titl a gonsul, a oa ar rezhaouer uhelañ er Republik.
Aogust, hag eñ an advab, en doa lakaet anv caezar ("impalaer") a-raok e anv-familh, ha diwar ar skouer-mañ ec'h eo bet graet heñvel gant an impalaerien a voe war e lerc'h. Un titl eo deuet da vezañ, ha tsar, pe c'hoazh ksar, zo anvioù a enor a veze roet da impalaerien Rusia, Bulgaria ha Serbia, ha kaiser evit an impalaerien alaman hag aostrian.
Ingal e veze roet titloù ouzhpenn d'ar princeps, hag imperator en o zouez ; eus ar ger imerator e teu impalaer. D'ur jeneral trec'hour e veze roet gant e soudarded a-raok ar boaz d'e reiñ d'ur senedour.
An Impalaeriezh roman e voe ar Stad galloudusañ a-fed armerzh, sevenadur, politikerezh hag arme en e vare. Chomet eo unan eus ar brasañ impalaeriezhoù a zo bet biskoazh. En e barr dindan ren an impalaer Trajan e oa ledet war 5 milion a gilometradoù karrez. En e zalc'h e oa e-tro 70 milion a dud, 21% eus poblañs ar bed er mare-se.
Dre ma padas pell ha war un tiriad bras ez eo chomet an impalaeriezh roman un diazez evit ar yezhoù gresian ha latin, a-fed sevenadur, relijion, ijinerezh, savouriezh, prederouriezh, Gwir ha stummoù gouarnamantoù evit kantvedoù goude ma oa aet da get. En Europa ar Grennamzer e voe klasket adsevel impalaeriezhioù par d'an hini roman : Impalaeriezh Latin ar Reter (1024-1261) goude ar pevare Kroaziadeg, hag an impalaeriezh roman Santel German. Dre nerzh trevadenniñ Europiz goude mare an azginivelezh, hag ar stadoù krouet goude, ar sevenadurezh c'hresian-goman ha yuzev-kristen a voe ledet dre ar bed, hag a yeas da ziazez ar bed a-vremañ.