[go: up one dir, main page]

Erotegezh

(Adkaset eus Erotek)

An erotegezh, eus an henc'hresianeg Ἔρως, "c'hoant revel", "karantez revel", zo ur ger kemplezhek e dalvoudegezh.

Erotegezh
doare
Iskevrennad eusappeal to emotion Kemmañ
Anvet diwarEros Kemmañ
Apollon Saoroktonos, Praksiteles, IVvet kantved kJK

En henc'hresianeg e rae dave da Eros hag ez arouezie ar garantez virvidik kejet gant ar c'hoant revel.

Gwir e chom kement-se c'hoazh hiziv an deiz, gant un arster a gas d'ar vlizoni, d'ar revelezh ha d'an dedenn etre an dud.[1]

An anv-gwan erotek a implijer evit doareañ kement plegenn pe zarvoudenn a vroud ar c'hoant revel en un den.

Daou du zo (Daveoù a vank) d'an erotegezh er yezhoù a-vremañ :

  • un damveneg her pe heroc'h, dre neuz, dre gomz pe dre skrid, eus an ezhomm a etrewered kevredigezhel diazezet war ar garantez revel – a gaver el lennegezh, romantoù ha barzhonegoù, en arzoù livadurel klasel, e gizioù an dilhad hag all ;
  • ar meneg splann eus an darempredoù revel, a zo graet evit talvezout da rakc'hoari anezho – ar bornografiezh eo.

Diaes-bras e vez bepred tresañ ur vevenn etre an daou du-se, a zo daou benn ur skeul hir ha didroc'h. Liveoù an erotegezh hag an divezhouriezh a liammer outi a ra an diforc'h etre ar buritaniezh hag an disolited a zo daou benn an hevelep skeul, hir ha didroc'h eta.

Petra bennak ma 'z aroueziont daou geal disheñvel ez eo liammet start an termenoù « erotegezh » ha « blizoni » an eil ouzh egile, rak pep hini anezho a ra dave d'an desachañ tud all. Heroc'h eget ar vlizoni eo an erotegezh avat, pa 'z eus un temz-spered eus ar vlizoni hag un emzalc'h eus an erotegezh, a embann he blizoni dre arouezioù atizus hewel (dilhad, noazhder), sonus (komzoù, trouzioù) pe oberiant (dremmvezioù, emstummoù, stokoù).
Kreñv pe greñvoc'h e c'hall an erotegezh bezañ, hervez an derez a nesder a zo etre an dud ha nerzh ar c'hoant revel a zo en unan anezho da nebeutañ. Erotegezh a c'hoarvez a-wechoù etre daou zen a eskemm ur selladenn hir ha don en ur dremen en engroez, erotegezh zo ivez pa gav un den o tistreiñ d'ar gêr ur pried darev da garanteziñ.

Sevenadurel kentoc'h eget enganet eo an erotegezh, ne c'haller ket he c'hrennañ d'an darempredoù revel stricto sensu.

Ledan-kenañ ha kemplezhek-kenañ eo skalfad an erotegezh, koulz war an dachenn gevredigezhel (eus al lesaat d'ar c'houblañ) ha war an dachenn brevez (ar rakc'hoarioù revel) ; boas eo mab-den da c'hoari war ar skeulenn didroc'h-se koulskoude, na c'haller ket rannañ strizh hervez an heuliad chalvant > temzet > erotek > hudur > lous > pornografek.

Erotegezh ha pornografiezh

kemmañ

Ar garantez eo ar perzh boutin a zo d'an erotegezh (ar broud revel) ha d'ar bornografiezh (an darempred revel diskouezet).
Diouzh pep den eo ar vevenn etre an div e gwirionez, hervez ar gementad a noazhder korfel – didro pe ameeun – a vroud an eros : lod tud a gav erotegezh en ur pezh dilhad peogwir ez ijinont ar pezh a zo kuzhet, padal e veze erotek kilpenn ur Japanez a-wechall ; hiziv er bed islamek e c'hourc'hemenner d'ar maouezi kuzhat galloud erotek o fennad-blev, evel ma veze graet gwechall en Europa gristen[2]. Ne c'haller ket eta lakaat ur vevenn splann etre ar garantez romantel hag ar garantez revel (Daveoù a vank).

En oberennoù henc'hresian e tiforc'hed etre an an ἀγάπη agápē "ar garantez hollvedel" hag an ερως eros "ar garantez revel"[3]. Heñvel e oa en Impalaeriezh roman, ma tiforc'hed etre droukc'hoant Kupidon hag ar garantez (caritas e latin, a zo kenster gant agápē).

Un dibab damheñvel a vez graet gant Japaniz, en embann o bannoù-treset manga, pa ziforc'hont etre an doare エッチ Etchi a lakaont da erotek dre ma tiskouezont noazhder hep darempredoù revel, hag an doare 変態 Hentai a lakaont da bornografek dre ma tiskouezont kediadennoù. E gwirionez emañ an diforc'h er c'hementad a c'halloud erotek a zo er skeudennoù, evit klask sevel un istor a zesacho ar muiañ a lennerien.

Erotegezh ha faltazi

kemmañ
 
Erotegezh en natur

Alies e sav ur santad erotek e spered un den dirak un tamm eus korf un den all, pe dirak un den all gwisket gant dilhad berr pe beg. Perzh an erotegezh aze eo ar c'hoant da dañva muioc'h eus ar pezh a chom kuzh, a zo treüc'het gant ar faltazi – abalamour d'an anadenn-se eo e kaver erotekoc'h alies ur c'horf hanter-ziwisket eget ur c'horf en noazh-ran.

Dre faltazi ivez e sav an erotegezh diwar forc'hellegezh un emzalc'h pe ul lavarenn, abalamour ma vez broudet gwelloc'h ar c'hoant revel en degouezhioù-se eget pa vez roet pep tra diouzhtu ; alies e ya an erotegezh da get etre daou zen goude al lesaat.

Un efed all eus al liamm a zo etre an erotegezh hag ar faltazi eo ar fetichegezh revel, da lavaret eo ar santadoù erotek a sav diwar traezoù n'o deus pouez erotek a-ziabarzh ebet peurliesañ : al lêr, ar feur, ar botoù, ar gloan da skouer. D'an dilhad dre vras e c'hall ar faltazi reiñ ur pouez erotek : an dilhad-dindan evel-just, an dilhad peg pe ampl, an unwiskoù a bep doare.

Lod tud a vez broudet gant tammoù eus ar c'horf ne vezont ket lakaet da revel : an treid, ar fri, an divgazel, ar begel hag all.

 
Erotegezh lennegel amañ ar romant Fanny Hill skeudennet gant Édouard-Henri Avril.

Dre faltazi ivez e c'heller kaout ur santad erotek e lod plegennoù n'o deus tamm pouez revel fraezh ha sklaer : son mouezh un den dianav, an doare ma fiñv an den-se, ur jestr resis d'ur mare resis, un nesder dic'hortoz en ul lec'h strizh.

Erotegezh relijiel

kemmañ
 
Goursav santez Teresa Ávila, Gian Lorenzo Bernini (1652), Iliz Santa Maria della Vittoria, Roma

An hevelep diforc'h a gaver er reizhiadoù kredennoù hag er relijionoù, a vez erotegezh enno bepred petra bennak ma vez kinniget hervez daou du a hañval bezañ enebet : an hini speredel hag an hini danvezel.

E relijionoù Fenikia ha Mezopotamia e oa ur gasterezh nevet a erruas betek Henc'hres, hag en Henroma e oa un arz pornografek e-tal ar werc'hded a veze gourlakaet da velegezed an doueez Vesta.

Er gristeniezh emañ erotegezh skridoù ar c'hevrinour spagnat Yann ar Groaz treüc'het ha troet war-du an doue[4] p'emañ splann ha danvezel erotegezh Kanenn ar C'hanennoù an Testamant Kozh[5]. Tabut zo savet etre ezlizhourien ar Bibl a-zivout perzh erotek Kanenn ar C'hanennoù : hag aroueziek pe droukc'hoantek da vat eo ar varzhoneg ?
An hevelep tabut a savas etrezo diwar-benn skridoù kevrinek ar santez spagnat Teresa Ávila (1515-1592), a gaved forc'hellek dre an erotegezh droukc'hoantek a c'hallje bezañ kuzhet a-dreñv ar gevrinelezh[4] – a-hend-all, ken forc'hellek all eo an delwenn bet kizellet gant an Italian Gian Lorenzo Bernini er XVIIvet kantved.

En Hindouegezh ivez emañ an enebiezh etre luskadoù askezel strizh ha kentelioù erotek levrenn Kāmasūtra an dastumadeg Kāma Śāstra[6].

An erotegezh war ziskouez

kemmañ

A-hed Istor mab-den ez eus bet klasket skeudenniñ an erotegezh a zo e pep den, dre skridoù, taolennoù pe zelwennoù. Kent donedigezh ar sinema e oa dija luc'hskeudennoù erotek ; ur sinema erotek zo e-kichen ar sinema pornografek. Erotegezh a gaver ivez er bannoù-treset, hag en daranverezh.

War-du ar wazed pergen e vez troet an oberennoù livadurel erotek, pa 'z eo maouezi a vez diskouezet an aliesañ, el luc'hskeudennerezh glamour hag an daranverezh pergen.

An erotegezh arzel

kemmañ

Lennegezh

kemmañ
Kizellerezh

Sinema

kemmañ
Annabelle Serpentine Dance – Doare livet (1895)
  • William K. L Dickson & William Helse, Annabelle Serpentine Dance (SUA, 1895) – Ar film erotek kentañ.
  • Roger Vadim, Et Dieu... créa la femme (Bro-C'hall, 1956)
  • Bernardo Bertolucci, Ultimo tango e Parigi, [Italia, 1972)
  • Just Jaeckin, Emmmanuelle (Bro-C'hall, 1974)
  • Nagisa Oshima, 愛のコリーダ, "Ai no korīda" "Korrida ar garantez" (Japan, 1976)
  • Paul Verhoeven, Basic Instinct (SUA, Bro-C'hall, 1992)
Bannoù-treset
Luc'hskeudennerezh
 
Luc'hskeudenn glamour

Bruderezh

kemmañ
 
Bruderezh evit bier

Abaoe e gammedoù kentañ er c'henwerzh ez eo bet liammet start ar bruderezh ouzh an erotegezh : dre vouezhioù merc'hed da gentañ ha goude, a-feur ma tistarde an Iliz hag ar c'hontrollerezh o c'hrabanoù, dre gorfoù merc'hed noazh pe noashoc'h – gwazed erotek a weler alisoc'h-aliesañ bremañ, a-drugarez da strivoù al luskadoù LGBT dre ar bed a-bezh.

Ur benveg da gas kemennadenn ar bruderezh eo an erotegezh e bed ar c'henwerzh eta, ha pa vije evit gwerzhañ louzoù pe girri-tan, rak ret eo « hoalañ a brenerien ». Hewerzh eo krommennoù ar merc'hed : « un divronn a zezoug muioc'h eget ur c'harrad », hervez krennlavar koshañ ar marketing.

Merc'hed damnoazh a weler war an darn vuiañ eus skoroù ar bruderezh, ha pa ne vez ket erotek en un doare fraezh dre ziskouez merc'hed e vez aroueziet an darempredoù revel dre draezoù a ra dave da c'halloud revel ar wazed.

Er sinema e voe ur poent ma ne voe mui bastus diwiskañ an eneoù, ret e voe lakaat ar c'horfoù en noazh ivez. Dre ma vez roet muioc'h-mui a lec'h d'ar skeudennoù er c'hevredigezhioù a-vremañ ez eo aet ar bruderezh da heul ar sinema eta, ha tamm-ta-tamm e koll an erotegezh he c'hevrinoù marvailhus.

Levrlennadur

kemmañ
  • Charles de Villiers (1806), L'Érotique comparée (fr)
  • Georges Bataille (1957), L'Érotisme (fr)
  • René Étiemble, L'Érotisme et l'amour, 1990 (fr)
  • Jean-Luc Marion, Le Phénomène érotique, Grasset, 2003 (fr)
  • A. Dominguez Leiva & S. Hubier, Érotisme et ordre moral, Revue d'Études Culturelles, n° 1, Dijon, ABELL, 2005 (fr)
  • Francesco Alberoni, L'Érotisme, Pocket, 1994, ISBN 978-2-2660-6182-7 (fr)
  • Uwe Scheid & Michael Koetzle, 1000 Nudes, KL Erotica Universalis, Taschen, 1997 [[ISBN|978-3-8228-8935-0}} (en)

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Desmond Morris (1967), The Naked Ape – A Zoologist Study of the Human Animal', Vintage, 2005, ISBN 978-0-09-948201-7 (en)
    Le singe nu, Grasset, ISBN 978-2-246-40891-8 (fr)
  2. Hiziv c'hoazh e kaver e lod ilizoù Breizh ur gemennadenn a-seurt-mañ : « Arabat eo d'ar merc'hed komuniañ gant kerc'henn dizolo ha muzelloù livet. » (Daveoù a vank)
  3. ἀγάπη agápē eo ar ger a vez arveret gant saverien an Testamant Nevez evit "karantez".
  4. 4,0 ha4,1 Thérèse d'Avila, Jean de la Croix, Œuvres, Gallimard, « La Pléiade »,‎ 2012, ISBN 978-2-070-12294-3 (fr)
  5. Un droidigezh vrezhonek eus Kanenn ar C'hanennoù(p. 737 sqq.).
  6. Les Kâma-sûtra — L'Anangaranga, Zulma, 2009, ISBN 978-2-84304-493-9 (fr)