[go: up one dir, main page]

Emgann Maraton[1] a enebas lu ar Bersed ouzh hini Aten hag a voe trec'h d'an 13 a viz Gwengolo 490 kent J.K.. Diwar an trec'h-se e voe c'hwitet kentañ taol-arnod ar roue Darius Veur da aloubiñ ar peurrest eus Henc'hres, ma rankas dilezel ar soñj da stagañ Hellaz ouzh e impalaeriezh, rak se a felle dezhañ ober evit lakaat he harzoù er c’hornôg da vezañ suroc’h. Dont a ra ar pep brasañ eus ar pezh a anavezomp diwar-benn an emgann-se eus skridoù Herodotos Halikarnasos.

emgann Marathon
emgann
Rann eusFirst Persian invasion of Greece, Brezelioù medek Kemmañ
Anvet diwarMarathon Kemmañ
StadGres Kemmañ
Lec'hMarathon Kemmañ
Daveennoù douaroniel38°7′5″N 23°58′42″E Kemmañ
Deiziad12 Gwe 490 BCE Kemmañ
Map
Kompezenn Maraton hiziv an deiz

Da gentañ e voe kaset Mardonios gant Darius, e 492 BC, dre an douaroù betek Europa evit kreñvaat dalc’h Persia war Trakia ha Makedonia, abalamour ma oa bet gwanaet gant emsavadeg Ionia. Daoust d’ar berzh a reas e voe kaset da get ar pep brasañ eus an arme gant ur barrad amzer e-kichen ar Menez Athos, ha ret e voe d’ar re a chome distreiñ da Azia[2].

E 490 e voe kaset ur morlu renet gant Datis hag Artafernes da sujañ inizi ar C’hikladoù e-kreiz an Enezvor hag evit kastizañ Eretria hag Aten o doa roet harp d’an [emsavidi. Lakaet e oa bet seziz war Eretria a gouezhas nepell goude. Douarañ a reas neuze ar morlu e bae Marathon. Eno e voe trec’het ar Bersed gant un arme vihan hoplited atenat ha plataeat, en despet d’o niver brasoc’h.

Redadenn hir ar c’hannad en dije kaset keloù an trec’h da Aten a awenas krouidigezh redadeg ar marathon da vare C’hoarioù Olimpek 1896.

Mammennoù

kemmañ

Mammenn pennañ hon anaoudegezh diwar-benn an emgann eo skridoù Herodotos a zanevell anezhañ el levrenn VI, rannbennad 102–117. Koulskoude e oa ganet un nebeud bloavezhioù goude an emgann, ha soñjal a reer e skrivas e levr goude Peoc’h Kallias (-449/-448). Kaeraat a ra e zanevell ouzhpenn gant an darvoudoù dreistnaturel da-heul, kemeret gantañ evel fedoù a-bouez eus an emgann : Anadiñ a ra an doue Pan da Feidippides e-doug e dennad da Sparta evit goulenn sikour[3] Huñvreal a ra Hippias hag a ziougan drouziwezh ar Bersed[4] ha dallet eo an atenad Epizelus gant un doue e-doug ar gombat.[5]. Dont a ra holl an holl ditouroù all a-bouez eus mamennoù koshoc’h. Reiñ a ra Paosanias titouroù a-bouez diwar-benn lodenn ziwezhañ an emgann (ar chase); Geriadur bizantat Suda, skrivet en Xvet kantved a viras titouroù eus mammennoù all zo bet kollet hiziv an deiz, evel skridoù Eforus.

Abegoù an emgann

kemmañ

E fin ar VIvet hapenn-kentañ ar Vvet kantved kent J-K e oa staliet ar c'hresianed war meur a dachenn war bord ar mor Kreizdouar. Afer o doe ouzh ur bobl oc'h en em ledañ buan, Implaeriezh ar bersed, renet gant Darius I. Ar c'hresianed a oa en amzer-se ar bobl amezeg nemetañ 'oa ket suj da Bersia, kuit Azia vihan. E 511 BC, gant skoazell Kleomenes Iañ, roue Sparta, Ateniz a argasas Hippias, a oa tirant Aten[6]. Abaoe tad Hippias, Peisistratos, e oa bet an tiegezh-se e penn ar geoded, da lâret eo e-pad 36 vloaz[6] diwar an 50 vloaz tremenet. Tec’het a reas Hippias da Sardis da lez ar satrap persat tostañ, Artafernes, hag e prometas sujidigezh Aten d’ar Bersed gant ma vefe lakaet en he fenn en-dro. Pa c’houlennas Ateniz e vije kaset kuit e lavaras ar satrap dezhe e tlefent e lakaat e penn o c’heoded en-dro. Abalamour d’ar respont-se e soñje Ateniz e oa digor ar brezel gant ar Bersed hag 20 lestr sikour a gasjont (5 all a voe kaset gant Eretria) da geodedoù Ionia pa’n em savjont a-enep an impalaeriezh persat e-doug Emsavadeg Ionia (-499-494)[7]. Moarvat e oa tec’het Hippias da lez ar roue Darius Veur da vare an emsavadeg-se.An ioniz a lakaas tan e kêr Sardes. Ar bersed a zegouezhas, a c'hounezas a-enep dezho hag a zistrujas porzh Milet e -494. Faezhet e voe an emsavidi. Ne c'halle ket an impalaeriezh persat disoñjal roll Aten hag Eretria. A-hend-all e oa un digarez brav evit astenn beli ar Bersed e Bro-Chres.

E -492 e kasas Darius e vab-kaer Mardonios davet Bro C'hres gant 300 bag hag 20 000 soudard, met abalamour d'ur c'horventenn e voe distrujet an holl listri. E -491 e kasas Darius kannaded da bobloù Gresia o c'houlenn dezho sujidigezh, lod a asantas met lod all evel Aten, Sparta ha Platea a nac'has hag a lazhas ar gannaded. E miz Gwengolo -490 e treuzas 600 lestr warno 25 000 soudard war-droad ha 1 000 marc'heger renet gant Artapherne evit an arme douar ha Datis ar mor Egea kemer a rejont Naxos, Delos hag Eretri. Ha d'an 12 a viz Gwengolo -490 diwar kuzulioù Hippias, tyran Aten a oa bet skarzhet, e tilestrjont war aod Marathon. Ar pal a oa pellaat an hoplited diouzh o c'hêr.

Envel a reas ar c'hresianed ar brezelioù-se ar brezelioù medek dre ma fazijont etre ar bersed hag ar veded, pobl all deuet eus Iran.

An armeoù

kemmañ

Arme pers

kemmañ

Arme pers ne oa ket aozet, soudarded gant orinoù disheñvel e oant, ket mennet-tre, gant yezhoù disheñvel, ha divoaz d'en em gannañ asamblez. Akipet skañv e oant, skoedoù aozhil, spegoù pe gwaregoù. En o c'hichen e oa an divarvelien, begenn an arme. 10 000 e oant, pa' varve unan e veze erlec'hiet war-eeun. Lugerniñ a raent gant o dilhad kinklet, gant o zro-c'houzougioù aour, hag o binvioù a-bep-seurt.

Arme gresian

kemmañ

An hoplited a oa soudarded akipet kreñv. Un tokarn, ur skoed kroc'hen ha lavnennoù, un harnez, garwiskoù ha brec'hioù arema brenent evit en em o gwareziñ. Armet e oant gant ur c'hleze hag ur goaf hir. O gwiskamant a boueze 20 Kg en holl. Aozet e oant hervez stumm ar bezen. Skoaz ouzh skoaz, produiñ a raent un energiezh sinetek bras ha lakae o enebourien da gouezhañ. Gwan e oa war an eskell ha diaes da embregiñ, setu ar gavaliri a lakae anezho diaes-kenañ.

Deroù an emgann

kemmañ

A-fed strategiezh, ar vagistrated a oa rannet etre 5 ha 5. A-benn ar fin, Miltiad a gendrec'has anezho da vrezeliñ ar buanañ ar gwellañ. Miltiad gant 9 000 hoplit atenian ha 1 000 hoplit eus Platea az eas war aod Marathon d'o zro. Sparta na c'helle ket kas soudarded peogwir e oa o lidañ ar Karneia ar pezh a c'houlenne un drevez. An div arme a chomas difiñv e-pad 5 devezh, ar pezh a mat evit Aten rak tostoc'h e oa neuze donedigezh al lakonianiz. Ne felle ket d'an hoplited brezeliñ a-enep d'ur gavaliri, har ar bersed o doa un tamm aon rak an hoplited.

D'ar 17 a viz Gwengolo, e pignas ar gavaliri hag ul lodenn eus ar soudarded war al listri evit mont davet porzh Aten ha lakaat o c'hrabanoù war Aten dre ar mor e-pad ma vefe arme Aten o vrezeliñ. Ar c'hresianed n'o doe ket an dibab, dav e oa dezho trec'hiñ buan ar bersed e Marathon evit distreiñ en Aten. Miltiade, evit bezañ bet oc'h ober brezel ganto pa'oa tyran Chersonez, a anaveze gwander enebourien. 

Dibunadur an emgann

kemmañ

E penn-kentañ ar brezel e oa dispartiet an div arme eus 1 500m, Miltiade en doa dibabet astenn linenn ar soudarded ha kreñvaat an eskell evit enkelc'hiañ an arme all 'lec'h ma 'oa begenn an arme enep, er c'hreiz e oa 4 renkennad ha war ar c'hostezioù e oa 8 renkennad. Eskell ar bezen a oa gwarezet gant koad pilet eus an tu kleiz ha gant ar gwernioù eus an tu dehou. Ur wech prest al linenn hoplite e lavaras Miltiade un urzh: « d'an argad », war-raok ez eas ar bezen neuze en ur huchal he youerezh ha tro an 200m diwezhañ ez eas buanoc'h evit chom hep bezañ esposet re bell ouzh ar waregerien. Stokadenn an hoplited ouzh ar bersed a voe gwastus. Eskell ar bezen a rannas buan-tre ar soudarded enep a dec'h kuit betek al listri. Ar c'hreiz kompozet gant an Divarvelien a stourmas mat hag a sankas zoken an hoplited betek ma 'teufe eskell ar bezen da enkelc'hiañ ar c'hreiz enebour a gouezas aes. Ar c'hresianed a grogas neuze da redek war-lerc'h ar bersed a chome evit o lazhañ. Souarded pers 'zo az eas e-barzh ar gwernioù lec'h ma 'voent beuzet. A-benn ar fin e voe paket 7 lestr pers, a lazhet 6 400 pers hep kontañ ar re beuzet. Eus an tu all eo marvet 192 atenian, 11 platean ha Callimaque. Kerkent hag echu an emgann-se e kasas Miltiade ur c'hannad anvet Philippides da Aten evit kelaouiñ anezho deus an trec'hadenn-se hag evit lakaat anezho da ziwall ouzh ar bersed o tont war-vor. Hervez ar vojenn e redas Philippides 42 Km e 4 eurvezh hag e varvas kerkent a kaset ar c'hannad: «Nenikamen» da lâret eo: «Trec'h omp bet». Hoplited kreiz ar bezen o doa kollet ar muiañ a soudarded a rankas chom e-pad ma 'z eas al lodenn all eus an hoplited davet Aten evit klask bezañ primoc'h eget ar bersed. Ar bersed a c'hortoze trubarderezh eus perzh partizaned Hippias, met un 10 eurvezh bennak o doa ezhomm evit tizhout porzh Aten. Goude bezañ bet lakaet tizh ec'h erruas Miltiade gant e Hoplited en Aten 3 eurvezh a-raok ar bersed. An enebourien a anzavas o doa kollet an emgann-se. Echuet e oa ar brezel medek kentañ.

Tregern ar brezel

kemmañ

Trec'h an hoplited war ar bersed a ziskouezas efedusted an ensavadurioù nevez hag unvaniezh an hoplited. Trec'hadenn an demokratiezh e oa rak Hippias an tyran a rankas distreiñ gant ar bersed. Diwar an trec'hadenn-se e teuas war-wel demokratiezh ar Marathonomaked (trec'herien Marathon). Evit ne vefe ket lakaet diaes adarre Aten gant ar bersed hag ar fenisianed e tivizas Themistokl implijout arc'hant mengleuz Laurion (2,5 tonenn) evit sevel un arme-vor enni 200 lestr. Aten a deuas da vezañ ur rouanez war-vor. Diwar ar brezelioù medek e lakaas e plas un impalaeriezh war ar c'hêrioù amezeg en ur vont e penn kevread Delos e -472. An trec'hadennoù pers, kemer perzh ar c'hresianed all ha dreist-holl ar blateaned a voe skarzhet eus an eñvorenn hollek. Un enor a voe roet da soudarded Marathon marvet e-pad ar brezel, douaret e voent e lec'h ma 'varvjont ha ket e e bered ar prierezh.

Evit ar bersed e oa nemetken un dilestradeg c'hwitet peogwir e oant deuet a-benn da sujañ inizi ar mor Egea. Kilstourm Darius a voe lakaat e plas un ergerzhadeg all, met un emsavadeg renet gant ar satrap Aryandes e bro Ejipt a zaleas anezhañ ha mervel a reas e -486.

Eñvor Philippides hag an hoplited o doa tizhet Aten a zo a orin eus ar marathon modern

Notennoù

kemmañ
  1. e henc'hresianeg Μάχη τοῡ Μαραθῶνος (Mache tou Marathonos)
  2. Herodotos VI,43
  3. Herodotos VI,105
  4. Herodotos VI,107
  5. Herodotos VI,117
  6. 6,0 ha6,1 Herodotos V,65
  7. Herodotos V,96

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Academic Publishing Wiki 
Academic Publishing Wiki
The Academic Publishing Wiki en deus ur pennad-skrid kazetenn diwar-benn an danvez da-heul: