[go: up one dir, main page]

Dremm an Ankou zo titl un dastumad triwec'h pennad-skrid gant Fañch Elies Abeozen bet embannet e dibenn 1942 gant Skridoù Breizh, goude bezañ bet peurvoulet e Brest gant Ti-moulerezh ar C'henwerzh d'ar 15 a viz Kerzu 1942[1].

Dremm an Ankou
Pajenn gentañ golo al levr.

Evit an darn vuiañ eus ar pennadoù-se a oa bet embannet kent er gelaouenn Gwalarn, kerkent ha 1928.

Kenarroud

kemmañ

Kenarroud danvez an oberenn a zo ar C'hentañ Brezel-bed. Abeozen, peoc'hgarour anezhañ, en doa c'hoant da ziskrivañ gwirionez ar brezel a-ziwar e eñvorennoù met romantelaet. Tostik-tost ez eo, en gwirionez, ar fedoù embannet hervez Gwendal Denez ha reiñ a ra ur skouer e rakskrid doare diwezhañ Dremm an Ankoù : "Gwir, re wir: ar c'habiten Renaud, da skouer, a oa Grimaud e anv gwirion (lazhet e miz Eost 1917)[2].

Al levr

kemmañ

E penn-kentañ al levr emañ an dedi amañ da-heul :

En eñvor eus an dud keiz
Kaset da anaon
Eus o huñvreou skubet
Eus o menoziou drailhet
Al levrig-mañ.

A-hed ar c'hant seizh pajennad ha hanter-kant a ya d'ober an oberenn e konter an darvoudoù bevet gant Erwan, un den yaouank eus Breizh-Izel, hag e geneiled eus ar c'hlas c'hwezek war dalbennoù ar Brezel-bed kentañ, er reter hag en hanternoz da Vro-C'hall. Buan a-walc'h e kompreno Erwan pegen spouronus e c'hell bezañ dremm an Ankoù p'en em gavo gant e zaou zen marv kentañ, e gamalad nevez Livier en o zouez.

Ar pennadoù-skrid

kemmañ

I. Dremm an Ankou

II. Kelig an hañv

III. E krabanou ar Spont

IV. Dre Heg !

V. War Lein Ar Run

VI. Eun toull en Erc'h

VII. Permisionad

VIII. Tadig

IX. Ar Banne Gwin

X. Barnet d'ar Maro

XI. Eur C'higer

XII. Ar Bidoniad Dour

XIII. Uperid (gwelit ivez amañ ar bajenn Iperit)

XIV. Blenier Bleniet

XV. A-hed ar Ganol

XVI. Maro evit ar Vro ; lakaet e peurunvan hag adembannet en niverenn 404 (Mae - Mezheven 2014) eus ar gelaouenn Al Liamm, Marv evit ar Vro titl ar pennad,

XVII. E Peoc'h an Hañv

XVIII. An Den n'em eus ket lazet


Klozet eo Dremm an Ankou gant ur Roll Geriou Micher ma c'heller kavout ennañ an holl dermenoù a denn d’an tachennoù-emgann, eus Aezenn-vougus betek Troad-ged.

An XVIIIvet pennad-skrid

kemmañ

Disheñvel eo ar pennad diwezhañ diouzh ar re all o vezañ ma ne oa ket diazezet war zarvoudoù gwirion, kement-mañ bezañ displeget fraezh gant an oberour e-unan e rakskrid e levr.

Emeur e miz Mae 1918, en un tu bennak war Hent an Itronezed : lakaet en deus harz ar c'horporal Yann Abiven war un ofiser eus an tokarnou plat, an isletanant Keller, goude bezañ argadet ur foz-difenn alaman gant ur strolladig soudarded c'hall. Hag espernet e vuhez d'e enebour.

Emeur e miz Mezheven 1940, e-tal kichen ar c'harrdi bet savet gant Abiven e fabourz Montroulez, hag eñ o sellet ouzh kirri-tan al lu alaman o vont war-du Brest pa chom a-sav unan anezhe nepell dioutañ. Emañ ar c'horonal Keller ennañ hag int-i da gregiñ gant ur gaozeadenn souezhus a gaver ur bomm anezhi da-heul :

– « Klevout a raer, abaoe eur pennad, » eme
Abiven, « hoc'h eus soñj da zistaga Breiz diouz
ar Frañs. »

– « Gouzout a ouzomp ez oc'h disheñvel. Eur
yez hoc'h eus d'eoc'h hoc'h unan. Ne vez ket,
avat, dieubet eur bobl a-eneb he bolontez ha ne
raimp ket ar fazi-se. D'eoc'h eo da welout ha
plijout a ra gwell ganeoc'h ankounac'haat da
vat hent ho Kouenn eget ober ho mad eus an
darvoudou dic'hortoz evit adc'hounit frankiziou
kollet. »

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Adembannet gant Al Liamm evel Dremm an Ankoù e 2014.
  2. Dremm an Ankoù pajenn 8, embannadur Al Liamm, 2014