[go: up one dir, main page]

Donald John Trump (*New York, 14 a viz Even 1946) zo un den a aferioù stadunanat ha 45vet/47vet prezidant SUA. Ezel eo eus ar Republican Party, danvez kannad ar strollad war ar renk e voe evit an dilennadegoù 2016.

Donald Trump
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denDonald Trump Kemmañ
Anv ganedigezhDonald John Trump Kemmañ
Anv-bihanDonald, John Kemmañ
Anv-familhTrump Kemmañ
LesanvJohn Barron, John Miller, The Donald, David Dennison Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 Mez 1946 Kemmañ
Lec'h ganedigezhJamaica Hospital Medical Center Kemmañ
TadFred Trump Kemmañ
MammMary Anne MacLeod Kemmañ
Breur pe c'hoarMaryanne Trump Barry, Fred Trump Jr., Robert Trump, Elizabeth Trump Grau Kemmañ
PriedMelania Trump Kemmañ
BugelDonald Trump Jr., Ivanka Trump, Eric Trump, Tiffany Trump, Barron Trump Kemmañ
FamilhFamilh Trump Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Place of detentionFulton County Jail Kemmañ
Kondaonet evitfalsifying business records Kemmañ
Tachenn labourreal property, gouarnamant, television production, Politikerezh, Kenwerzh Kemmañ
KargPresident-elect of the United States Kemmañ
Bet war ar studi eFordham University, The Wharton School, The Kew-Forest School, New York Military Academy, University of Pennsylvania Kemmañ
Diplom skol-veurBachelor of Science Kemmañ
Lec'h annezMar-a-Lago Kemmañ
Lec'h labourNew York, Washington D.C. Kemmañ
Affiliation stringOffice of the President of the United States, President of the United States of America Kemmañ
Strollad politikelStrollad Republikan Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2016 United States presidential election, Dilennadeg prezidant Stadoù-Unanet Amerika 2020, 2020 Republican Party presidential primaries, 2024 United States presidential election Kemmañ
Strollad etnekWhite Americans Kemmañ
RelijionNondenominational Christianity Kemmañ
Liv an daoulagadglas Kemmañ
Liv ar blevblev melen Kemmañ
KleñvedCOVID-19 Kemmañ
Sportgolf Kemmañ
Handednessdehouiad Kemmañ
List of worksbibliography of Donald Trump Kemmañ
Filmographyfilmlennadur Donald Trump Kemmañ
Oberenn heverkTrump: The Art of the Deal, Crippled America, The Apprentice Kemmañ
Ezel eusThe World's Billionaires, SAG-AFTRA Kemmañ
Tachennpaotr Kemmañ
Bet kinniget evitPrimetime Emmy Award for Outstanding Reality-Competition Program, Primetime Emmy Award for Outstanding Reality-Competition Program, Golden Raspberry Award for Worst Supporting Actor, Golden Raspberry Award for Worst New Star Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://donaldjtrump.com Kemmañ
Blog ofisielhttps://www.donaldjtrump.com/desk, https://www.donaldjtrump.com/news Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.whitehouse.gov/administration/president-trump Kemmañ
Hashtagtrump, donald_trump, donald-trump Kemmañ
Subject has rolebillionaire Kemmañ
Kementad fizikel muzulietdorn Kemmañ
Hairstyle / hairlengthcomb over Kemmañ
Personal library atDonald J. Trump Presidential Library Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
CatchphraseYou're fired!, Make America great again, America first Kemmañ
Personal pronounL485 Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://politics.stackexchange.com/tags/donald-trump Kemmañ
Roll elfennoùlist of nicknames used by Donald Trump Kemmañ
Disklêriadur dre ar munud efalse or misleading statements by Donald Trump Kemmañ
Donald Trump e Aston, miz Here 2016

En desped d'ur bersonelezh divoutin e bed politikel ar vro hag ur sell hollek dispi war e drec'h, e trec'has memestra war Hillary Clinton en dilennadeg veur d'an 8 a viz Du 2016. Oadet a 70 vloaz, bet eo bet ar prezidant koshañ ha pinvidikañ en istor ar vro. D'an 20 a viz Genver 2017 e voe kadoriet 45vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika.

Donald J. Trump zo prezidant The Trump Organization, un aozadur karget da verañ e embregerezhioù glad kement hag e embregerezhioù liesstumm all. Disklêriet en doa e tilezje ar garg-se ma vefe dilennet. E-korf e vuhez micherel, en devoa lakaet sevel tourioù-bras burevioù, pretioù, kazinoioù, tachennoù golf ha savadurioù all a-leizh dre ar bed holl.

E-kerzh kontañ votoù an dilennidi d'ar 6 a viz Genver 2021, en doa goulennet digant e harperien feal ha trelatet, ha treuzwisket, bale asambles war-zu ar C'hapitol. A-benn ar fin e oant deuet-e-barzh armet pounner ha rediañ izili ar C'hongress da derc'hout, da-heul e oa marvet pemp den.

Yaouankiz

kemmañ
 
Donald Trump en New York Military Academy

Ganet oa al lampon d'ar 14 a viz Even 1946, er Jamaica Estates, Queens, ur c'harter eus New York City. Bez ez eo an eil bugel yaouankañ a-ziwar pemp. Diwar ar breudeur ha c'hoarezed ne chom nemet tri hag a zo bev c'hoazh : Maryanne, Elizabeth ha Robert. Breur henañ Trump, Fred Jr., a varvas e 1981 abalamour d'an alkoolegezh, pezh a reas da zDonald disklêriañ e oa pennkaoz d'ar fed ma ne eve ket ha na vutune ket. Trump en deus orinoù german diouzh tu e dad ha re skosat diouzh hini e vamm ; ar pevar den-kozh zo a orin eus Europa ha bet ganet war an tir eno.

Skoliata

kemmañ

Ne oa ket paotr ar skol pa oa yaouank, ur penn-kleiz anezhañ ; anzavet en dije e oa spontus gant ar gelennerien. Korn ar c'hlas a oa lesanvet DT dre ma veze kaset alies eno, e pinijenn. Dre ma veze beg bras ha dichek betek re e voe kaset gant e dad d'ur skol-soudard, evit sterniañ ar c'hille. Dont a reas a-benn da gavout e hent eno ha da vezañ brudet-mat dre e gamaraded skol. Unan anezho nefe disklêriet dezhañ « dont a ri da vezañ prezidant ! » ha Trump nefe respontet dezhañ "e c'hoantae kas un dra veur da benn".

Yaouankiz ar chanterioù

kemmañ

Ur wech echuet gant ar skol-soudarded strizh, e c'hae Donald gant e dad war chanterioù meur embregerezh ar familh ; alies e veze eno o komz hag o vevañ e-mesk ar vicherourien vunut, ar pezh a voe un elfenn diazez evit e vuhez politikel da c'houde.

Selloù politikel

kemmañ

Trump a vez skeudennet alies gant selloù pe kredennoù politikel hebleg hag hedro azas diouzh an ezhomm. Ar gazetenn Politico he devoa e zeskrivet o kaout diazezoù politikel "eclectic, improvisational and often contradictory" (liesseurt, primsavet ha dislavarus alies). Bet e oa bet o fiñval a strollad da strollad e-pad e vuhez betek bezañ kannad d'ar Reform Party hag emezelet en Strollad Demokratel. An diazezoù politikel neus cheñchet zo liesarvez evel an hini war an taosoù, ar sioc'haniñ, pe plas ar gouarnamant da geñver ar vezegiezh.

Make America great again

kemmañ

Al lugan

kemmañ
 
Spilhenn Ronald Reagan e 1980
 
Pegsun Donald Trump e 2016

Lugan Donald Trump evit dilennadegoù kannaded ar Republican Party kement hag evit dilennadeg prezidant 2016 a oa Make America Great Again ("Grit amerika meur adarre") ; damheñvel eo al lugan-se ouzh an hini a oa bet implijet e-doug kampagn Ronald Reagan e 1980. Evitañ pal al lugan a oa lakaat war-raok stad truezus ar vro ha penaos e c'hoantae-eñ adsevel brud ha nerzh d'ar Stadoù Unanet Amerika. Ni ar vofed digemplez a vo loc'hus hepmuiken.

Mennozhioù politikel 2015-2016

kemmañ

SUA dipitus

kemmañ

Donald Trump en deus desachet selloù dipitet ar bed war stad mantrus ar Stadoù-Unanet Amerika dre dagañ an emglevioù etrebroadel (North American Free Trade Agreement pe NAFTA, emglevioù an eskemmoù frank...) kablus hervezañ da vezañ rivinet ar vro ha stlapet ar vicherourien en dilabour a-yoc'h pe er straedoù.

Enep Establishment

kemmañ

Unan eus pennaennoù Donald Trump a oa stourm a-enep d'an Establishment : an dud pinvidik galloud ganto a vefe mistri war ar vro, o laerezh pe o vougañ pobl vunut Amerika. E-touez ar re-se e kaver pennoù ar Strollad Republikan, pennoù ar strollad Demokratel, ar gazetennerien gwerzhet d'an establishment, an dud a aferioù hag an tiez-eskemm. A-enep an holl vouc'hizien, staliet mat-se e lakaas war-raok al lugan Taking back our Country ("Oc'h adkemer hor bro").

Mennozhioù sokial

kemmañ
 
Donald hag Ivanka Trump dougerez e-pad kampagn 2016

E-pad kampagn dilennadegoù 2016 e oa tuet kalz Donald Trump gant e verc'h Ivanka Trump hag a zegasas dezhañ abegoù denelour evel arguzennoù (Child care, ober war-dro ar vugale). Tamm-ha-tamm e lakaas ar verc'h he zad da cheñch ali war dodennoù sokial ha tomm d'an Amerikaned vunut.

Ivanka Trump he doa stourmet abaoe ar bloavezh 2014 evit habaskaat sell he zad war an dizingalded etre goproù ar maouezed ha re ar wazed. Bountet he doa war he zad evit reiñ brud ha harp d'ar maouezed a felle dezho mont etrezek penn an aozadurioù pe embregerezhioù. A-zivout ar mennad-se e tisklêrias I believe my father will take giant leaps to change that, he's somebody who walks the walk ("Me 'gred din e raio ma zad kammedoù bras evit kemmañ kement-se, eñ zo den da vont betek penn an hent").

Un doare dichek da gomz ouzh ar bed

kemmañ

Unan eus diazezoù politikel Donald Trump eo ar frankiz da embann ar pezh a fell dezhañ ha pa fell dezhañ. Evel-se e oa bet tapet alies e-kerzh kampagn kannaded ar Strollad Republikan kement hag e-pad kampagn an dilennadegoù 2016 evit komzoù feuls, rok, gouennelour pe enep-maouezed.

Komzoù Donald a blij kement d'an dud vunut ha d'an dud aet fae gant pezh a anvont the politicaly correct (ar sevended politikel). Evit an ao Donald Trump, anadenn chom seven er politikerezh zo ur redien bet degaset gant an establishment (tud gouarnamant Washington, tud an Democratic Party...) hervezañ gant ar pal difenn ouzh an dud da embann o soñjoù pe degas cheñchamantoù gwirion. Pell ganti ez eas dre ar bennaenn-se betek kunujenniñ Hillary Clinton war-eeun pe gouarnamant ar Stadoù-Unanet.

Mennad ar Self-made man

kemmañ

Gant Donald e voe implijet kalz ar rakskeudenn-se e-pad kampagn dilennadegoù 2016 hini ar Self-made Man hag a oa dija e hini abaoe e yaouankiz. Implijet oa bet ar skeudenn-se evit klask magañ spi en-dro d'ar voterien, evel-hen e c'helfent reiñ lañs en-dro da ekonomiezh Amerika gant pep hinienn, ur wech lakaet e-penn ar vro.

Program politikel 2017

kemmañ

Donald Trump zo bet rediet da zisplegañ sklaeroc'h ar pezh en devoa c'hoant da ober pa vefe dilennet da brezidant ar Stadoù-Unanet. M'eo chomet peuzheñvel darn vrashañ e vennozhioù evit pezh a denn d'ar (sioc'hanañ, enbarzhidi..), evit ul lodenn all int kemmet pe emdroet avat, betek treiñ a-du gant an dimeziñ heñvelreizhidi. Reiñ lañs da chanterioù bras pe digreskiñ an taosoù, uhellaaat live moger etre Bro Meksik ha SUA setu mennozhioù diazez ar program.

Politikerezh etrebroadel

kemmañ

Pal pennañ Donald oa daskor galloud en-dro d'ar SUA evel a-gent hogen hep kemer perzh e brezelioù ar bed. Goulennet noa digant Europa ma vefe barrek da sammañ ar c'hiriegezh d'en em zifenn e-unan, en ur bostañ kementadoù arc'hant uhelloc'h en difenn brezel. Goulennet noa digant e guzulierien milourel penaos ober evit diskar ar buanañ posupl, ar Stad Islamek. Evit Siria da vihanañ noa disklêriet e rankje ar SUA kenlabourat tostoc'h gant Rusia Vladimir Poutin.

Politikerezh Trump da geñver Iran zo bet unan reut. Ar feur-emglev a oa bet sinet da geñver an nukleel a oa bet torret. Goulennet en doa ivez ma vefe lakaet kastizoù strisoc'h war ar vro.

Mec'hiko

kemmañ

E-pad kampagn an dilennagoù stadunanat e oa bet embannet sklaer gant Donald e felle dezhañ talañ ouzh an enbroerezh direizh. Soñj pennañ e gomzoù a oa Mec'hiko. Fellout a rae dezhañ lakaat sevel ur voger war an harzoù etre an div vro. Al lugan Built the wall ("Savit ar voger") a veze klevet e genoù harperien feal Donald Trump a-raok, hag abaoe, m'eo bet dilennet da brezidant. D'ar 5 a viz Ebrel 2018 en doa gourc'hemennet d'ar Gwarda broadel stadunanat mont etrezek an harzoù, da c'hortoz ma vefe echuet sevel ur voger[1].

Goude an dilennadeg

kemmañ

Pa oa bet dilennet Donald e oa 45vet prezidant Stadoù Unanet Amerika, raktal e oa ur santimant mesket a etlamm hag a spont evit kalzig a gazetennerien pe dielfennerien politikel koulz evit pennoù an Democratic Party.

Whitelash

kemmañ

Evit Van Jones eo e-kerz un abadenn tabut war ar skinwel evit dielfennañ votadeg 2016 war CNN d'an 8 a viz Du 2016 e vije c'hoarvezet ur whitelash, pezh a sikouras Trump bout dilennet.

Hervezañ, dilennadeg Donald Trump a c'heller displega gant an dud wenn aet poazh gant pouez brasoc'h-brasañ lobioù ar minorelezhioù en o c'heñver er gevredigezh amerikan ha reiñ ur flac'had dezho, goude ur brezidant du.

 
346 Gward broadel eus Florida kaset da harpañ an archerien e-pad kadoridigezh Donald Trump d'an 21 a viz C'hwevrer 2017

This was a whitelash against a changing country. It was a whitelash against a black president, in part, and that's the part where the pain comes. And Donald Trump has a responsibility tonight to come out and reassure people that he is going to be the president of all the people who he insulted and offended and brushed aside."

Manifestadegoù

kemmañ
 
12 a viz Du 2016 manifestadeg enep Trump e Washington

Manifestadegoù zo bet e lod kêrioù bras en Amerika evit enebiñ ouzh dilennadeg Donald Trump ; un hashtag "Notmypresident" oa bet krouet. E-touez ar vanifesterien oa ar ganerez Cher. Rudy Giuliani, a-du-krenn gant Donald Trump, a respontas dre geñveriañ ar vanifesterien ouzh babigoù moumounet[2].

"We're bringing up a generation of spoiled crybabies [...] most of the kids aren't crying. Most of the kids are going to class.""

Fin e respetad brezidant

kemmañ

D'ar 7 a viz Du 2020 ec'h embannas an ajañs Associated Press, ha da heul gant ar mediaioù bras stadunanat, e oa trec'h Joe Biden, an danvez prezidant demokrat, war Donald Trump. Ne asantas ket Donald Trump ar wirvoud nevez se. Trec'h Joe Biden, a c'heller displegañ hervezañ abalamour m'eo bet laeret an dilennadegoù gant an druchourien[3] Embann a reas e oa aet ar maout gantañ ha kroget oa gant e skipailh da sevel klemmoù a-bep seurt.

Tabutoù a-bep seurt

kemmañ

Tabutoù a-bep seurt tro-dro d'ar prezidant Donald Trump.

Tabutoù reizhel

kemmañ
 
Stormy Daniels e 2013

Alies e tifluk komzoù macho en e veg. Ouzhpenn-se ez eus bet douget klemm outañ gant maouezed meur a-wech, en abeg d'e dagadennoù reizhel. An aktourez pornografek Stormy Daniels zo bet paeet 130 000 $ gant Michael Cohen, alvokad personel ar prezidant, evit tevel pa oa-hi o lakaat war-raok darempredoù reizhel bet gant Donald Trump er bloaz 2006 pa oa hemañ dimezet dija gant ar First Lady, Melania Trump[4].

An afer rusian

kemmañ

Rebechet e vez da Zonald Trump ha d'e harperien ar fed o dije resevet harp digant Rusia evit erruout er galloud, dreist-holl evit pezh a denn d'ar rouedadoù sokial. Digoret zo bet un enklask justis evit gouzout hag-eñ e oa bet ul liamm etre gouarnamant Rusia ha skipailh dilennadegoù Trump. A-benn ar fin ar gont n'eo ket bet prouet e oa kablus Donald Trump evit e liammoù gant Rusia[5].

Red an armoù-tan

kemmañ

Dindan respetad Donald Trump ez eus bet stadet meur a lazhadeg (evel hini Las Vegas) dre armoù-tan. Rebechet e vez dezhañ e vije bet harpet gant arc'hant rouedad an armoù gant 30 milion a zollaroù profet gant an NRA e-pad ar c'hampagn.


Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dilennadeg 2020

kemmañ

Aloubadeg ar C'hapitol

kemmañ

D'ar 6 a viz Genver 2021, d'an ampoent ma oa an dilennidi o kontañ, niver an dileuridi bet dilennet evit choaz an danvez prezidant, en doa aozet Trump ur brezegenn dirak ar C'hapitol. Kemenn a reas d'an arvesterien e oa bet trafiket an dilennadeg, ha laeret an demokratelez hag e oa mallus bras adkemer ar vro "take back our country" en ur ziskouez startijenn yac'h ar bobl ha "fight like hell."

 
Poltred skramm eus kont Twitter Donald ur wech skarzhet.

Ur strollad kompozet a vilieroù a harperien, lod anezho armet, a oa bet o vale etrezek ar savadur kapitol. Lakaet e oa bet un ehan ganto da vreutadeg dileuridi ar sall vras , er c'hapitol hag e oant trumm skampet kuit. Kantadoù a dud a oa aet e-barzh er C'hapitol. E-kerz an aloubadeg en doa embannet Donald Trump kemenadennoù war Twitter ha Facebook evel: "distroit d'ar gêr karantez ennoc'h hag hegarat", hogen o komz eus an alouberien evel "brogarourien blijus hag ampart" ha tud "ispisial-tre", gant kemennadennoù all oc'h embann e oa bet laeret an dilennadenn. Ur wech aet an alouberien kuit diouzh ar C'hapitol, e oa distroet goustadig izilli ar C'hongress hag o doa kadarnaet dilennadenn Joe Biden. Filmet e oa bet an aloubadeg war-eeun ha skignet war ar rouedadoù sokial. Sabatuet hag estonnet e oa bet an arvesterien gant kement-mañ. Feuket e oa bet darn eus pennoù bras ar bed. Pennoù bras ar Strollad Demokrat o doa galvet Trump da vezañ skarzhet diouzh e bost. En holl e oa bet marvet pemp den:

  • Brian D. Sicknick, 42: un ofiser polis eus ar C'hapitol
  • Ashli Elizabeth Babbitt, 35: Haperez Trump, ez-soudardez
  • Rosanne Boyland, 34
  • Georgia; Kevin Greeson, 55
  • Benjamin Philips, 50

Dilennadeg 2024

kemmañ

Taol-arnod drouklazh

kemmañ

D’an 13 a viz Gouere 2024 e klaskas un den a 20 vloaz anvet Thomas Matthew Crooks lazhañ Trump gant ur fuzuilh AR-15 e deroù un emvod. Ne zeuas ket a-benn met gloazet e voe skouarn dehoù Trump ha mervel a reas un den en emvod, gloazet e voe daou zen all. Lazhet e voe Crooks gant ar servij surentez (Secret Service)[6].

Dielfennañ radio

kemmañ

Oberennoù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ


  Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789  
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet AmerikaTi Gwenn)