Dionysos
Dionysos (Διώνυσος pe Διόνυσος e henc'hresianeg) a oa unan eus doueed Henc'hres, mab da Zeus ha Semele. Doue ar gwin e oa. Ne oa ket o chom war menez Olympos gant an doueed all avat, atav e veze o kantren, pe o vambochat.
Bacchus e oa anvet gant ar Romaned.
Ar mojennoù
kemmañBugaleaj
kemmañMarvet e oa Semele, serc'h Zeus, ha hi dougerez. Evit saveteiñ ar bugel e oa bet tennet eus he c'hof gant Zeus ha lakaet gantañ en e vorzhed da c'hortoz an nav miz dleet a-raok bezañ ganet. Pa voe ganet e voe roet d'ar roue Athamas ha d'e wreg Ino da ziwall. Met dont a reas Hera, gwreg Zeus da c'houzout kement-se, ha ret e voe d'ar bugel te'hel. Redek bro a reas neuze.
Gwragez ha bugale
kemmañPa oa Theseüs o tistreiñ eus Kreta gant Ariadne, lazhet gantañ ar Minotaoros, en em gavas gant Dionysos en un enezenn. Lezel a reas e wreg gant an doue ha mont kuit da Aten en-dro. Ha Dionysos da gas e wreg d'an Olympos, ha da genderc'hel gant e vuhez bambocher.
Digant Althaia, rouanez Kalydon, en doe ur mab, Meleagros, a voe advabet gant pried Althaia, Oineüs. Digant Afrodite en doe ur mab, Priapos.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Theoi Project, Dionysos
- (en) Hymn to Dionysus
- (en) Skeudennoù diwar-benn Bacchus / Dionysos
- (en) Dionysos Links and Booklist (ur bern liammoù)