Deiziadur muzulmat
An deiziadur muzulmat, pe deiziadur islamek, eo an doare da rannañ an amzer a vez implijet er broioù muzulmat. Ur gwir deiziadur loarel eo, rannet e 12 miz loar pe 12 loariad. En deiziadur-se n’eus ket 365,2425 devezh en ur bloavezh, met nebeutoc’h, dre ma ne bad al loariadoù nemet 28 devezh pe war-dro (1 bloavezh heolel = 1,0307 bloavezh loarel). Abretoc’h-abretañ e krog pep bloavezh eta, e-keñver an heol : war-dro 11 devezh abretoc’h bep bloaz. Ur miz, forzh pehini e vefe, en em gav en-dro d’an hevelep koulz-amzer bep 33 bloaz.
Deroù an deiziadur muzulmat eo an Hijra, pa’z eas Mohammed hag e heulierien eus Mekka da Vedina er bloavezh 622 goude J.K.
Er bloavezh 638 e tivizas ar c’halif Omar (592-644) unvaniñ an deiziadurioù a oa en implij en amzer-hont e-touez ar pobloù muzulmat. Divizout a reas e vefe niverennet ar bloavezhioù adalek an Hijra, a oa c’hoarvezet d’ar 16 a viz Gouere 622 goude J.K. Deiz kentañ miz kentañ ar bloavezh kentañ eo an deiz-se (1 MuHarram 1 AH). An deiziadur muzulmat a reer anezhañ ivez deiziadur an Hijra, diwar anv tec’hadenn Muhammad eus Mekka. An deiziadoù, en deiziadur-se, a skriver alies gant ar berradur AH, a dalvez Anno Hegirae, da lavarout eo, e latin, "e bloavezh an Hijra".
Anvioù ar mizioù en deiziadur muzulmat
kemmañ(en arabeg emañ an anvioù-se p'eo an arabeg yezh sakr an Islam)
- Muharram ul Haram (krennet e Muharram) محرّم
- Safar صفر
- Rabi-ul-Awwal رابي
- Rab-ul-Akhir (pe Raby` al-THaany) رابي الثااني
- Jamadi-ul-Awwal جومادا
- Jamadi-ul-Akhir (pe Jumaada al-THaany) جمادي الثاني
- Rajab رجب
- Sha'aban شا
- Ramadhan رمضان
- Shawwal شوّال
- Dhul Qadah (pe Thw al-Qi`dah) دل كاداه
- Dhul Hijja (pe Thw al-Hijjah) دل هيجا
Anvioù deizioù ar sizhun
kemmañDiwallit, en arabeg e krog ar sizhun d'ar Sul.
- yaum al-ahad يوم الأحد (deiz kentañ, Sul)
- yaum al-ithnayna يوم الإثنين (eil deiz, Lun)
- yaum ath-thalatha' يوم الثُّلَاثاء (trede deiz, Meurzh)
- yaum al-arba`a' يوم الأَرْبعاء (pevare deiz, Merc'her)
- yaum al-khamis يوم الخَمِيس (pempvet deiz, Yaou)
- yaum al-jum`a يوم الجُمْعَة (deiz ar bodad, Gwener)
- yaum as-sabt يوم السَّبْت (Sadorn)
Diforc’hioù bihan pe vihanoc’h a zo etre ar broioù muzulmat. Disheñvel eo an deiziadur implijet er broioù arabek hag er broioù muzulmat all (Indonezia, Iran…). Abalamour d’an diforc’hioù-se e c’hell bezañ disheñvel deiziadoù ar gouelioù dre ar bed muzulmat.
Lakaat an deiziadur gregorian (AD) hag an deiziadur muzulman (AH) keñver-ha-keñver
kemmañ- AH = (AD – 622) x 1,0307
- AD = (AH + 641,0954) / 1,0307
Neuze :
- An 30 a viz Here 2006 eo ar 7 Shawwal 1427 AH.
- 1 MuHarram (deiz kentañ ar bloaz) 1429 AH a oa d’an 10 a viz Genver 2008.
|
|
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) An deiziadur muzulmat
- (de) Penaos tremen eus an deiziadur muzulmat d'an deiziadur gregorian
- (ar) (fr), (en)Deiziadoù gouelioù