[go: up one dir, main page]

Dehoù, pe dehou[1],[2],[3], a zo un tu, a eneber ouzh kleiz. Un doare reteriñ keñverel eo, da lavaret eo e cheñch hervez lec'h an dud hag an traoù, hervez ar fiñvadennoù a reont.

Doareoù reteriñ pennañ un den

Diwar-benn ar skritur

kemmañ

Kentañ meneg e henvrezhoneg[4] : « dehou » distaget /dehɔw/ moarvat.
E krennvrezhoneg e kaver deho, dechou[5], "dehaou"[6], hag ivez "deheu", "deou", "deo"[7].
Déou ha déhou a lenner e geriadur brezhoneg galleg ar ar Gonideg e 1850 ; deou e 1886 e geriadur Troude.
Gant Emglev ar skrivagnerien, e 1907, pa voe savet an doare-skrivañ KLT, ne veze skrivet nemet dehou, evel e Geriadur Vallée (1931).

Peurunvan

kemmañ

Abaoe deroù ar peurunvan, hag implij an "où", e kaver ar skrivad dehoù gant skrivagnerien ha kelaouennoù 'zo. Gallout a reer menegiñ ar gelaouenn Barr-Heol da skouer, pe skrivagnerien evel Maodez Glanndour[8]. Kavet e vez e Geriadur arnevez gallek-brezhonek Imbourc'h (1983)[9]. Kavet e vo un tammig diwezhatoc'h e-barzh geriadurioù implijet kaer evel Geriadur ar brezhoneg a-vremañ[10] (1992), ha Geriadur divyezhek brezhoneg galleg français-breton Mouladurioù Hor Yezh (1993), hag ivez geriadurioù arbennikoc'h evel Geriadur kembraeg-brezhoneg Rhisiart Hincks (1997)[11]. Ne gaver ket an dra-se gant geriadurioù Roparz Hemon, ar pezh n'eo ket souezh pa ne verk ket an tired boud war an "u" pa ne vez ket al liester, daoust d'an etimologiezh hag ar soniadouriezh[12]. Kement-se a zo bet heuliet gant geriadurourien evel Reun ar Glev, ma kaver Tu dehou (Coté droit) hag A-zehou (A droite)[13]. E labourioù all evel re Frañsez Kervella en e Yezhadur bras ar brezhoneg (1947)[14], pe c'hoazh e Geriadur brezhoneg An Here (2001), e reer gant en degouezhioù ma ne ra ket Roparz Hemon (gouloù, genoù…), met n'en greer ket evit "dehou".

E 2012

kemmañ

Savet ha peurechuet gant ar geriadurour Martial Ménard, ezel eus Kuzul skiantel Ofis ar Brezhoneg, e oa bet embannet an Dictionnaire français-breton gant an ti-embann Éditions Palantines : chomet e oa leal d'e oberennoù kent o tibab ar ger "dehou" da dreiñ an hini gallek "droite"...

E 2013

kemmañ

E Mezheven 2013 eo bet divizet gant kuzul skiantel Ofis Publik ar Brezhoneg degemer ar skrivad dehoù [15].
Daoust da se, e-barzh Lizher ur vaouez dianavez, An Alarc'h embannadurioù, trede trimiziad 2013, e lenner : war tu dehou va c'haldrav-skol, pajenn 21.

Embannet e oa bet an albom bannoù treset Ar C'hazh e Breizh e miz Here 2000 gant Casterman. Unangomzoù an dudenn bennañ a oa bet lakaet e brezhoneg gant an Tregeriad Divi Kervella, troour anavezet-mat e metoù ar brezhoneg. E-barzh unan eus lagadennoù ar bajenn 21 e c'haller lenn "EVIT GWELET DIRAK E SELLAN A-ZEHOU" hep n'en dije kavet pouezus an troour togañ lizherenn diwezhañ ar ger a-zehou d'an ampoent-se, evitañ da vezañ ezel eus... Kuzul skiantel Ofis ar Brezhoneg bremañ.

E 2016

kemmañ

E penn-kentañ 2016 e oa bet lakaet an Dictionnaire diachronique du breton enlinenn[16] gant Martial Ménard ; ennañ e kaver dehou adj., adv., prép. & m. adarre.

Merdeerezh

kemmañ

E merdeerezh e vez graet gant ar ger stribourzh, evit tu dehoù ul lestr.

Korf an den

kemmañ

An tu dehoù eus korf an den eo an tu ma n'emañ ket ar galon.

 
Bir o tiskouez an tu dehoù


Politikerezh

kemmañ

Graet e vez tu dehoù eus ar re a gustum sezañ e tu dehoù ur vodadeg, e-keñver ar c'hadoriad, enebet ouzh re an tu kleiz. Ur boaz deuet eus amzer ar Reveulzi c'hall ha ledet dre ar bed bremañ.

Roud-avel

kemmañ

A-wechoù e vez lavaret "dehoù" eus tu ar su, evel en droienn ar mor dehou, a gaver e korn-bro ar C'hab hag Enez-Sun dreist-holl[17].

E kembraeg ivez e talv ar ger de kement ha dehou (enebet ouzh chwith) ha kement ha kreisteiz (enebet ouzh gogledd neuze), hag an eilstumm deau zo kement ha dehou ivez. Ar ger-se eo a gaver en anv Deheubarth (Dehoubarzh e brezhoneg, da lavarout eo parzh an dehou, pe tolead ar c'hreisteiz).

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. En e Yezhadur bras ar brezhoneg, embannet e 1947, e veneg ar yezhadurour Frañsez Kervella an adverboù-lec'h a-gleiz, a-zehou, war-gleiz ha war-zehou du war wenn, e taolenn ar bajenn 311.
  2. Prientet e oa bet ar pemp levrenn eus Kontadennoù ar Bobl a-raok an embannadur anezhe gant Martial Menard, skoazellet gant Yann-Erwan Abalan, Iwan Gadored, Makoto Noguchi hag un tammig gant Divi Kervella : seizh gwech warn-ugent ec'h en em gaver gant ar skitur "dehou" enne ha gwech ebet gant hini "dehoù"...
  3. DROIT adj. (opposé à gauche) dehou; a-zehou. [...]. Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), 2012, pajenn 450a.
  4. hervez A Dictionary of Old Breton, gant Léon Fleuriot, e 1985.
  5. Catholicon Jehan Lagadeuc
  6. E Christmas Hymns In the Vannes dialect of Breton.
  7. Stummoù roet gant Geriadur istorel ar brezhoneg.
  8. Gwelet e droidigezh eus ar Bibl, Ar Pevar Aviel, Al Liamm, 1969, da skouer: «Unan en tu dehoù hag egile en tu kleiz» (Lukaz, 33) p.202.
  9. p. 73
  10. Skol Vreizh, ISBN 978-2-903313-41-8
  11. Mouladurioù Hor Yezh, p.57.
  12. Skrivañ a ra evel-se "goulou" (e-lec'h "gouloù"), genou (e-lec'h genoù)…
  13. er bajennad 970
  14. Skridoù Breizh: en daolenn 20 gouestlet d'an adverboù-lec'h, pajenn 311, e c'haller lenn a-zehou ha war-zehou.
  15. Divizoù hag erbedadennoù Kuzul skiantel Ofis Publik ar Brezhoneg: [1] (doare brezhonek) ha [2] (doare gallek), 26.06.2013
  16. Dictionnaire diachronique du breton.
  17. Ar mor dehou, trapenn emañ en tu dehou d'an enez Sun, Geriadur Brezhoneg Douarnenez, levrenn "Amzer, avel ha mor", p. 44-45, Per Denez, 1981, Mouladurioù Hor Yezh


Sellit ouzh ar ger dehou er
wikeriadur, ar geriadur frank.