Ar C'hab
- Evit implijoù all, gwelet Ar C'hab (disheñvelout).
Ar C'hab evel m'emañ distaget gant tud ar vro, pe ar C'hab-Sizun (Le Cap-Sizun e galleg) pa vez kaoz anezhañ e douaroniezh, e istor pe ez-ofisiel, a zo e penn pellañ Kerne hag a glot gant Kanton Pontekroaz.
Dont a ra e anv leun, diimplij bremañ e brezhoneg, eus anv Enez-Sun (diwar Sizun).
Douaroniezh
kemmañEn hanternoz emañ Bae Douarnenez, er c'hreisteiz emañ Bae Gwaien. Er reter emañ ar Vro-C'hlazik hag ar Vro-Vigoudenn. Er c'hornôg emañ Bae an Anaon, etre daou veg: Beg ar Raz ha Beg ar Vann; ha dirak Beg ar Raz emañ Enez-Sun.
Lec'h ar galloudoù
kemmañKantvedoù-pad e voe aber ar Waien, da vezañ komprenet evel ar Wazhienn(-vor), ur skoilh bras etre al lodenn vrasañ e gwalarn ha Ploeneg ha Mahalone gevred. Pontekroaz e penn an aber a voe lec'h ar c'henwerzh a, diouzh-se lec'h ar galloudoù. Gwaien, ur porzh pesketaerien bihan a-walc'h a-raok an 19vet kantved a zo aet da vezañ kreñvoc'h a-fed niver ar boblañs ha lec'hiadur ar servijoù publik
Kaper
kemmañ- Kaper ha Kaperien a vez graet eus gwazed ar vro. Ur Gapenn a vez lâret eus ur plac'h.
Kumunioù, kumuniezh kumunioù ha kanton kozh
kemmañKlotañ a ra kumunioù ar C'hab gant an 12 a zo e kanton Pontekroaz kozh a zo bet kendeuzet gant hini Douarnenez, met ne glot ket gant Kumuniezh kumunioù ar C'hab Sizun, pa n'hellas ket kumun Enez-Sun mont e-barzh, en abeg ma n'eus ket tailhoù lec'hel da vezañ rannet evit ar servijoù etrekumunel.
- Beuzeg-ar-C'hab ;
- Kledenn-ar-C'hab ; arservijoù kumuniezhel.
- Gwaien, a ro hec'h anv da Bae Gwaien ;
- An Eskevien ;
- Goulien ; (teuziet gantkanton Douarnenez)
- Enez-Sun, an enezenn dirak Beg ar Raz,
- Mahalon ;
- Koñforzh-Meilar ;
- Plougoñ, ma oa ur greizenn nukleel da vezañ savet a-raok 1981, e Feunteun an Aod; enni emañ Beg ar Raz
- Ploeneg ;
- Pontekroaz, ma oa ur c'hloerdi bihan kozh a voe lojet ennañ an archerien kaset da Blougoñ.
- Prevel.
Banniel
kemmañN'eus banniel ofisiel ebet evit ar c'horn-bro-se, koulskoude eo bet kinniget unan gant Mikael Bodlore-Penlaez. Ne reer ket kalz gantañ avat.
Lennegezh
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Serge Duigou ha Jean-Michel Le Boulanger, Cap-Sizun - Au pays de la pointe du Raz et de l'île de Sein, Éditions Palantines, 2005, 239 fajenn, ISBN 2-911434-45-5
- Corentin Parcheminou,La Révolution au fond du Cap-Sizun, 1935, adembannet en 2003 gant Le Livre d'Histoire-Lorisse, Paris, ISBN 2-84373-286-7 ;
- Paul Cornec, Pilleurs du Cap! Ar beñsearien er C'hab er XVIIIvet kantved, Editions du Cap Sizun, 2001, ISBN 2-9516122-1-4
- Paul Cornec,Le Couvent des Capucins d'Audierne, 1657-1795, Editions du Cap Sizun
- Hyacinthe Le Carguet, un passeur de mémoire en Cap-Sizun, kinniget gant Paul Cornec, Editions du Cap-Sizun Gwaien - ISBN 2-9516122-3-0, 332 bajenn.
- Paul Cornec,Audierne et le Cap-Sizun sous la Révolution, Editions du Cap Sizun, 2011