[go: up one dir, main page]

Ar .44 Russian, anvet ivez .44 S&W Russian, zo ur munision armoù-dorn ennañ poultr du savet gant an embregerezh stadunanat Smith & Wesson e 1870. Ijinet e voe diwar c'houlenn Alexander Gorloff, ur c'hannad rusian er Stadoù-Unanet, a varc'hatae evit sinañ ur gevrat da bourvezañ arme Impalaeriezh Rusia gant revolverioù Smith & Wesson Model 3, hep bezañ kendrec'het gant perzhioù teknikel 'zo eus ar gartouchenn .44 S&W orin a gaved en arm koulskoude. Ur wech kemmet ar gartouchenn ha krouet ar .44 Russian e voe gwerzhet 131.000 skouerenn eus ar revolver da Rusia[1]. Betek donedigezh ar .44 Special deveret anezhi e 1907 e oa ar gartouchenn c'halloudus prizietañ evit an armoù-dorn er Stadoù-Unanet[2].

.44 Russian
Skeudenn ar pennad .44 Russian

Ur gartouchenn .44 Russian
Perzhioù
Kalibr .44
Doare korf an douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 10,9 mm
Ø kolier 11,6 mm
Ø korf an douilhez 11,6 mm
Ø strad 13,1 mm
Tevder ar strad 1,5 mm
Hirder an douilhez 24,6 mm
Hirder ar gartouchenn 36 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 16 g
Tizh mont e-maez V0 230 m/s
Energiezh ar vannadell 420 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) Tuolumne Lawman, Smith & Wesson's #3, Colt's Biggest Rival in the Old West, diellet (lennet d'ar 24/08/2024)
  2. (en) MUSHIAL Gregory J., 44 S&W Russian (lennet d'ar 24/08/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan