Kartouchenn (arm-tan)
Ur gartouchenn zo ur seurt munision a dalvez da gargañ an armoù-tan. Mont a ra d'he ober : ur garg poulzañ gant poultr, ur vannadell pe meur a hini (drajez, bolod), hag un emors paket e traoñ ur gronn metal anvet douilhez graet a-ratozh da vont klok e-barzh kambr ur c'hanol arm-tan. An douilhez, war-bouez he foñs, a c'hall bezañ savet e metal pe e plastek ; gwechall e c'halle bezañ e paper. Pal ur gartouchenn zo dougen ha maneañ en un doare aes ha prim peadra da dennañ gant un arm-tan[1]. Betek fin an XIXvet kantved, ar poultr du e oa an danvez-tarzh a veze implijet ar muiañ met kemeret eo bet e lec'h hogos dalc'hmat abaoe gant kenaozadurioù poultr divoged a-vremañ.
Ar c'hartouchennoù zo un niver a seurtoù hag a ventoù dezhe hag a vez fardet peurliesañ da labourat evit pep a seurt armoù-tan resis. O muzulioù zo anavezet en un doare etrebroadel gant aozadurioù evel ar CIP, ar pezh a ro tu da ober gante e armoù savet gant embregerezhioù pe tud disheñvel. Bezañ zo ivez seurtoù kartouchennoù ispisial a vez savet evit kavout un efed resis, hag a vez implijet e degouezhioù 'zo hepken, evel el lazhtioù loened da skouer. Peurliesañ e vez merkoù pe livioù ispisial war ar c'hartouchennoù da sikour anavezout anezhe ha da viret na vefe implijet ar c'hartouchennoù dre zegouezh pe en un doare fall.
Gallout a reer rummata ar c'hartouchennoù hervez ar seurt emors a implijont. Hiziv an deiz emañ an emors e-kreiz ar strad pe war e zro. Gwezhall e oa seurtoù emorsoù all zo aet diwar implij hiziv.
Kenderc'hel a ra ar broduerien hag an armeoù da glask sevel kartouchennoù hep gronn da zerc'hel an elfennoù a-gevret. Implijet e vez a-wezhioù meizad ar c'hartouchennoù er c'hanolierezh evel en armoù bihan. E degouezhioù all e vez dispartiet ar vannadell diouzh ar garg poulzañ.
Istor
kemmañWar-dro 1450 e weler ar c'hentañ "kargouzennoù" e diaraog ar c'hartouchennoù, anezhe muzuliadoù poultr prientet en a-raok e-barzh un tamm gwiad pe parch, hag an "abostoloù" a oa heñvel o roll met fardet e prenn, war-dro 1480. Ar c'hartouchennoù a grogas da vezañ implijet er XVvet kantved.
Implijet e oant gant soudarded Kristian Iañ, dilenner Saks ha e vab e diwezh ar XVIvet kantved[2][3] met armerezh Dresden he deus prouennoù eus o implij ken abred ha 1591[4][2]. Capo Bianco a skriv e 1597 e veze implijet kartouchennoù paper abaoe pell gant soudarded Rouantelezh Naplez. Er XVIIvet kantved e oant en implij e pep lec'h en Europa[2]. Kartouchenn 1586 a oa anezhi ur garg poultr du hag ur bolod en ur gartouchenn baper. Hervez ur vammenn all e voe implijet ar c'hartouchennoù adal 1590[5]. Ar roue Gustav Adolf Sveden hag e soudarded a rae gant kartouchennoù er bloavezhioù 1600[6]. Ar c'hartouchennoù a oa e stumm kranennoù a oa gweet ar paper anezhe e pep penn. Edo ar bolod en ur penn, ha leuniet e oa ar peurrest gant poultr[7]
Implijet e veze ar seurt kartouchennoù gant armoù brezel karget dre beg ar c'hanol, aliesoc'h evit gant armoù chase moarvat. Roget e veze diazez ar c'hartouchennoù gant an dorn pe an dent gant ar soudarded, ha fennet e oa ar poultr er c'hanol. Goude-se e oa sanket ar paper hag ar bolod hed-ha-hed ar c'hanol[8]. Da vare Brezel diabarzh ar Stadoù-Unanet e oa sañset ar soudarded teurel kuit ar paper, implijet e veze alies avat da stoufañ ar c'hanol[9]. Da elumiñ ar garg e oa ret implijout ur poultr tanavoc'h e c'hreunennoù a dalveze da lakaat gwikefre an arm da vont en-dro.
Daveennoù
kemmañ- ↑ Sparano, Vin T. (2000). "Cartridges", The Complete Outdoors Encyclopedia. Macmillan. 37 p. ISBN 978-0-312-26722-3.
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 Greener, William Wellington (1907), "Ammunition and Accessories.–Cartridges", The Gun and Its Development, Cassell, pp. 570, 589, <https://books.google.com/books?id=3HMCAAAAYAAJ>. Retrieved on Patrom:Date
- ↑ (2013) The Art of Chivalry: European Arms and Armor from the Metropolitan Museum of Art. 174 p. ISBN 978-0300199413.
- ↑ (1928) "The Rudolph J. Nunnemacher Collection of Projectile Arms". Bulletin of the Public Museum of the City of Milwaukee 9
- ↑ U.S. Army (September 1984), Military Explosives, Technical Manual, Department of the Army, TM 9-1300-214, p. 2-3, stating "1590. Kartouchennoù gant bolod ha poultr war un dro a veze implijet evit armoù bihan."
- ↑ U.S. Army, Military Explosives, 1984, pp. 2–3 a ra anv eus ar prantad 1611–1632 hag a zisklêr e oa kresket ar feur tennañ gant ar c'hartouchennoù nevez e-pad ar Brezel Tregont Vloaz.
- ↑ Sharpe, Philip B. (1938), "The Development of the Cartridge", The Rifle in America, New York: William Morrow, pp. 29–30.
- ↑ Greener, 1907, p. 570
- ↑ Sharpe, 1938, p. 30