[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Horatius

Eus Wikiarroud
Horatius

Quintus Horatius Flaccus (8 a viz Kerzu 65 KJK — 27 a viz Kerzu 8 KJK, barzh roman.

Skridoù

[kemmañ]
Saturae, 1577

Flemmganoù

[kemmañ]

Sermones, embannet e div lodenn e 35 KJK ha 29 KJK.

Rouez e kaver den hag a lavar en deus bevet ur vuhez evurus, hag a c'hallfe, laouen gant e vuhez, en em dennañ eus ar bed evel ur c'houviad bet e walc'h gantañ.

Inde fit, ut raro, qui se vixisse beatum dicat et exacto contentus tempore vita cedat uti conviva satur, reperire queamus[1].


Barzhoniezh

[kemmañ]

Ars poetica (Epistula ad Pisones), embannet war-dro 13 KJK.

Ar menezioù a wilioudo, hag ul logodenn dister a vo ganet.

Parturient montes, nascetur ridiculus mus[2].

Linenn 139.


Ar Vuzenn a roas da dud Hellaz o zemz-spered, a roas tro dezho da gomz gant tonioù uhel, pa ne c'hoantaent nemet meuleudi[2].

Grais ingenium, Grais dedit ore rotundo Musa loqui, præter laudem nullius avaris.

Linenn 323.

Orin ar c’hrennlavar Bis repetita placent (plijout a ra an traoù adlavaret div wech).


Pep mouezh a c’hounez an hini a vesk gounid ha plijadur, o plijout d’al lenner hag oc’h en kelenn war un dro[2].

Omne tulit punctum qui miscuit utile dulci, lectorem delectando pariterque monendo.

Linenn 343.


Evel al livadurezh e vez barnet ar varzhoniezh. Fromañ a raio ac’hanout ul livadur gwelet a-dost, hag un all, a-bell. Karout a ra an eil an hanterzeiz, egile fell dezhañ bezañ sellet outañ er gouloù splann ha n’en deus ket aon rak lagad lemm ar barner ; plijet en deus an eil ur wech, egile a blijo dek gwech[2].

Vt pictura poesis; erit quae, si propius stes, te capiat magis, et quaedam, si longius abstes; haec amat obscurum, uolet haec sub luce uideri, iudicis argutum quae non formidat acumen; haec placuit semel, haec deciens repetita placebit.

Linenn 375.

Orin ar c’hrennlavar Bis repetita placent (plijout a ra an traoù adlavaret div wech).


Telennganoù

[kemmañ]

Carmina (war-dro 23 KJK).

Tec’hel a ra an amzer griz. Krog en deiz, kred an nebeutañ posubl en deiz war-lerc’h.

Fugerit invida Aetas: carpe diem, quam minimum credula postero[3].

Linenn 7-8.


Daveoù

[kemmañ]
  1. (la) Sermones, levrenn Ⅰ, Horatius, pennad 1, linennoù 117-119 — Lenn war ar Wikimammenn.
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (la) Ars poetica, Horatius — Lenn war ar Wikimammenn.
  3. (la) Carmina, levrenn Ⅰ, Horatius, pennad 11 — Lenn war ar Wikimammenn.