[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Zombi

Eus Wikipedia
Ur strollad zombied

Ur zombi (galleg Haiti: zombi, kreoleg Haiti: zonbi) zo un dudenn bev-marv ijinet ha krouet dre advevañ ur c'horf-marv. Ar zombied zo bet dreistbrudet gant ar filmoù spont hag ar moliac'h. Ar ger zo deuet a-ziwar an hengounioù-pobl eus Haiti. Eno ur zombi zo korf un den marv lakaet da vevañ en-dro goude lidoù hud du. Hervez an taolennadur a-vremañ n'eo ket mui dre ret implij ul lid hud hag a lak un den marv da zistreiñ e stumm ur zombi. Doareoù lies a zo bet lakaet war-raok evel un douger yac'h, skinoù derc'hanel, kudennoù spered, flemmadennoù loened douarel pe maez egorel, ur bilimadur, gwallzarvoudoù skiantel pe milourel...