Timbroù Ruanda-Urundi
Goude ar Brezel-bed kentañ e kollas Bro-Alamagn he zrevadennoù tramor en Afrika, en Okeania hag er Reter Pellañ. Fiziet e voe gant Kevre ar Broadoù an tiriadoù-mañ e Bro-Saoz, Bro-C’hall, Belgia, Zeland Nevez hag Aostralia.
Tiriadoù ar Ruanda (Rwanda bremañ) hag an Urundi (Burundi bremañ) a voe fiziet o melestradurezh e Belgia gant Kevre ar Broadoù e 1923, dre ma oant bet aloubet gant arme ar Stad-mañ etre 1916 ha 1922. Ur rann eus Afrika ar Reter alaman e oa a-ziaraok.
Timbroù Kongo Velgia a vez implijet, warno e oa bet dreistmoullet "EST AFRICAIN ALLEMAND OCCUPATION BELGE / DUITSCH OOST AFRIKA BELGISCHE BEZETTING" e galleg hag e nederlandeg. E 1916 c’hoazh e kaver dreistmoulladurioù “KIGOMA”, diouzh anv ur gêr e Tanzania a-vremañ.
E 1931 hepken e oa krog melestradurezh ar postoù da embann timbroù gant anv ar Ruanda-Urundi. Ar pemzek timbr a vent etre, unliv, a ro deomp da anavezout tudennoù ar vro : brezelourien Watuzi, dañsourien Mututsi, marc’hadour podoù-laezh. Heuliet e vo ar rummad-se gant daou dimbr moullet evit enoriñ marv ar Roue Albert e 1934 ha marv ar rouanez Astrid e 1936. Un eil rummad heverk a 22 dimbr a voe embannet e 1943.
E 1946 e teuas ar Ruanda-Urundi da vezañ un “Tiriad dindan ward” (Trust territory e saozneg) gant Aozadur ar Broadoù Unanet. War-bouez ar 5 timbr savet e-kerzh iliz-veur Usumbura e 1961, an holl dimbroù zo savet war batrom re Kongo Velgia gant ur meneg RUANDA-URUNDI avat. War-dro 77 timbr liesliv a voe embannet etre 1948 ha 1961.
Tamm-ha-tamm e savas ar bobl evit goulenn he frankiz. Dizalc’h e voe e 1962, ha krouet e voe div stad : Republik Rwanda ha Rouantelezh Burundi.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Stanley Gibbons Stamp Catalogue: North East Africa. London: Stanley Gibbons, 2013, pp. 257-261. ISBN 9780852598764
- Ruanda-Urundi | Stamps and postal history | StampWorldHistory"