[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Timbroù Brunei

Eus Wikipedia
Timbr ar bloaz 1906
Ar stêr Kampong (1924)

Emañ Brunei war aod kornôg enez Borneo, e Gevred Azia, bevennet gant Stad valaysian Sarawak ha tost ouzh hini Sabah. Ur sultanelezh eo, dizalc’h abaoe ar 1añ a viz Genver 1984, goude bezañ bet gwarezvro ar Rouantelezh Unanet etre dibenn an XIXvet kantved ha 1984.

Lesanvet e voe Star and Crescent (‘’’Steredenn ha kreskloar’’’) ar rummad timbroù embannet e 1895 hag implijet e Brunei, Labuan ha Sarawak nemetken. Timbroù ar postoù lec’hel int neuze, na gaver roud anezho nemet e katalogoù zo.

E 1906 e teuas er-maez timbroù Labuan moullet BRUNEI warno.

E 1907 e voe embannet un rummad gant ar meneg BRUNEI POSTAGE & REVENUE, o tiskouez ur vag war ar stêr Brunei. Betek 1949 e voe advoullet an hevelep patrom gant talvoudoù-gwerzh ha livioù disheñvel a vloaz da vloaz.

"Gouarnamant Impalaerel Japan" (1942)
Timbr ar bloaz 1945

An Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aloubet e voe Brunei gant nerzhioù Japan adalek miz Genver 1942 betek an dieubidigezh e miz Kerzu 1945. E-pad an aloubadeg e voe implijet timbroù Brunei dreistmoullet e japaneg hag ivez timbroù eus Japan.

Goude an dieubidigezh e voe implijet timbroù Norzh Borneo ha Sarawak gant BMA (Melestradurezh vilourel Breizh-Veur).

Ar Sultan Omar Ali Saifuddin (1952)
Ar Sultan Hassanal Bolkiah (1968)

Daoust d’ar vro bezañ dindan levezon ar Rouantelezh Unanet ne weler biskoazh poltred Elesbed II war an timbroù met hini ar Sultan Hassanal Bolkiah adalek 1968. Buhez an tiegezh Windsor a veze danvez timbroù lies avat : deiz-ha-bloaz eured ar rouanez, eured ar Priñsez Anne gant Mark Philips, 25vet deiz-ha-bloaz kurunamant ar rouanez… Kalz timbroù a veul ar stourmoù evit ar yec'hed (a-enep ar SIDA, ar butun, an drammoù, evit ar “familhoù evurus”…), a vrud loened ha plant ar vro (baoted, lapoused…), an aozadurioù etrebroadel (Unvaniezh Postoù ar Bed, Kevredigezh Broadoù Gevred Azia…). Ha ne vez ket disoñjet deiz-ha-bloaz ar Sultan…

Adalek ar bloaz 1980 e lenner anv ar vro el lizherenneg latin hag arabek, kichen-ha-kichen. Goude ar 1añ a viz Genver 1984 ez eus bet embannet gant Brunei timbroù warno an enskrivadur “Brunei Darussalam”.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]