[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

TP-82

Eus Wikipedia
TP-82
Skeudenn ar pennad TP-82

Ur bistolenn TP-82 gant he lamm-vachete
Kinnig
Bro URSS
Mont en-dro Pistolenn tri c'hanol da wintañ
Munisionoù
Produer Uzin armoù Toula
Mare-produiñ 1982 - 1987
Skouerennoù produet Etre 30 ha 100 hervez ar mammennoù
Mare implij 1986 - deroù ar XXI kantved
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn, gant he lamm) 2,4 kg
Hirder 360 mm (670 mm gant he lamm)
Hirder ar c'hanol 300 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek Etre 20 ha 30 m (evit ar c'halibr 40)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An TP-82 (rusianeg : трёхствольный пистолет, pistolenn tri c'hanol) a zo un arm-dorn dreistvevañ savet e 1981 e arsanailh Toula (URSS) evit an egoraerien soviedel.

E miz Meurzh 1965 e oa distro an egoraer Aleksei Leonov eus an droiad Voshkod 2, met douaret e oa e glozenn egor e Siberia, pell diouzh ar skipailhoù a oa da gerc'hat anezhañ. D'ar poent-se e veze kaset pistolennoù damaotomatek Makarov evit dreistvevañ en natur betegoût e vije c'hoarvezet un darvoud a seurt-se gant an egoraerien. Leonov a remerkas e oa re wan ar Makarov evit talañ ouzh al loened bras a gaver e koadeier Siberia, bleizi, arzhed, tigred hag all[1].

Un TP-82 diskouezet en ur mirdi e Sant-Petersbourg, e-kichen ar gourizad kartouchennoù pourveziet asambles ganti. He lamm doare machete a zo staget outi.

E 1971 e weladennas Leonov uzin armoù Toula, ha kontañ a reas e istor en embregerezh. E 1981 e voe savet un arm nevez eno, hag a voe asantet en ur mod ofisiel e 1982 evit an egoraerien[2]. Ur bistolenn da wintañ e oa, dezhi daou ganol kalibr 40 (12,5 × 70 mm) evit chaseal a-dost loened bihan pe etre, hag ur ganol all kambret e 5,45 × 39 mm (munision an AK-74) evit gellet tennañ pelloc'h pe war loened brasoc'h[1]. Choazet e voe ur sistem adkargañ dre zorn abalamour dezhañ bezañ fiziaploc'h evit hini ar sistemoù damaotomatek e hin yen Siberia. Gellet a rae ivez an arm tennañ fuzeennoù-argoll diouzh an ezhomm. Ul lamm a c'halle bezañ staget ouzh an TP-82, hag a oa enni ur machete evit troc'hañ koad[2].

Implijet e voe an TP-82 adalek 1986 ha betek deroù ar XXI kantved. Etre 30 ha 100 skouerenn anezhi a voe produet etre 1982 ha 1987 hervez ar mammennoù. Bremañ e vez choazet gant pep egoraer rusian peseurt arm-dreistvevañ e fell dezhañ kas gantañ, met war a seblant e vefe dilezet an TP-82 evit pistolennoù damaotomatek standartoc'h ha modernoc'h[1].

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) PIKE Travis, TP-82 Cosmonaut Survival Pistol: Russia’s space gun (diellet), Sandboxx, 19/01/2022 (lennet d'an 30/10/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (en) Astronaut survival weapons: TP-82 pistol, Topwar, 28/11/2013 (lennet d'an 30/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan