Ruzante
- Un den a c'hoariva hep e bar eus ma bro, nebeut anavet ... betek en Italia. Met hep douetañs ar meurañ skrivagner-c'hoariva a zo bet gwelet en Europa da vare an Azginivelezh a-raok donedigezh Shakespeare. Eus Ruzzante Beolco emaon o komz, ma brasañ mestr, war un dro gant Molière: entrambi attori-autori, entrambi sbeffeggiati dai sommi letterati del loro tempo. Disprizetdreist-holl dre ma tougent war al leurenn ar vuhez pemdez, dizesper laouen an dud vunut, pilpouzerezh ha spocchia an dud c'halloudek, an direizhded zo bet a viskoazh. Dario Fo, priz Nobel al lennegezh.
Angelo Beolco, lesanvet Ruzante pe Ruzzante, a oa ur skrivagner c'hoariva italianek eus ar XVIvet kantved, bet ganet (war-dro 1496) e Pernumia (pe e Padova) ha marvet (d'ar 17 a viz Meurzh 1542) e Padova, hag unan eus krouerien Commedia dell arte, rak c'hoari e oberennoù a rae ivez.
N'eo ket e yezh Firenze e skrivas avat, met en hini Venezia. En e bezhioù, komediennoù diwar-benn buhez an dud diwar ar maez, e vez ur c'houer anvet « Ruzzante ».
En 1997, pa voe roet Priz Nobel al Lennegezh da zDario Fo, e komzas ar skrivagner eus Ruzzante, ar « brasañ mestr gant Molière » emezañ, evel eus brasañ skrivagner ar c'hoariva en amzer an Azginivelezh. « Un den a c'hoariva ha n'eus ket par dezhañ em bro, nebeut anavezet... en Italia zoken. Ar brasañ skrivagner evit ar c'hoariva en Europa a-raok donedigezh Shakespeare »
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa bet e Padova, mab bastard e oa d'ar medisin Giovan Francesco Beolco, kelenner e skol-veur medisinerezh Padova. Mignon e oa da Alvise Cornaro, perc'henn pinvidik ha lenneg, kar a bell, savet gantañ skridoù diwar-bouez al labour-douar hag an tisaverezh.
Lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Riviera Tito Livio 45, e Padova, ez eus ur c'hoariva dediet d'ar "Ruzante".
E oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dizemglev zo bet alies diwar-benn bloaziañ e oberennoù, dreist-holl etre an daou imbourc'her Ludovico Zorzi, ha Giovanni Calendoli.
Deiziad | Opera | Notenn |
---|---|---|
1517 - 1520 | La Pastoral | 1518. |
1521 | Prima orazione | |
1522 - 1524 | Lettera giocosa | |
1524 - 1525 | Bertia | |
1528 | Seconda orazione | |
1529 | Dialogo facetissimo | |
1529? | Primo Dialogo de Ruzante | |
1529? | Moscheta | Tri skrid zo eus an oberenn, unan eus 1530-31, unan all eus 1531 . |
1530? | Secondo Dialogo de Ruzante (pe Bilora) | |
1531-1532? | Fiorina | |
1532? | Piovana | |
1533? | Vaccaria | |
1536 | Lettera all'Alvarotto | Kentoc'h 1537 more veneto |
- N'ouzer ket pegoulz e voe savet L'Anconitana avat. Hervez Zorzi e vije etre 1522 ha 1526, hervez Calendoli e vije war-lerc'h 1528.