[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Reinickendorf

Eus Wikipedia
Lec'hiadur 12vet arondisamant
Ardamez an arondisamant

Reinickendorf eo 12vet arondisamant (Bezirk) Berlin. E norzh Berlin emañ, tost ouzh pastell-vro Oberhavel, e Land Brandenburg.

  • Gorread : 89,5 km²
  • Poblañs : 241 751 annezad (31/07/2007), da lavaret eo 2 702 annezad/km².

Anv a zo eus lod brasañ karterioù an arondisamant abaoe ar Grennamzer : Reinickendorf, Tegel, Borsigwalde, Konradshöhe, Tegelort, Heiligensee, Frohnau, Hermsdorf, Waidmannslust, Lübars, Wittenau. Staget int bet ouzh Berlin da vare krouidigezh Berlin Veur e 1920, ha lakaet da vezañ pastelloù-bro war un dro. E 1898 e voe staliet sez Borsig e Reinickendorf.

Etre 1945 hag unvanidigezh Alamagn e oa ar bastell-vro en tu kornôk, dindan ar C'hallaoued. Ar geoded nevez anvet Märkisches Viertel a zo bet savet e 1963.

Goude adreizhadenn 2001 eo deuet ar bastell-vro da vezañ un arondisamant, hep ma vefe cheñchet he bevennoù.

Unan eus karterioù koadekañ Berlin eo. Treuzet eo gant ar stêr Havel, hag ennañ e kaver ivez unan eus lennoù brasañ Berlin : lenn Tegel eo (408 hektar). Chomet eo ur c'harter-annez, memes maz' eus bet savet ur c'harter nevez, 'Märkisches Viertel' e anv, er bloavezhioù 1970. Aerborzh brasañ Berlin eo hini Berlin-Tegel « Otto Lilienthal ».

Abaoe adreizhadenn 2001 eo rannet Reinickendorf e 10 karter(Ortsteil):

  • 1201 Reinickendorf
  • 1202 Tegel
  • 1203 Konradshöhe
  • 1204 Heiligensee
  • 1205 Frohnau
  • 1206 Hermsdorf
  • 1207 Waidmannslust
  • 1208 Lübars
  • 1209 Wittenau
  • 1210 Märkisches Viertel

Kastell Humboldt e Tegel, bet perc'hennet gant ar vreudeur Wilhelm von Humboldt (Ministr Prusia an deskadurezh) hag Alexander von Humboldt (denelour hag ergerzher).

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.