Rannfrazenn adverb
Er yezhoniezh e vez implijet an termen rannfrazenn adverb pe sintagm-adverb (saoz: adverbial phrase) evit komz eus ur rannfrazenn ganti un adverb da benn anezhi.
E pep rannfrazenn adverb e c'hell bezañ ouzhpenn un adverb, ma vez graet "adverboù kreñvaat" ouzh ar re ouzpennet d'an adverb pennañ. E brezhoneg e vez implijet lostgerioù alies, da lâret eo morfemennoù stag kentoc'h evit leksemaoù emren, evit ober diouzh seurt elfennoù kreñvaat, da skouer :
- Adverb pennañ
- redeg buan a rae
- Adverb kreñvaat
- redeg buan-tre a rae
Pennañ eo an adverb buan er frazennoù skouer-mañ rak bez' e c'heller tennañ kuit an adverb kreñvaat a eil-renk -tre hep ma teufe ar frazenn da vezañ amreizh e-keñver yezhadur ar brezhoneg met n'heller ket lemel kuit an adverb buan, da skouer :
- *redeg tre a rae
Talvezout a ra ar rannfrazennoù adverb da doareañ pe spisaat ster ur verb pe ur rannfrazenn verb pe c'hoazh un islavarenn pe ur frazenn a-bezh.
E brezhoneg ne vez ket diforc'het atav stumm un anv-gwan diouzh hini un adverb, keñveriit da skouer :
- Adverb
- Anv-gwan