[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Rainis

Eus Wikipedia
Delwenn Rainis e Daugavpils

Rainis eo anv-pluenn Jānis Pliekšāns (11 a viz Gwengolo 1865 - 12 a viz Gwengolo 1929), ur skrivagner eus Latvia, barzh, troer ha politiker. Unan eus brasañ skrivagnerien Latvia eo ha lesanvet eo bet "Goethe Latvia".

Goude studioù war ar gwir e Skol-Veur Sant-Petersbourg e labouras evit kazetennoù hag en em lakaas da sevel oberennoù lennegel (barzhonegoù, pezhioù-c'hoari, romantoù). Treiñ a reas skridoù diwar an alamaneg ivez, evel "Faust" gant Goethe. E skridoù o devoe ul levezon vras war al latveg skrivet ha war ar vroadelouriezh latviat. Ur politiker e voe ivez, ezel eus Strollad sokial-demokrat Latvia, betek e varv.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.