Rouantelezhioù Norge
Rouantelehioù bihan Norvegia (norvegeg: Småkongedømme i Norge) a reer eus an 29 domani a oa er vro a-raok ma vije unvanet gant ar roue Harald ar Melegan er bloaz 872.
Domanioù politikel e oant, lod anezho ker bihan hag ur gêriadenn, melestret gant ur penn dilennet hervez al lezennoù gladdalc'hel german a oa un hêrezh eus an Impalaeriezh roman hag eus an Iliz kristen.
Dibabet gant ar boblañs e veze ar pennoù kentañ ; buan avat e voe hêrezhel ar garg, met pep penn nevez a ranke kaout asant ar bobl kent ren. Teir c'harg a zeue gant an titl : bout barner dirak bodadegoù ar boblañs, bout beleg pa veze aberzhioù relijiel ha bout pennkadour pa veze brezel.
Dre m'eo ar skridoù anvet kongesagaer e norvegeg, "sagaoù ar rouaned", bet savet adalek an XIIvet kantved betek ar XIVvet kantved — da vihanañ 200 vloaz goude marv Harald Iañ ar Melegan — ar mammennoù nemeto a zo deuet betek ennomp, den ne oar resis pet rouantelezh vihan a oa, petra e oa titl ar pennoù e gwirionez, na pelec'h edo bevennoù an domanioù-se.
-
E-tro ar bloaz 820
-
E-tro ar bloaz 860
-
E-tro ar bloaz 872
-
E-tro ar bloaz 930
-
E-tro ar bloaz 1000
-
E-tro ar bloaz 1020
Setu amañ ul listenn, diglok dre ret neuze, eus ar rouantelezhioù bihan a zo anavezet, gant anvioù ar pennoù pa'z eus bet kavet meneg anezho ; lod eus ar pennoù-se zo mojennel pe hanter vojennel avat : e lizherennoù stouet emañ o anvioù ; lod pennoù a renas war veur a zomani.
- ◆ Agder
- Harald Agder • Vikar, e vab • Haral Vikarson, mab Vikar • Bjæring[1] • Vigbrand fra Agder, e-tro 690 • Herbrand Vigbrandsson • Kisa • Harald Granraude († 815) • Åsa Haraldsdottir, e verc'h, a renas war e lerc'h betek 838 • Halfdan Svarti[2], tad Harald ar Melegan, adalek 838 • Kjotve den Rike[3] • Harald Grenske, ren 976-987
- ◆ Fjordane / Firda/ Firdafylke
- Olav breur Anund Yngling • Audbjørn
- Dale-Gudbrand
- ◆ Hadeland
- Höd • Halfdan Hvitbeinn
- Saeming, mab Odin • Thrand, e vab • Gudlog • Eystein • Halfdan • Håkon Grjotgardsson (c. 860 – c. 920)[4]
◆ Hedmark
- Halfdan Hvitbeinn • Sigtryg Eysteinsson • Eystein Eysteinsson, breur Sigtryg • Halfdan Svarti[5]
- Alrek Eiriksson, e deroù ar VIIvet kantved • Hrolf / Bergi Svåsason • Solvi Hrolfson • Kaun Solvason • Eirikr Roue Hordaland[6]
- ◆ Lade (kontelezh)
- Hákon Grjótgarðsson, kentañ kont Lade, c.860 – c. 920[4] • Sigurðr Hákonarson[7] • Hákon Sigurðarson[8] • Sveinn Hákonarson[9] • Hákon Eiríksson[10]
- ◆ Orkdalen
- Gryting (c. 870)
- ◆ Ranrike
- Tryggve Olafsson (betek 963)
- ◆ Raumarike
- Sigurd Hring, VIIIvet kantved • Ragnar Lodbrok, idem • Halfdan Hvitbeinn • Eystein Halfdansson, e vab • Halvdan den Milde, e vab • Gudrød Veidekonge, e vab • Sigtryg Eysteinsson • Halfdan Svarti, mab Gudrød
- ◆ Ringerike
- Raumr an Henañ • Halfdan an Henañ • Sigurd Syr
- ◆ Rogaland
- Gard • Rugalf Gardsson, e vab[11] • Ogvald Rugalfsson[12] • Ingjald Ogvaldsson[13] • Jossur Ingjaldsson[14] • Hjor Jossurasson[15] • Hjorleif Hjorsson[16] • Halfur Hjorleifsson • Hjor Halfsson[6] • Sulke[6] • Geirmundur Hjorarsson
- ◆ Romsdal
- Raum an Henañ • Jötunbjörn the Old, e vab • Raum • Hrossbjörn • Orm Skjelamoli • Knatti • Thórolf ha Ketill Raum[17]
- ◆ Sogn
- Harald Gullskjegg[18]
- ◆ Solør
- Halfdan Hvitbeinn
- ◆ Telemark
- ◆ Toten
- Halfdan Hvitbeinn
- Håkon Grjotgardsson
- ◆ Vestfold
- (Sigtryg Vetteland)[19] • Eirik Sigtrygsson[19] • Agnar Eiriksson[19] • Eirik Agnarsson • Halfdan Hvitbeinn[20] • Eystein Halfdansson[21] • Halfdan the Mild, e vab • Gudrød Veidekonge[22] • Halfdan Svarti[22] • Olaf Gudrødsson[23] • Ragnvald Heidumhære • Bjørn Farmann • Olaf Haraldsson Geirstadalf, e vreur • Harald Gudrødsson Grenske[24]
- ◆ Vestmar
- Dag Glumra
An dachenn ma voe diazezet Oslo e-tro ar bloaz 1049 eo Vingulmark.
- Gudrød Veidekongei[22],[25] • Alfgeir • Gandalf Alfgeirsson • Halfdan Svarti[22] • Olaf Haraldsson • Tryggve Olafsson • Harald Gudrødsson Grenske[24] • Svein Alfivuson (1030–1035)
- ◆ Viken
- Sigurd Áslaugsson[26]
- ◆ Voss
- Skilfir • Skjöld • Eirík • Alrek • Eirík • Alrek • Víkar • Vatnar • Ímald hag Eirík
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (is) 'Norske kongers chronica'. Kavet : 04 Kerzu 2021.
- (en) 'Heimskringla; Or, The Chronicle of the Kings of Norway by Snorri Sturluson'. Kavet : 04 Kerzu 2021.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ur pennkadour hepken e oa marteze.
- ↑ "Halfdan an Du"
- ↑ "Kjotve ar Pinvidig"
- ↑ 4,0 ha4,1 Ur c'hevreded da Harald Iañ ar Melegan.
- ↑ A renas war an hanter eus Hedmark goude trec'het Sigtryg hag Eystein.
- ↑ 6,0 6,1 ha6,2 Dibenn an IXvet kantved
- ↑ Ur c'huzulier da Haakon Haraldsson "ar roue mat", roue Norvegia 934-961.
- ↑ A renas de facto war Norvegia etre 975 ha 995.
- ↑ Gouarnour ur rann eus Norvegia dindan ren Olof Skötkonung (c. 995-1022).
- ↑ Gouarnour Norvegia dindan ren Knut Meur (1016-1035).
- ↑ Deroù ar VIIvet kantved.
- ↑ Kreiz ar VIIvet kantved.
- ↑ Deroù an VIIIvet kantved.
- ↑ Kreiz an VIIIvet kantved.
- ↑ Deroù an IXvet kantved.
- ↑ Eil hanterenn an IXvet kantved.
- ↑ Mibien Orm Skjelamoli eo Thórolf ha Ketill er saga Vatnsdæla.
- ↑ "Harald e varv alaouret", a renas er bloavezhioù 800.
- ↑ 19,0 19,1 ha19,2 Snorri Sturlusso, op. cit.
- ↑ Ur rann hepken eus Vestfold.
- ↑ Mab-kaer Eirik.
- ↑ 22,0 22,1 22,2 ha22,3 Gwelet Raumarike.
- ↑ Mab Gudrød ; a renas war an hanter eus an domani.
- ↑ 24,0 ha24,1 976–987.
- ↑ An hanter hepken eus Vingulmark.
- ↑ Lesanvet Sigurd Orm-i-auga, "Naer en e lagad", diwarur mek eno ; e dibenn an IXvet kantved en devije bevet hervez ar mammennoù.