[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Pe (lizherenn)

Eus Wikipedia

Seitekvet lizherenn meur a abjad semitek eo pe (genoù), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek, hebraek (פ), siriek (ܦ) hag arabek (, f).

Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm orin ouzh hini ur genoù.

Distaget e veze (LFE) [p] er penn-kentañ. En hebraeg e vez distaget [p] gant dagesh (פּ) ha [f] hep dagesh (פ). N'eus [p] ebet en arabeg unvan, ha distaget e vez [f] al lizherenn-mañ.

Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek pi Π, latin P ha kirillek П.

Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 80.

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.