[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Peter Parler

Eus Wikipedia
Peter Parler
iliz-veur Sant Vita

Peter Parler (tchekeg :Petr Parléř), (1330 pe 1333 e Schwäbisch Gmünd - 13 a viz Gouere 1399 e Praha) a oa un tisavour alaman, chomet eo brudet peogwir e reas war-dro Pont Charlez hag iliz-veur Sant Vita (tchekeg : Katedrála svatého Víta) e Praha, m' edo o chom azalek war-dro 1356.

E dad anvet Heinrich Parler (diwar parlerius, an hini a gomz hag an hini e penn ar vañsonerien) a oa mestr savour. Kuitaat a reas Schwäbisch Gmünd hag ez eas da Göln, ma voe e penn chanter adsevel iliz ar Groaz santel. Meur a zen eus familh Parler a labouyras war dachenn ar savouriezh en Europa.

Peter Parler a voe lakaet da bennvañsoner iliz-veur Sant Vita e 1352, goude marv an trisavour kent, Matthias Arras e anv. Ouzhpenn ober war-dro an iliz-veur e voe e penn chanter aozañ kêr nevez Praha (tchekeg : Nové Město) hag e reas war-dro pont Charlez hag an tourioù a zo e penn ar pont. Parler a savas ivez Chapel an Hollsent e palez ar roue e kastell Praha. Goude tangwall 1541 e voe adkempennet en doare barok.

Soñjal a reer ivez e voe tisavour iliz Itron Varia (Frauenkirche) Nürnberg a voe savet war blasenn marc'had Nürnberg da gemer plas ar sinagogenn a voe devet goude pogrom 1349. Etre 1360 ha 1378 e savas Parler chantele iliz sant Bartolome e Kolín. Mervel a reas e Praha e 1399, ha douaret e voe e iliz-veur Vitus. E vibien, Wenzel a Johann a gendalc'has gant e labour.

E 1988 e voe dizoloet un asteroidenn gant Antonín Mrkos, hag anvet e voe asteroidenn 6550 Parléř da enoriñ Peter Parler.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Joseph Neuwirth: Peter Parler von Gmund. Dombaumeister in Prag und seine Familie.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.