Paotr e vec'h lann
Paotr e vec'h lann, pe "an den el Loar", a ra dave da veur a skeudenn pareidolek eus un dremm den, ur penn, pe ur c'horf a vez anavezet en hengounioù zo e kant al Loar pa vez en he c'hann. Diazezet eo ar c'hredennoù-se war an tarchoù teñval (anavezet e steredoniezh evel Morioù al Loar) hag an uheldirioù livet skañvoc'h war c'horre al Loar.
Displegadennoù disheñvel zo diwar-benn an abeg ma weler un den el Loar hervez ar sevenadurioù.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez un hengoun european a-gozh e oa harluet un den war al loar evit un torfed bennak. Hervez ur vojenn roman e oa ul laer deñved. En hengoun yuzev (koshoc'h evit an hini kristen) e soñjed e oa bet paket an den-se pa oa o tastum keuneud da vare ar Sabad ha kondaonet d'ar marv a-daolioù mein gant Doue, hervez Levr an Niveroù[1]. E sevenadurioù germanek zo e soñjed e oa ur faouter koad kavet pa o labourat da vare ar sabad[2].
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Breizh ez eo al laer lann a weler, Paotr e vec'h lann, Yann e vec'h lann, an troc’her lann, ur fagodenn lann war e choug. Gwelet a reer anezhañ fraezh o tougen ur vec'h lann gant e forc'h. E Breizh-Uhel e kaver ar memes hengoun eus un den avec sa fourchée de jans pe e fagot de fonilles pe faguilles (raden ha drez marv)[3][4].
Komz a reer ivez e brezhoneg eus Glaoda'r Skañv a oa lonket gant ar loar a-greiz ma oa o laerezh lann d'e gezeg[5].
Gwelet e vez e-barzh al loar da vare ar c'hann, evel ur c'horf, gant e vec'h lann war e gein[6]. Hervez ar vojenn ez eo kondaonet da chom el Loar da viken abalamour m'en doa laeret lann ha m'en doa livet gevier o touiñ war al loar[7].
Sede ar vojenn a gonter hervez Daniel Giraudon : "Un nozvezh goañv, pa lugerne sklaer al loar en he c'hann, e oa un aotrou o tont d'ar gêr diwezhatoc'hik evit kustum pa 'n em gavas gant un amezeg a oa meur a fagodenn lann gantañ war e gein. Hag eñ ha mont dezhañ : "Kemeret 'peus al lann-se e-barzh ma lanneg !" - "'M eus ket, Aotrou, a respontas ar peizant, al lann-se n'eo ket deoc'h." – "Ha prest out da douiñ dirak al loar, n'eo ket bet laeret ganit ar fagodenn lann-se ?" eme ar perc'henn o tiskouez al Loar gant e viz. Rak touiñ e le war al loar a oa ar c'hiz kozh. - "Ra vin lonket gant al Loar pa'm bije kemeret al lann-se war ho touaroù !" a respontas al laer. Ne oa ket peurlavaret e c'her ma oa lonket gant al Loar."[8]
Er bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad milvedoù, tud o deus kredet gwelet, un den, ul loen, pe un draez zoken[9] pa sellent ouzh al loar. Ouzhpenn 2400 vloaz zo ez eus anv eus ur glesker el Loar e-barzh an I Ching ("Levr ar c'hemmoù"). Anv zo eus an den el Loar el lennegezh norsek en Edda e komz-plaen. E Mezoamerika, e reer anv eus ar ‘c'honifl el Loar’ abaoe ar marevezh rakkolombian. Ur glesker pe ur c'honifl eo al loened gwelet an aliesañ e tarchoù al Loar. En Eurazia e c'haller gwelet ur glesker pe ur vaot el Loar diouzh an dro[10] Kavout a reer ivez istor an douger dour el Loar eus Europa betek ar c'hevandir amerikan, en norzh dreist-holl.
E mitologiezh Skandinavia, Máni eo personadur al Loar a dreuz an oabl en ur c'harr stlejet gant kezeg. Dispennet e vez atav e roudoù gant ar bleiz Hati a dapo anezhañ da vare Ragnarök. Máni a dalvez "Loar".
E mitologiezh Bro-Japan e kreder ez eus ur meuriad boudoù speredel heñvel ouzh tud o chom war al Loar. Anv zo anezhe e mojenn an troc'her bambouz.
Ur skouer all eo "Aiken Drum" e Bro-Skos. "Aiken Drum" eo anv an den zo o vevañ el loar ha titl ur son poblek evit ar vugale e Bro-Skos[11].
Ar c'honifl el Loar zo testeniekaet e broioù ma kaver mit an diveuzadenn hag e takadoù etre mit ar splujer ha mit an diveuzadenn (e lec'hioù eus Azia ar reter, ne anavezer hini ebet eus an daou vit krouidigezh). En Afrika ez eo Konifl ur c'hannad a-berzh al Loar hag a zegas ar marv d'an dud abalamour ma ra fall e gemennadenn[12]. Kavout a reer ul liamm etre al Loar, ar c'honifl, hag un aberzh en tan en India hag e Mezoamerika [13]. Danevell a ra ar Śaśa-Jātaka istor ur c'honifl treuzfurmet el Loar gant Bouddha, evit e drugarekaat da vezañ en em daolet en tan. Hiviziken e weler ar c'honifl el Loar. E Mezoamerika e taneveller an istor da-heul : goude bezañ chomet en entremar, Teccistecatl (al Loar) a heulias Nanahuatzin (an Heol) en un tan bras. Da gastizañ Teccistecatl eus e laoskentez, unan eus an doueed a daolas ur c'honifl ouzh he dremm, hag e weler anezhañ eno atav[14]. En Azia ar reter hag e Sina peurgetket, ur vojenn gozh a sav ul liamm etre ur c'honifl pe ur glesker el loar hag un eliksir da vevañ da viken. Berr-ha-berr, Ar c'honifl el loar a zegas ar marv d'ar wazed en Afrika, en em aberzh gant kalonegezh en India, en em ziskouez laos e Mezoamerika, hag a fard un eliksir a vuhez en Azia ar reter.
-
Kann al Loar a-us Berlin, e miz Du 2015, war-dro 30 munut goude sav al Loar
-
Paotr e vec'h lann evel ma vez gwelet gant lod diouzh an hanterzouar norzh.
-
Al Loar gwelet d'ar memes hedred, met diouzh an daou hanterzouar, 30 munut goude sav al Loar (modelenn grouet)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marc Thuillard, "Analysis of the Worldwide Distribution of the ‘Man or Animal in the Moon’ Motifs", Folklore: Electronic Journal of Folklore, levrenn 84, 2021, pp. 127-144
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Levr an Niveroù, XV. 32–36.
- ↑ Baring-Gould, Sabine. "The Man in the Moon", Curious Myths of the Middle Ages, London. Rivington's, 1877, p. 190
- ↑ troet diwar ar vojenn skrivet e galleg gant Daniel Giraudon, war e lec'hienn hag e Traditions populaires de Bretagne, du soleil aux étoiles, Coop Breizh, 2007.
- ↑ Feiz ha Breiz miz Gouere 1908, pp. 211-212.
- ↑ Fransez Favereau, Geriadur bras, pennad "laer", 2022.
- ↑ Fransez Favereau, "Légendaire breton et Mythologie celtique"
- ↑ Anjela Duval, Hor Yezh 75, miz Ebrel 1972, p. 35
- ↑ troet diwar ar vojenn skrivet e galleg gant Daniel Giraudon, war e lec'hienn hag e Traditions populaires de Bretagne, du soleil aux étoiles, Coop Breizh, 2007.
- ↑ Bascom 1981 ; Harley 1885 ; Berezkin 2015a, b
- ↑ Poupard, 2018.
- ↑ Opie and P. Opie, The Oxford Dictionary of Nursery Rhymes, Oxford University Press, 1951, 2nd edn., 1997, pp. 52–4.
- ↑ Le Quellec, 2015
- ↑ Thuillard & Le Quellec 2017
- ↑ Bonnefoy, 1981 ; Sahagún, 1975 ; Soustelle, 1940