Shoegaze
Shoegaze (pe shoegazing) a vez implijet evit deskrivañ ul luskad sonerezh tost eus ar sonerezh dream pop. Krouet eo bet al luskad e su ar Rouantelezh-Unanet e dibenn ar bloavezhioù 1980.
Perzhioù al luskad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet eo bet ar ger shoegaze gant kazetennerien ar gelaouenn sonerezh breizhveuriat Sounds, hag adimplijet ha brudet gant re New Musical Express (NME).
Dont a ra eus ar ger shoe (botez) hag eus ar verb gaze (sellout), da ober anv eus ar sonerien gitar a oa boas da chom da sellout ouzh o zroadikelloù efedoù e-pad o abadennoù. Rak diazezet eo al luskad sonerezh-se war implij ar gitar tredan gant efedoù liesseurt, dreist-holl distorsion ha fuzz. Peurliesañ e vez kuzhet ar c’han a-dreñv ur voger son, met pouezus e chom memestra ar sonenn er c’hanaouennoù shoegaze. Adalek 1991 ez eas al luskad war ziskar, pa zeuas ar sonerezh grunge eus ar Stadoù-Unanet, ha pa grogas al luskad breizhveuriat nevez anvet Britpop.
Strolladoù hag arzourien shoegaze
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ma lavarer eo bet diazezet al luskad hag ar son shoegaze gant ar bladenn Loveless (My Bloody Valentine, 1991) e teu dizemglev, ha tud zo a soñj dezho ez eo Nowhere (Ride, 1990) ar bladenn shoegaze kentañ. War wel e teuas ar strolladoù shoegaze er Rouantelezh-Unanet goude ur pennad bet skrivet gant Steve Lamacq e NME (ennañ e skrivas e oa Ride “evel The House of Love gant hanochennoù”). Plijet e voe ivez John Peel, ha lod brasañ ar strolladoù shoegaze a enrollas ur Peel Session pe ouzhpenn. E-touez ar strolladoù shoegaze pouezusañ emañ My Bloody Valentine, Slowdive, Ride, Spiritualized, Lush, Moose, The Boo Radleys, ha The Pale Saints. Hiziv an deiz ez eus c’hoazh strolladoù shoegaze evel Airiel, Asobi Seksu, M83 pe Mallory. Levezonet eo bet al luskad shoegaze gant The Velvet Underground, Cocteau Twins, The Jesus and Mary Chain, Spacemen 3, Galaxie 500 pe c’hoazh The Cure.
|