[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Sergius ha Bacchus

Eus Wikipedia
Ar verzherien gristen eus ar IVvet kantved, Sant Sergius ha Bacchus, a voe unanet, gouez da John Boswell hervez lid an adelphopoiesis.

Sergius ha Bacchus (pe Serj ha Bakus[1]; Sergios kai Bakchos pe Sarkis wa Bakhos e gregach), a oa daou sant kristen merzheriet e deroù ar IVe kantved e Siria. Soudarded roman e oant, hag unanet, a-hervez, e lid an adelphopoiesis, ur seurt eured.

Soudarded e oant en arme Caesar Maximian, brud vat dezho ken na voe diskuliet e oant kristenien. Kastizet e voent e 303, Bacchus a voe merzheriet, ha Sergius dibennet. Ilizoù zo bet savet dezho e meur a gêr, hag e Konstantinopolis ha Roma dreist-holl. Goueliet int d'ar 7 a viz Here[2].

Darempred Sergius ha Bacchus en deus roet da grediñ da lod e oant serc'heged. Kement-se a vije diskouezet en ur skrid kozh e gregach diwar-benn o merzherinti hag a ziskuilh e oant "erastai", da lavarout eo serc'heged[3]. Hervez an istorour stadunanat John Boswell, eus Yale University, e oa ur skouer eus an dimezioù unreizhel kristen, a ziskouez e oa digor speredoù kristen an amzer-hont d'an heñvelrevidi[3]. A-du gantañ eo savet an arzour Robert Lentz[4], p'en deus o foltredet evel ur c'houblad heñvelrevidi en e livadurioù. En ul levr a-zivout an daou sant-mañ, "The Origin of the Cult of SS. Sergius and Bacchus", e skriv David Woods eo "diwar-c'horre" arguzennoù Boswell. Istorourien arall hag anaoudeien eus Bizantion, war un dro gant an Iliz Reizhkredennek, a lavar ne oa graet an adelphopoiesis nemet evit skoulmañ liammoù a vreudeuriezh en anv Doue, hep ket anv a reizhelezh[5].


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Attwater, Donald and Catherine Rachel John. The Penguin Dictionary of Saints. 3rd edition. New York: Penguin Books, 1993. ISBN 0-140-51312-4.
  • E. Key Fowden, The Barbarian Plain: Saint Sergius between Rome and Iran, The Transformation of the Classical Heritage 28 (Berkeley, 1999).
  • D. Woods, 'The Emperor Julian and the Passion of Sergius and Bacchus', Journal of Early Christian Studies 5 (1997), 335-67.
  • Boswell, John. Same-Sex Unions in Premodern Europe New York: Villard Books, 1994. ISBN 0-679-432280.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]