[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Sant Harmon

Eus Wikipedia
Iliz-parrez Sant Harmon.

Sant Harmon zo ur gêriadenn vihan hag ur barrez eus Kembre, e hanternoz Powys. Emañ en hanternoz da gêriadenn Rhaeadr Gwy war un hent bihan a gas da Llanidloes, war lez an Afon Marteg, un adstêr d'ar Gwy. Emañ en un tolead torgennoù izel, gant Moel Hywel an hini uhelañ anezho (505 m).

Anvet eo ar gêriadenn diwar sant Garmon, anv kembraek sant Jermen Auxerre.

Betek dibenn ar XVIvet kantved, e c'halled gwelet en iliz bazh pe groaz Sant Curig. Edo peniti ar sant-se nepell, e Llangurig, en tu all d'an torgennoù. Deskrivet e oa bet ar vazh-se gant Gerallt Gymro en e Itinerarium Cambriae ("Beaj dre Gembre", 1191). Implijet e veze ar vazh-se da wellaat d'ar glañvourien[1].

Gwennllian, merc'h Owain Glyndŵr a oa o chom gant he gwaz e palez Cenarth, e parrez Sant Harmon, er XVvet kantved.

  1. Thomas Jones, Hanes y Daith Trwy Gymru, el levr Gerallt Gymro (Gwasg Prifysgol Cymru, 1938)