[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Sant-Hern

Eus Wikipedia
Sant-Hern
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Anv gallek (ofisiel) Saint-Hernin
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kastellin
Kanton Karaez
Kod kumun 29250
Kod post 29270
Maer
Amzer gefridi
Marie-Christine Jaouen
2014-2026
Etrekumuniezh KK ar Poc'hêr
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 750 ann. (2020)[1]
Stankter 26 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 13′ 06″ Norzh
3° 37′ 59″ Kornôg
/ 48.218334, -3.633056
Uhelderioù kreiz-kêr : 120 m
bihanañ 59 m — brasañ 308 m
Gorread 29,29 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Hern

Sant-Hern a zo ur gumun eus Bro-Gerne e kanton Karaez, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh.

  • Erwan Vallerie ː Sanctus Eherninus, c. 1370; Sanctus Huerninus, 1368; Sanctus Herninus, 1516; Sainct Hernyn, 1536; Sermin, 1630[2].
  • Preizhet ha damzistrujet gant an tan e voe kastell Kergoed, perc'hennet gant an aotrou Le Moyne de Trevigny, d'an 11 a viz Gouere 1675; lazhet e voe ar merour ha meur a vevel. Tro ugent parrez eus ar vro a voe lakaet da baeañ digolloù d'an aotrou de Trevigny, parrez Sant-Hern a rankas reiñ 4 000 lur[3]:
Parrez Digoll da baeañ (miliadoù a lurioù)
Gourin hag he zrevioù (gant ar Sent) 5,5
Gwiskri hag he zrev Lannejenn 3
Skaer 2
Leuc'han 0,8
Treogan 0,4
Motrev 1,45
Plevin 1,45
Kledenn-Poc'hêr 1,4
Kerglof 1,8
Landelo 2
Lannedern 0,6
Lokeored 1,4
an Uhelgoad 0,8
Plouie 2,5
Plougêr 1,5
Poullaouen 3,6
Sant-Hern 4
Speied 5
Plonevell 1,6
Plonevez-ar-Faou 9
Hollad 49,8

.

  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh tri den eus Sant-Hern, ar person hag Yvon ha Jacques Cannuë, goude an emsavadeg[4].
  • Dizemglevioù a oa bet dija e 1668 etre an aotrou Le Moyne de Trevigny hag e gouerion, ar re-mañ a gasas an afer dirak lez-varn Karaez, ha koll a rejont; dre ma vije bet itriket e lazhañ e teuas Le Moyne de Trevigny a-benn da lakaat Yvon Coent, ur c'hemener, unan eus pennoù ar beizanted, da vout barnet d'ar marv, krouget e voe e Karaez[5]; poan en-doa bet an aotrou da vout paeet e mare Gouel-Mikael 1677 gant tud Penfrad hag a zalc'he penn ouzh sarjantoù e justis[6].
  • Mervel a reas 95 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 5,11% eus he foblañs e 1911[7]; n'eus nemet 86 anv hepken ouzh monumant ar re varv e bourc'h Karaez, da lavaret eo 4,62% eus ar boblañs e 1911[8]
  • Mervel a reas daouzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[9].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas daou vilour eus ar gumun[10].
  • Mervel a reas daou vilour eus ar gumun[11].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Sant Hern.
  • Kalvar er vourc'h.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Brezoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • An ti-post.

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
du Quélenec

Aotrounez Kergoët

En erminoù, e gab en gul karget gant teir flourdilizenn en aour

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  3. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 106-109
  4. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 152-154
  5. Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 28 ha 29
  6. Jean Lemoine, Documents inédits relatifs à la Révolte du Papier timbré en Basse Bretagne en 1975, Bulletin de la Société archéologique du Finistère, 1896, pajennoù 126 ha 127
  7. Memorial Genweb
  8. Monumant ar re varv e bourc'h Karaez.
  9. Memorial Genweb
  10. Memorial Genweb
  11. Memorial Genweb
  12. Glad sevenadurel Breizh
  13. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936