Sacher evezh
Ur sacher evezh a zo un den, ur strollad pe un ensavadur hag a ziskul ur c'heloù pe un obererezh dilezenn, direizh pe dañjerus evit ar gevredigezh. Sachañ a ra evezh ar re a-us e-barzh framm un embregerezh pe un amaezhiadurezh, pe c'hoazh ar gouarnamant, ar justis, ar mediaioù. E taras eo da dalañ ouzh gourdrouz pe dialgerzh an dud tamallet . Klask zo da vinellañ anezhañ.
Diemzamant eo ar sacher evezh. Fellout a ra dezhañ difenn un niver bras a dud pe ar gevredigezh dre-vras ouzh un dañjer a c'hall tennañ d'an armerzh, d'an endro, d'ar yec'hed, d'ar frankiz pe da gwirioù mab-den. Abegoù divezel en deus.
Ar re taolet ar bec'h warno a c'hall bezañ implijerien publik pe brevez, un embregerezh pe ur melestradurezh, an ensavadurioù politikel.
Gwarezet eo ar sacherien evezh gant lezennoù stadoù zo, en o zouez re ar Stadoù-Unanet, Kanada ha Unaniezh Europa.
Tro-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar saoznegerien a ra gant ar ger whistleblowing, da lavaret eo "c'hwezañ en ur c'hwitell", ur benveg graet gantañ gant ar polis pe an dredeoged.
Sacherien evezh brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Henry Dunant, krouet gantañ ar Groaz Ruz,
- Aleksandr Soljenitsyn, skrivagner rusian,
- Václav Havel, bet prezidant Tchekoslovakia ha goude Tchekia,
- W. Mark Felt, ar gwazour FBI en doa diskuliet gwarzh ar Watergate er Stadoù-Unanet,
- Chelsea Manning, un dezrannourez en arme amerikan,
- Edward Snowden, bet o labourat er CIA hag er NSA, kavet repu gantañ e Bro-Rusia,
- Julian Assange, stlennegour aostralian, krouer WikiLeaks,
- Li Wenliang, lagadour sinat, sacher evezh war Coronavirus Wuhan.
Sacherien evezh breizhat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Georges Méar, diwar-benn saotradur diabarzh an tiez,
- Anne-Marie Casteret, kazetennerezh afer ar gwad kontammet,
- Irène Frachon, mezegez e POS Brest, bet diskuliet ganti afer ar Mediator.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]