[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Sobibor

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sobibór)
"Hent ar baradoz" e Sobibor e 2007

Sobibor a oa ur c'hamp-diouennañ nazi, nepell diouzh kêr Sobibór e Polonia, e distrig Lublin, a oa bet savet e framm an Aktion Reinhard e 1942. SS-Sonderkommando Sobibor e oa e anv ofisiel en alamaneg. Yuzevien eus Polonia, Bro-C'hall, Alamagn, an Izelvroioù, Tchekoslovakia, pe prizonidi brezel eus URSS a oa kaset di gant trenioù, ha mouget kerkent hag erruet e kambroù gaz leuniet gant gazoù ur c'heflusker. Hervez ur vammenn e vefe bet lazhet betek 200 000 a dud e Sobibor[1]. Thomas Blatt a zisklêr : "E-pad prosez lez-varn Hagen a-enep Nazied Sobibor, e istimas ar c'helenner Wolfgang Scheffler, implijet evel arbennigour, e oa bet muntret 250 000 Yuzev d'an nebeutañ"[2].

Goude un emsavadeg eus ar brizonidi a veze implijet da lakaat ar c'hamp da vont en-dro d'ar 14 a viz Here 1943 e tec'has war-dro an hanter eus ar 600 prizoniad a oa e Sobibor. Serret ha distrujet e voe ar c'hamp ha plantet e voe gwez-pin da guzhat al lec'h ma oa un nebeud dvezhioù goude. Hiziv e c'haller gwelet ur mirdi hag ul lec'h-eñvor eno.

  1. Raul Hilberg.The Destruction of the European Jews. Yale University Press, 1985, p. 1219 (ISBN 978-0300095579)
  2. Sobibor - The Forgotten Revolt