[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Soavon

Eus Wikipedia
Ur soavon (pe soavonetez).

Hal un drenkenn druz gant kaliom pe natriom eo ar soavon. Implijet eo e-barzh produioù gwalc'hiñ pe lenkraat, sonnel pe liñvel, arveret er vuhez pemdez d'en em walc'hiñ pe da gempenn an ti, pe er greanterezh evel danvez-tevaat, kedaozenn lenkrauzennoù zo pe rakrederien katalizerioù.

Rizhoù ar soavonoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An delun hollek (RCO2)nMn+ o deus ar soavonoù (an alkil eo R, ur metal eo M, karg ar c'hation eo n). Diouzh petra eo Mn+ e vez rummet ar soavonoù.

Soavonoù evit ar mekanikoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar soavonoù zo kedaozennoù diazez evit al lard-karr hag an danvezioù-tevaat da lakaat an eoulioù da vezañ gludekoc'h.

Soavonoù evit ar vuhez bemdez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dileizhadusaat a ra kramenn an dud hag an traoù, riñset gant dour goude.

Fardet e vez soavon dre soavonaat druzonioù (trigliseridoù). Sonnel eo ar soavonoù sodiom, graet gant hidroksidenn sodiom, ha blot pe liñvel ar soavonoù potasiom, graet gant hidroksidenn botasiom.

Tennet e vez trigliseridoù eus kraoñ koko, palmez, olivez pe soav, an hini boasañ. An eoulioù had a ra soavonoù dous ha skañv, dreist pep tra an eoul olivez glan.

Kementad trenkenn druz diseurt druzonioù implijet d'ober soavon
trenkenn lorek trenkenn viristek trenkenn balmitek trenkenn stearek trenkenn oleek trekenn linoleek trenkenn linolenek
druzonioù C12 peurvec'h C14 peurvec'h C16 peurvec'h C18 peurvec'h C18 monoamvec'h C18 diamvec'h C18 triamvec'h
Soav 0 4 28 23 35 2 1
Eoul koko 48 18 9 3 7 2 0
Eoul kraoñenn balmez 46 16 8 3 12 2 0
Eoul palmez 0 1 44 4 37 9 0
Eoul lore 54 0 0 0 15 17 0
Eoul olivez 0 0 11 2 78 10 0
Eoul kolza 0 1 3 2 58 9 23
Ur soavon Aleppo.
Un dibab soavonoù kinklus a gaver el letioù.

Un ijinadenn geltiek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sevel a ra roudoù koshañ un danvez par d'ar soavon da 2800 kent JK, e rouantelezh Babilon. Skrivet e voe un delun soavon gant dour, alkali ha eoul cinnamomum cassia war un dablezenn gleiz tro-dro 2200 kent JK. E 1977, Ernest de Sarzec, e penn furchadegoù arkeologel e Telloh, a laka e gouloù kranennoù pri, lod anezho leuniet gant un danvezenn soavonek. Ul lidadur bloaz hag a ra gant ur seurt soavon graet gant druzoni ha ludu bervet a zo displeget gant enskrivadurioù gennheñvel war unan anezho.

Meskañ a rae an henegiptiz eoulioù plant pe loened gant haloù alkalin da gaout ur seurt soavon.

Ar Gelted kozh hag ar C'hermaned a rae gant soavon graet gant eoul loen, hag a voe dizoloet gant ar Romaned tro-dro 58 kent JK. Un ijinadenn geltiek eo hervez Plinius an Henañ. Ar gerioù soavon er yezhoù romanek a zeu eus ar ger keltiek sapo. Ar Romaned, eus o zu, en em walc'he o verata eoul war o c'hroc'hen hag o tennañ anezhañ gant ur strigil.

Fardet e veze soavon en Aleppo e Siria gant eoul olivez, alkali ha raz. Ezporzhet e veze d'ar bed muzulman ha da Europa. Graet e veze soavon e Naplouz, Fes ha Damask ivez. En Europa, Italia ha Spagn a oa produourien a-bouez soavon dre eoul loen.

Provañs a brodue kalz soavon, Marselha dreist-holl. Soavon Marselha ha soavon Kastilha, graet gant eoul olivez, a zo brudet c'hoazh hiziv.

Greantelaet eo ar produadur. Ijinet eo ar soavon liñvel.