[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Nouvelle route du Littoral

Eus Wikipedia
Nouvelle route du Littoral
dual carriageway, hent
StadFrañs Kemmañ
E tiriadEnez ar Reunion Kemmañ
Daveennoù douaroniel20°53′14″S 55°23′15″E Kemmañ
Lakaet er servij28 Eos 2022 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.nouvelleroutedulittoral.re Kemmañ
Map

Hent nevez an Arvor, e galleg Nouvelle route du Littoral berraet en NRL zo un hent-tizh er Réunion, departamant tramor gall e mervent ar Meurvor Indian. Savet eo gant un hollad karrbontoù ha savennoù karr-tan, ha gounezet eo bet war ar mor evit un hollad daouzek kilometr, evit liammañ Saint-Denis ha La Possession, e-lec'h an hent kozh arvorel, re gizidik d'ar gwallreuzioù naturel evel riskloù-douar an tornaod hag ar gwagennoù, dreist-holl pa vez kelc'hwidennoù trovanel. Pa vo echuet an hent nevez e vezo ul lodenn eus an hent broadel 1.

Kudennoù lies a zo gant ar steuñv, dreist-holl reoù teknikel met ivez kudennoù ekologel hag arc'hantaouiñ, ha betek kudennoù justis gant un enklask evit gouzout hag-eñ ez eus bet trucherezh a-fed choaz an embregerezhioù sevel, hag ivez adalek 2024 evit gouzout piv a rank paeañ an daleoù a zo gant ar chanter [1].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]