[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Menez Ararat

Eus Wikipedia
Menez Ararat Bihan ha Menez Ararat Bras.

Menez Ararat (e turkeg: Ağrı Dağı; en armenianeg: Արարատ Ararat; e kurdeg Çiyayê Agirî), anvet Masis ivez en armenianeg (Մասիս), a zo ur menez uhel hag a zo bremañ e reter pellañ Turkia, goude bezañ bet en Armenia ar C'hornaoueg. Menez uhelañ Turkia eo gant 5 165 m, e proviñs Ağrı. Ur menez-tan kozh eo toget gant erc'h padus. Div uhelenn a zo, Ararat Bras hag Ararat Bihan. Brudet eo ar menez abaoe amzer ar Bibl (Geneliezh 8,4) pa'z eus meneg ennañ e vije aochet arc'h Noe warnañ war-lerc'h al Liñvadenn Veur. Daoust ma n'emañ ket ken en Armenia en deus ar menez ur perzh bras en arouezelezh ar vro. Gwelet e vez mat eus ar gêr-benn, Yerevan, ha treset eo war ardamezioù ar vro.

Ardamezioù Armenia gant Menez Ararat war ar skoedig kreiz, gant arc'h Noe war-c'horre.

Gwelet a reer Menez Ararat war ardamezioù Armenia.

Menez Ararat war ardamezioù RSS Armenia.

Treset e oa ivez war ardamezioù Republik Sokialour Soviedel Armenia.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.