Madre de Deus (Bahia)
Neuz
Madre de Deus zo ur gumun eus e stad Bahia, en Brazil, un 63 km eus kêr Salvador, war aod Baía de Todos os Santos. 32,201 km² zo dindani, hag e 2013e konted 19.600 a dud o chom enni.
Div enezenn zo anezhi:
- Enez Madre de Deus (Ilha Madre de Deus e portugaleg) hag ur pont ouzh he stagañ ouzh an douar-bras : meur a garter zo enni, hag anvet int Centro, Suape, Cação, Marezinha, Mirim, Alto do Paraíso, Apicum, Nova Madre de Deus ha Quitéria.
- Ilha de Maria Guarda.
Kreñv eo merk an tireoul e tachadoù zo, dindan gazel-ge gant Petrobras, ar gompagnunezh vroadel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An anv kozh e oa Ilha dos Cururupebas, abalamour d'an tiern tupinambá anvet Cururupeba a stourmas pell amzer ouzh an drevadennerien bortugalat.
Betek dibenn ar bloavezhioù 1980 e oa stag ouzh kumun Salvador.