[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Morskoul boutin

Eus Wikipedia
Morskoul boutin

Ur Morskoul boutin


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Suliformes
Kerentiad : Sulidae
Genad : Morus
Anv skiantel
Morus bassanus
(Linnaeus, 1758)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar morskoul boutin a zo un evn-mor bras, Morus bassanus an anv skiantel anezhañ ; anvet e voe Pelecanus Bassanus (kentanv) da gentañ-penn ha Sula bassana da-heul.
Morskoul eo anv boas an evn e brezhoneg, da lavaret eo skoul-mor ; kavet e vez ivez a-wechoù Margav ha Margod.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul labous brav eo, gwenn-splann e bluñv, ha melen e benn hag e c’houzoug, da vare ar gouennañ. Glas-sklaer eo e zaoulagad, gant liv du tro-dro. Du eo e bavioù ha begoù e zivaskell. Etre 165 ha 180 cm eo e hed-eskell, hag etre 87 ha 100 cm hed e gorf pa vez echu e gresk gantañ. N’eus ket a gemm etre ar pared hag ar parezed. Teñval e vez ar re yaouank, er bloavezh kentañ ha sklaeraat a reont tamm ha tamm da c’houde. A-benn pemp bloaz e vezont gwenn-holl.

En em vagañ a reont diwar besked. Pesked bihan a vez paket ganto : brizhilli, harinked, talareged pe stioganed. Pa vezont o pesketa e nijont uhel en oabl ha splujañ trumm, eeun-tenn, e-kreiz ar bankadoù pesked. Barrek e vezont da nijal, gant o divaskell kreñv, ha da neuial dindan an dour, gant o favioù palvezek. Amparfal e vezont war an douar, avat.

  • ██ Tiriad Morus bassanus
  • Neizhiañ a reont e lodenn hanternoz ar Meurvor Atlantel hag e Mor an Hanternoz. Annezañ a reont e reter Kanada, en aber ar Stêr Sant-Laorañs hag en Douar-Nevez hag en Europa : e Breizh-Veur, en Iwerzhon, e Breizh, e Norvegia, en Inizi Faero hag en Island. N’eus nemet ul lec’h e Breizh ma vezont o neizhiañ, ar Jentilez. Goude mare an neizhiañ ez eont da c’hoañviñ war aodoù morioù tommoc’h, evel Pleg-mor Mec'hiko pe ar Mor Kreizdouar.

    Neizhiañ a reont, stok-ha-stok, war ar c'herreg bras hag an inizi. Chom a ra ar par gant an hevelep parez e-pad meur a vloaz. Heverk eo o doareoù e-pad ar paradur: stouiñ an eil dirak egile, frotañ o figos, astenn-diastenn o fenn hag o divaskell. Sevel a reont o neizh gant bezhin, man, kinvi ha geotennoù. Ennañ e vez dozvet ur vi hepken, a vez goret gant ar par hag ar barez a-bep-eil, e-pad 6 sizhun.

    War-gresk ez a an niver a vorskouled e Breizh adarre. Miliadoù anezho a vez o neizhiañ war enez Riouzig (Jentilez) bremañ, peogwir eo gwarezet o gouenn dre m'eo berzet mont war an enez, met en amzer dremenet e oa kalz nebeutoc’h anezho ha darbet e oa bet dezho mont diwar wel e Breizh.

    Skeudennaoueg

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Levrlennadur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: