Lu Pobl Vietnam
Rann eus | Lu Pobl Vietnam |
---|---|
Deiziad krouiñ | 22 Kzu 1944 |
Brezel | Eil Brezel-bed, Kentañ brezel Indez-Sina, Brezel Vietnam, Cambodian–Vietnamese War |
Stad | Viêt Nam, Republik Demokratel Viêt Nam |
Sez sokial | Ha Noi |
Commanded by | Central Military Commission of the Communist Party of Vietnam |
Lu Norzh Vietnam pe Lu pobl Vietnam pe "Arme Pobl Vietnam" anavezet ivez dindan an anv People's Army of Vietnam (PAVN) e vietnameg "Quân Đội Nhân Dân Việt Nam". Lu republik sokialour an Norzh Vietnam e oa adal an 20 a viz Kerzu 1944 betek fin brezel Vietnam ha distruj Republik Su Vietnam er bloavezh 1975.
Lu Pobl Vietnam a oa savet gant: Troadegiezh, Morlu, Aerlu, Strollad Difenn an harzoù, ha Strollad Difenn an arvor. A-wir n'eus ket bet biken, memes mod hiziv an deiz, a zisparti e lu pobl Vietnam. An holl strolladoù brezeliñ, a zo dindan urzhioù Ministr ar brezel ha kreizenn soudardel lu pobl Vietnam.
Banniel Lu Norzh Vietnam a oa hini Republik Sokialour Vietnam gant ar gerioù "Quyết thắng" (Mennet da drec'hiñ) ouzhpennet en liv melen.
Krouidigezh Lu Norzh Vietnam
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Kerzu 1944 e oa bet krouet Lu Pobl Vietnam. Padet ez eo betek fin kentañ brezel Indez-Sina (1946-1954). Goude Skrid-emglev Geneva er bloavezh 1954, Bro C'hall hag ar Viet Minh a baouez gant ar stourm. Ar Vietnam a zo rannet a daou du: an Norzh Vietnam Komunour hag ar Su Vietnam broadelour.
Adal amañ e vez kaoz d'al Lu Norzh Vietnam hag a chom dindan an anv Lu Pobl Vietnam. Just war-lerc'h Feur-emglevioù Geneva e vez savet an 330 ha 338th Divizionoù gant Viet Minh o devoa repuet d'eus su ar vro etrezek Republik an Norzh Vietnam. Er bloavezh 1955 ez eus bet savet 6 a divizionoù ouzhpenn en norzh ar re 328, 332, ha 350. Ar re 305 ha 324 a zo savet tal-kichen harzoù Republik Su Vietnam hag an hini 335 e-kostez bro Laos.