[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Llan-gwm

Eus Wikipedia
Kêriadennoù all o deus un anv heñvel. Sellit ouzh ar bajenn Llangwm.
Iliz Sant Jerom, Llan-gwm

Llan-gwm (skrivet ivez Llangwm a-wechoù)[1] zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ er reter da gêr Brynbuga. Ouzhpenn kêriadenn Llan-gwm ez eus kêriadennoù all er gumuniezh : Llanfihangel Torymynydd ha Llan-soe.

E kumuniezh Llan-gwm emañ brasañ bryngaer Sir Fynwy, anvet Gaer Fawr. Gouestlet eo an iliz da Sant Jerom hag enni ez eus ur jube eus war-dro 1500.

E 2011 e oa annezet ar gumuniezh gant 440 a dud ha 23 anezho a oa kembraegerien (5,3%)[2].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]