Leonard
Neuz
Leonard zo un anv-badez saoznek roet d'ar baotred. Un anv-tiegezh eo deuet da vezañ ivez.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra eus an anv alamanek Leonhard, diwar levon ("leon") ha hardu ("kadarn").
Sant paeron ar brizonidi eo sant Leonard.
Gallout a ra ivez Leonard pe O'Leonard bezañ un anv iwerzhonat saoznekaet diwar O'Leannain, a zo O' ("mab da") ha Leannan ("karus").
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Berrstumm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Leo zo ur berrstumm brudet, Lenny, Lennie ha Len zo e saozneg ivez, ha Léon e galleg.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Leonard Bernstein (1918–1990), penn orkestra ha sonaouzour stadunanat
- Leonard Nimoy (1931-2015), aktour, filmaozer, kaner, luc'hskeudenner, skrivagner ha sonaozour stadunanat
- Leonard Cohen (1934-2016), kaner-sonaozer kanadian
- Leonard Peltier (1944), emsaver amerindian stadunanat
- Leonard "Lenny" Kravitz (1964), kaner-sonaozour hag aktour stadunanat