Leonor Aostria
Leonor Aostria, pe Eleonore von Kastilien en alamaneg, ganet e 1498 e Leuven (Izelvroioù spagnol), ha marvet e 1558 e Talavera la Real (nepell diouzh Badajoz, a voe rouanez div wech, e div vro: rouanez Portugal e oa etre 1518 ha 1521, ha rouanez Bro-C'hall etre 1530 ha 1547. Merc'h e oa da Fulup Habsburg, arc'hdug Aostria ha dug Bourgogn, ha da Juana de Castilla, pennhêrez Kastilha hag Aragon, hag infantez Kastilha e oa.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He yaouankiz a dremenas en Izelvroioù gant he breur Karl. E galleg e voe savet, goude ma oa infantez Kastilha. Brudet e oa he c'hened hag he deskadurezh, ha klasket e voe war he lerc'h gant meur a roue, ar rouaned c'hall Loeiz XII ha Frañsez Iañ da gentañ-penn, ha gant ar c'hont palatin Federico del Rin, an hini a blije dezhi ar muiañ.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Politikerezh an Tiegezh Habsburg e oa klask an dimezioù gwellañ evit o folitikerezh ha dazont o ziegezh.
Rouanez Portugal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe da Manuel Iañ Portugal, hag a oa 30 vloaz warni. Hennezh a oa intañv goude bet dimezet d'e ziv voereb, Isabel ha María, c'hoarezed d'e vamm. E Lisboa e voe graet an eured d'ar 7 a viz Meurzh 1519. Daou vugel o doe Leonor ha Miguel Iañ :
- Carlos
- María.
Tri bloaz goude e oa intañvez. Mervel a reas ar roue Manuel Iaén gant ar vosenn en Lisboa, d'an 13 a viz Kezu 1521, da 52 vloaz. Leonor ne oa nemet 23, ha gwelloc'h e kavas distreiñ davet he breur Carlos Iañ Spagn, o leuskel he merc'h María en Portugal , pa ne oa nemet c'hwec'h miz.
Rouanez Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Addimezet e voe d'ar roue gall Frañsez Iañ
Bloavezhioù diwezhañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a rae gant he c'hoar Maria en Izelvroioù.