[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Lorenzo di Credi

Eus Wikipedia
Ar Werc'hez Vari gant ar mabig Jezuz ha daou sant, XVIvet kantved.
Poltred ur vaouez.

Lorenzo di Credi (war-dro 1459 – 12 a viz Genver, 1537) a oa ul livour ha kizeller italian. Levezoniñ a reas Leonardo da Vinci a-raok bezañ levezonet bras gantañ. Ganet e oa e Firenze, ha kregiñ a reas da labourat e stal Andrea del Verrocchio. Pa varvas ar mestr e voe kemeret ar stal war e lerc'h gant Lorenzo.

Poltred Caterina Sforza

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus livadurioù di Credi a voe sachet evezh an dud warnañ pa voe embannet gant anaoudeien zo e oa heñvel a-walc'h penn Mona Lisa gant Leonardo da Vinci ha dremm Caterina Sforza er poltred graet gant Lorenzo di Credi[1].

Honnezh, Caterina Sforza, a oa kontez Forlì hag Imola en Italia ar XVvet kantved, ha prizoniadez Cesare Borgia. Emañ ar poltred-se, a vez graet La dama dei gelsomini anezhañ, e mirdi kêr Forlì.

La dama dei gelsomini, marteze Caterina Sforza, Pinacoteca Civica di Forlì.

Diskibien en deus bet, Giovanni Antonio Sogliani hag Antonio del Ceraiolo eo ar re anavezetañ[2].

  1. [1]
  2. J.R. Hobbes page 67