[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Louison Bobet

Eus Wikipedia
Louison Bobet e 1951.

Louis Bobet, a veze graet Louison Bobet anezhañ, zo ur marc'hhouarner breizhat ganet d'an 12 a viz Meurzh 1925 e Sant-Meven, en Il-ha-Gwilen, ha marvet d’an 13 a viz Meurzh 1983 e Miarritze, en Iparralde (Euskal Herria). Brudet eo evel ar Breizhad ha Gall kentañ a c'hounezas Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn teir gwech.

Louison Bobet a oa deskard bouloñjer e ti e dad pa oa yaouank. Mont a rae alies da gas bara da di an dud war e varc’h-houarn.

War ar vicher a varc’hhouarner e oa bet adalek 1947 betek 1961. 122 redadeg war varc'h-houarn en doa gounezet er bloavezhioù-se. Ouzhpenn bezañ bet ezel eus skipailh Frañs da-geñver Tro Bro-C'hall pe Kampionadoù ar bed e voe ezel eus meur a skipailh : « Stella » adalek 1948 betek 1955, « Mercier » adalek 1955 betek 1960 ha da echuiñ « Ignis » e 1961.

E vreur Jean Bobet a voe reder ur pennad gantañ ivez.

Paouez a reas gant e vicher d'an 10 a viz Eost 1962. Da c'houde e cheñchas micher penn-da-benn hag ijinañ a reas ur meizad yec'hed-dudi dre grouiñ ar greizenn vorvezegiezh kentañ e Kiberen. E Miarritze e krouas un eil kreizenn war-lerc'h.

D'ar 27 a viz Gouhere 1967ec'h euredas da Marie-Josette Laroche e Tredion.

Ezelañ a reas d'an RPR ha kuzulier e voe e Kiberen. Troet e oa gant sturiañ kirri-nij, prenañ a reas ur Beechcraft, ha div wech e treuzas gantañ ar Meurvor Atlantel, gant e vab Philippe, aersturier a vicher.

  • Champion des champions français L'Equipe: 1953, 1954
  • Tournamant Desgrange-Colombo: 1951 (2e: 1953, 1955; 3e: 1954)
  • Tournamant Sédis: 1951, 1952, 1953, 1954, 1955
  • Trofe Edmond Gentil (taol-kaer ar bloaz evit a sell ar marc’hhouarnerezh): 1954
  • Anvet e voe marc'heg al Lejion a enor pa baouezas gant e vicher



  • 2l plas e Tro Italia : 1957
  • 2l plas e Pariz-Teurgn : 1954, 1957 (3e plas: 1956)
  • 2l plas e Midi-Libre : 1952
  • 2l plas e Pariz-Camembert : 1956
  • 2l plas e Trofe Baracchi : 1954 (gant Jacques Anquetil) (5vet plas e1959 gant Fausto Coppi)
  • 2l plas e Marseille-Nice: 1956
  • 2l plas e Grand Prix de l'Echo d'Oran: 1950 (3e plas: 1951, 1955)
  • 2l plas e Grand Prix des Alliés: 1954
  • 2l plas e Grand Prix d'Europe: 1954
  • 2l plas e Grand Prix de Monaco: 1957
  • 2l plas e Circuit de l'Indre: 1951
  • 2l plas e Roue d'Or e Daumesnil: 1954
  • 2l plas en Omnium ar sammgarrerrien e Parc des Princes: 1954
  • 2l plas e Trofe Constant Ockers: 1957
  • 2l plas e Six-Jours de Paris: 1957

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troioù Italia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


  • Jean Bobet, Louison Bobet. Une vélobiographie, embannadurioù Gallimard, dastumad « L'Air du temps », 1958 (Adembannet gant La Table ronde, dastumad « La Petite Vermillon », e 2003)

(fr) Mirdi Louison Bobet