Ouria an Hitiad
Neuz
Ouria an Hitiad[1] a oa un ofisour eus arme David.
Gwaz Bat-Sheva (merc'h Eliam) e oa.
Hoalet e voe David gant Bat-Sheva goude bezañ gwelet anezhi o kibellat (2S 11,2). Kas a reas David kannaded d'he c'herc'hat ha kousket ganti. Engehentañ a reas Bat-Sheva.
Divizout a reas David reiñ urzh da Yoav, penn an arme, lakaat Ouria « dirak tal an emgann pa vo start [...] ma vo skoet d'ar marv » (2S 11,14-15)[2].
Fiziout a reas David al lizher en Ouria e-unan evit e gas da Yoav. Lazhet e voe Ouria.
Dont a reas Bat-Sheva da vezañ gwreg David hag e c'hanas ur mab dezhañ.
Rebechoù garv a reas Natan da Zavid goude an darvoudoù-mañ (2S 12). Mervel a reas ar bugel.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Uri an Hethian e troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897, p 276.
- ↑ Troidigezh an Tour-Tan, levrenn 2, p 111.