Jean-Yves Lagadeg
Jean-Yves Lagadeg (Lagadec er marilhoù), ganet e Pontekroaz d'an 6 a viz Gouere 1949 ha marvet e Kemper d'ar 15 a viz C'hwevrer 2020, a voe kelenner war ar matematik hag ar brezhoneg, geriadurour ha yezhoniour brezhoneg.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E familh a oa paour a-walc'h, pa oa e vamm ul labourerez en ur stal fritur hag e dad ur micherour-douar. Ur mab koshoc'h egetañ o doa ivez. Pa oa an darnvuiañ eus ar familhoù o chom e Kêr ar Pont (Pontekroaz) o tesevel o bugale e galleg e stage ar gerent Lagadeg da gomz e brezhoneg ouzh o c'hrouadurioù.
Euredet eo bet gant ur vaouez eus Tredarzeg, met ne badas ket an dimeziñ. Chomet e oa divugel. Pa oa aet war e leve e oa o chom e ti e vugaleaj e Pontekroaz. Eno e tegasas ur souten kreñv da Skol Diwan ar Pont. Un den gouizieg war ar brezhoneg e voe, koulz war brezhoneg e bastell-vro hag ar brezhonegoù all. Labour a rae keit ar bloavezioù d'ur levr war yezhadur ar brezhoneg. Ur mailh war istor ar C'hab Sizhun e voe ivez[1].
Tost e voe d'an Unvaniezh Demokratel Breizh ha lavaret ez eus bet ur brezegenn gañv dirak e vez digor gant Maxime Touzé, penn an UDB evit ar C'hab Sizhun.
Studioù ha labourioù micherel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E skol ha skolaj katolik Itron Varia Roskudon ar Pont e voe kelennet hag, e 1966, ez eas da Lise Kemper e-lec'h ma oa Loeiz Ropars o reiñ kentelioù. Mont a reas d'ar stajoù yezh ha dañs aozet gant hennezh dindan ar gevarzhe Al Leur Nevez.
Studioù war ar matematik en doa graet e Brest da gentañ hag e Roazhon goude. Heuliet en deus kentelioù ar chaloni Falc'hun e Brest ha kentelioù Léon Fleuriot e Roazhon ivez. Prezidant Studierien Yaouank Breizh (pe Jeunesse étudiante bretonne, pe JEB) e oa d'ar mare-se. Chomet eo tost da Unvaniezh Demokratel Breizh keit-all. Estreget ar prantad m'eo bet gopret gant An Here evit embannadur ar geriadur brezhonek en deus labouret evel kelenner eil derez, war ar matematik hag ar brezhoneg, e Carentan, e Brest (lise Kerichen), e Landerne hag e Lanneur.
Rener embannerezh ar geriadur hollvrezhonek kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Asambles gant Martial Ménard, Jean-Yves Lagadeg zo bet rener[2] ar skipailh en deus savet ar Geriadur brezhoneg gant skouerioù ha troiennoù, embannet e 1995 gant An Here. Gopret eo bet meur a vloavezh en a-raok. Koulskoude ne voe ket gwelet o kinnig hag o tisplegañ e labour ken alies.
Arbennigour war yezhadur ar brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]P'eo bet adembannet tezenn Frañsez Falc'hun[3] gant an embannadurioù Label LN e voe rener an embannerezh skiantel hag e savas ar c'hentskrid.
E-pad pell en deus labouret ingal evit sevel ur yezhadur bras eus ar brezhoneg. Un nebeud sizhunvezhioù a-raok mervel en deus lavaret d'ur c'helaouenner e kendalc'he gant ar raktres. Chomet eo diembann.
N'eus nemet un destenn savet gantañ a c'hell reiñ un tañva eus e ouiziegezh : adskrivadur un displegadenn war Ezteuler an amzer e brezhoneg graet e 2013 evit un devezh-labour aozet gant Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion[4].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hor Yezh, niv. 301-302, Meurzh-Mezheven 2020, 40 pajenn diwar e benn, 5 pennad enni :
- Herve Bihan, Pennad-kinnig (ennañ ur bajennad diwar-benn Jean-Yves Lagadeg)
- Youenn ar Gag, Jean-Yves Lagadeg, ur vuhez vrezhonek
- Gwenael Huon, Ur c'henlabourer hag ur mignon
- Iwan Kadored, Jean-Yves Lagadeg, ar geriadurour
- Maxime Touzé, Jean-Yves Lagadeg
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Meneget gant Gwenael Huon, Hor Yezh, 301-302.
- ↑ Geriadur brezhoneg…, p. V : «Renerezh Jean-Yves Lagadeg ha Martial Ménard»
- ↑ François Falc'hun, Études sur la langue bretonne : système consonantique, mutations et accentuation, kentskr(id) gant Jean-Yves Lagadec, Label LN, 2005, (ISBN 978-2-915915-06-8).
- ↑ E-barzh niverenn Hor Yezh 301-302, sellit ouzh al levrlennadur.