[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Jacqueline Cochran

Eus Wikipedia
Jacqueline Cochran

War-dro 1940
Ganedigezh Bessie Lee Pittman
11 Mae 1906
Muscogee
Florida Florida
Marv 9 Eost 1980
Indio
Kalifornia
Broadelezh  Stadunanat

Micherioù Levierez
Den a aferioù
Kazetennerez

Breved 1932
Lesanv The Speed Queen'
("Rouanez an Tizh")

Jacqueline "Jackie" Cochran, bet ganet Bessie Lee Pittman d'an 11 a viz Mae 1906 e Muscogee (Florida)[1] hag aet da Anaon d'an 9 a viz Eost 1980 en Indio (Kalifornia), a oa un nijerez stadunanat ; ar c'hentañ maouez er bed o terriñ moger ar son e voe.
Un diaraogerez e voe en nijerezh, hag unan eus levierezed pennañ he amzer : pemp Harmon Trophy a voe deroet dezhi. Brudet eo ar c'hevezerezh etrezi hag al levierez c'hall Jacqueline Auriol evit an titl a "herrekañ maouez er bed".
Pouezhs e voe he roll e stummadur merc'hed ar Women's Auxiliary Army Corps (WAAC, oberiant 1942-1978) hag ar Women Airforce Service Pilots (WASP, oberiant 19431944).
Un niver bras a rekordoù er bed a yeas gant Jacqueline Cochran etre 1937 pa oa 31 bloaz ha 1964 pa oa 58 vloaz : 3 rekord hed, 4 rekord uhelder ha 45 rekord tizh, da lavarout eo 52 rekord en holl.

Pempvet bugel Mary Grant hag he fried Ira Pittman, ur saver milinoù hag a veaje a gêr da gêr e oa Bessie Lee, bet ganet d'an 11 a viz Mae 1906 e Muscogee, Florida, a zo hiziv ur gêr dasmant e Pensacola.
E deroù ar bloavezhioù 1920, pa oa-hi 13 pe 14 vloaz hervezi[2] e timezas gant Robert Cochran hag e c'hanas ur mab anvet Robert ivez, a varvas e 1925 en e bempvet bloavezh ; goude torret an dimeziñ e tibabas Bessie Lee Pittman bezañ anvet Jacqueline "Jackie" Cochran. E Pensacola e kavas labour evel kenedourez kent mont da New York e 1929 da labourat en ur saloñs eus ar re cheuc'hañ. Buan e fellas dezhi krouiñ he linennad gwezeladoù.

E 1932 e voe profet dezhi un nijadenn gentañ, hag entanet e voe ; en hevelep bloaz e kejas ouzh an alvokad ha greantour Floyd Bostwick Odlum (18921976), a ginnigas he skoazellañ da ziorren he staliad gwezeladoù hag he alias da zeskiñ leviañ un nijerez. En bloaz-se end-eeun e tremenas Jacqueline teir sizhunvezh e Roosevelt Flying School e New York, ma tapas he breved – etre 8 ha 12 sizhunvezhiad kentelioù e oa ar geidenn d'ar mare-se, hag en eil devezh e nije en he unan dija.

E 1935 e torras Floyd B. Odlum e zimez kent hag e 1936, oadet 44 bloaz, ez euredas gant J. Cochran, a oa 30 vloaz ; he fried e chomas betek deiz diwezhañ e vuhez. D'ar mare-se e tiazezas J. Cochran he embregerezh gwezeladoù, Jacqueline Cochran Incorporated, a reas berzh buan en abeg d'ar bruderezh graet gant al levierez a nije a-dreuz ar vro war bourzh he nijerez dezhi da vrudañ he c'henderc'hadoù ; dont a reas he fried a-benn da lakaat Marilyn Monroe da erbediñ ar gwezeladoù Wings of Beauty ("Eskell ar Gened")[3] hag e 1947 e voe ti Jacqueline Cochran ingaler nemetañ ar gwezeladoù Nina Ricci en SUA[4].

E miz Here 1934 e voe Jacqueline Cochran unan eus an teir maouez hag a gemeras perzh er redadeg-nij MacRobertson Air Race eus Mildenhall (Suffolk) e Bro-Saoz da Velbourne en Aostralia gant arsavioù ret e Baghdad (Irak), Allahabad (India), Singapour, Darwin (Aostralia) ha Charleville en Aostralia ivez ; al levierez saoz Amy Johnson hag un dreizhadez anvez E. Lay e oa an div vaouez all. Gant ar mekanikour W. Smith Pratt e nijas J. Cochran war bourzh un ardivink Grnville R-6H ; ned ejont ket pelloc'h eget Bukarest avat, rak torret e voe dirouderioù an nijerez pa bradas eno.

E 1937 e voe ar vaouez nemeti o kemer perzh er Bendix Trophy Los AngelesCleveland, ha gant al levierez Amelia Earhart e labouras evit ma vije digoroc'h ar redadeg-se d'ar maouezed ; er bloaz-se e tapas J. Cochran rekord an tizh a-hed 3 km gant 470,40 km/h hag an Harmon Trophy stadunanat (gant Jean Batten ez eas an hini etrebroadel). Bloaz goude e c'hounezas ar Bendix Trophy hag e voe deroet dezhi he Harmon Trophy etrebroadel kentañ.

Eil Brezel-bed
J. Cochran o reiñ an Divaskell d'ul levierez nevez er WASP, 03/07/1943

Pa darzhas an Eil Brezel-bed e miz Gwengolo 1939 e skrivas Jacqueline Cochran da Eleanor Roosevelt, a oa FLOTUS d'ar mare-se hag oberiant war an difenn gwirioù ar merc'hed en SUA, evit goulenn ma vije krouet ur rannarme levierezed en U.S.A.F. ; ar merc'hed-se a sammje kement nijadenn nann-brezelour evit ma c'helljed kas ar wazed d'an talbenn diouzh ezhomm. Goulenn a reas ivez bezañ lakaet e penn ar rannarme nevez, a-live gant penn ar WAAC. En hevelep bloaz e skrivas ivez da benn an Air Corps Ferrying Command (ACFC), a oa karget da zezougen lizheroù ha nijerezioù e diabarzh an U.S.A.F., evit ma vije graet al labour gant merc'hed, bepred gant ar sell disammañ ar wazed hag o c'has d'an talbenn. Penn an ACFC a c'houlennas diganti renabliñ levierezed SUA : anvioù, niver a eurvezhioù nij, barregezhioù, c'hoant da nijal evit SUA, ha buhezskrid. Dre furchal fichennaouegoù ar Civil Aeronautics Administration e teuas J. Cochran a-benn da zastum an titouroù rekis[5].
E miz Mezheven 1941 e voe krouet an Army Air Force (AAF), an Aerlu stadunanat ; ar penn anezhañ a ouie e oa levierezed oc'h ober labour mat er British Air Transport Auxiliary (A.T.A.) en R.A.F. ar Rouantelezh-Unanet, setu e c'houlennas digant Jacqueline Cochran kas ganti ur strollad levierezed a-zoare da welout penaos en em denne Breizhveuriz – ha goude he distro e vije divizet a-zivout levierezed en AAF ; neuze e voe J. Cochran ezel eus an aozadur Wings of Britain hag a gase nijerezioù amerikan da Vreizh-Veur a-raok ma kemerje SUA perzh er brezel-bed ; dre-se e voe ar vaouez kentañ o leviañ ur bombezer a-dreuz ar Meurvor Atlantel, d'ar 1añ a viz Gouere 1941 – ul Lockheed A-29 Hudson e oa[6]. Tuta 76 levierez a reas J. Cochran, hogos an holl tremen mil eurvezh nij en o chakod ; 25 anezho a dremenas arnodoù strizh an AAF hag e miz Meurzh 1942 ez ejont gant J. Cochran da emezelañ en A.T.A. ; d'ar renk a Flight Captain (Squadron Leader en RAF, Major en U.S.A.F., lieutenant-colonel en Aerlu gall) e voe anvet J. Cochran en A.T.A goude un nebeud mizvezhioù.
E-keit ha m'edo Cochran e Breizh-Veur, e miz Gwengolo 1942, e tivizas penn an AAF krouiñ an unvez Women's Auxiliary Ferrying Squadron (WAFS) ma voe bodet 29 maouez renet gant al levierez-arnodiñ Nancy Harkness Love. Pa glevas Jacqueline Cochran e vije karget al levierezed-se da zezougen nijerezioù miourel e tistroas da SUA, ma labouras evit ma vije fiziet kefridioù pouezusoc'h d'ar merc'hed. D'ar 15 a viz Gwengolo 1942 e voe krouet ar Women's Flying Training Detachment (WFTD), renet ganti ; e miz Eost 1943 e voe kendeuzet gant ar WAFS da sevel ar WASP renet gant J. Cochran, rann an dezougen o chom dindan urzhioù Nancy Harkness Love. Kantadoù a levierezed a voe stummet e Texas dindan evezh Cochran adalek miz Eost 1943 betek miz Kerzu 1944.

Pa voe divodet ar WASP e miz Kerzu 1944 ez eas Jacqueline Cochran da zoaretaerez ; edo war bourzh an USS Missouri d'an 2 a viz Gwengolo 1945 pa voe sinet kodianidigezh Impalaeriezh Japan gant Shigemitsu Mamoru, maodiern an Aferioù estren, ar jeneral Umezu Yoshijirō, penn Lu Impalaeriezh Japan hag ar jeneral stadunanat Douglas MacArthur, a oa e penn ar Gevredidi ; Cochran a voe ar c'hentañ Amerikanez o lakaat troad e Japan goude ar brezel. Pelloc'h e kendalc'has gant he labour en Alamagn, Rusia ha Sina ; edo e Prosezioù Nürnberg ivez.
Er bloaz-se e voe deroet an Distinguished Service Medal da Jacqueline Cohran en enor d'he servijoù, petra bennak ma ne oa ket-hi ezel eus al Lu stadunanat[7].

Goude 1945 e kendalc'has J. Cochran gant he embregerezh gwezeladoù hag he micher levierez-arnodiñ – biskoazh n'he devoa paouezet ganto e-pad ar brezel : berzh a rae an embregerezh, ha perzh a gemeras al levierez er c'hemmadennoù bras a voe degaset d'ar bombezer Martin B-26 Marauder – a veze lesanvet Widowmaker ("Farder intañvezed") ken dañjerus ma oa – hag e adkrogas gant an nijadegoù. Gant he c'hozh Beechcraft D17W eus 1937 e nije eus Texas m'edo ar WASP betek sez he embregerezh e New York hag he labouradeg en New Jersey.
D'an 9 a viz Gwengolo 1949 ez emezelas en United States Air Force evel letanant-koronal adarme ; da goronal e voe anvet e 1969 kent mont war he leve e 1970.

Adalek ar bloavezhioù 1940 betek re 1970 e nijas Jacqueline Cochran buanoc'h, uheloc'h ha pelloc'h eget forzh pe levierez pe nijer. Tapet e voe avat pan erruas oadvezh an nijezioù dre zazloc'h : berzet e oant d'ar maouezed er Stadoù-Unanet. Hag hi tost da 50 vloaz e vennas al levierez kaout un tañva, setu ez eas da Ganada ma voe tutet gant ar farder nijerezioù Canadair[8] ; goude-se e voe gopret evel levierez-arnodiñ gant Northrop Corporation ha Lockheed Corporation – an tri embregerezh-se a farde nijerezioù de zazloc'h, setu kavet ganti an dro da leviañ herrekañ ardivinkoù ar mare.
D'an 20 a viz Mae 1953 en em gavas J. Cochran e dezerzh New Mexico, ma tibradas en ur jet Canadair F-86 Sabre a lakaas da bignat betek 45 000 troatad (13 716 metr) kent splujañ war-du an douar ha tremen dreist moger ar son (Mach 1, da lavarout eo 1 224 km/h en aer da 15 °C) – ar vaouez kentañ en Istor oc'h ober kement all. Ne oa ket bet enrollet an nijadenn gant an tour kontrollañ, setu e tremenas un eil gwech evit ma vije ur rekord ofisiel ; pilet neuze e voe rekord tizh ar bed ar C'hallez Jacqueline Auriol, bet tapet d'an 21 a viz Kerzu 1952 war bourzh un nijerez dre zazloc'h De Havilland Vampire "Mistral" gant 855,92 km/h a dizh keitat. Div sizhun war-lerc'h e levias adarre J. Cochran da Vach 1 en unan eus an div nijerez a voe filmet gant Paramount ; kollet e voe an enrolladenn avat pa darzhas ar c'hamera abalamour da zaou drouz dreistson an ardivinkoù.

Kadoriadez ar Fédération Aéronautique Internationale (FAI/WASF) e voe adalek 1958 betek 1960, ar vaouez nemeti o terc'hel ar post-se.

Adalek miz Eost betek miz Here 1961, pa oa-hi 55 bloaz hag o labourat evit Northrop, e tapas Jacqueline Cochran meur a rekord hed, tizh hag uhelder o leviañ un nijerez dre zazloc'h Northrop T-38A-30-NO Talon marilhet 60-0551 ; d'an 12 a viz Here ez eas daou rekord ganti : uhelder un nijadenn a-blaen (16 841 m) hag an uhelder rik (17 091m)[9].

J. Cochran o vout anvet da evit an NASA, 30/11/1960

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Mercury 13 eo al lesanv a voe roet da drizek maouez a gemeras perzh en ur raktres prevez da gas merc'hed en egor, distag diouzh raktres Mercury an NASA ma voe gourdonet seizh gwaz – ar Mercury 7 – adalek an 9 a viz Ebrel 1959.
Evit bezañ degemeret da zanvez astraerien en NASA e veze diuzet gwazed diouzh ar 7 dezverk-mañ :

  1. bezañ yaouankoc'h eget 40 vloaz ;
  2. bezañ bihanoc'h eget 1,80 m ;
  3. bezañ yac'h-pesk ;
  4. kaout un aotreegezh ;
  5. kaout un diplom digant ur skol nijourien-arnodiñ ;
  6. kaout 1 500 eurvezh nijal da nebeutañ ;
  7. bezañ brevedet war nijerez dre zazloc'h.

Tremen an hevelep arnodennoù ha gwazed an NASA a voe rekis d'an 13 maouez, en o zouez al levierez stadunanat Jerrie Cobb hag a stourmas a-hed he buhez evit ma vije anavezet barregezh ar merc'hed.
A-du gant Mercury 13 ha J. Cobb e savas J. Cochran er penn-kentañ ; alierez an NASA e voe adalek an 30 a viz Du 1960 avat, ha pa verzas e oa Mercury 13 o vont war-raok e labouras evit ma ne vije raktres ebet a-vaez d'an NASA – dreist-holl e felle dezhi chom gwellañ levierez ar bed[10] ; e 1962 e voe paouezet gant ar raktres prevez.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tomm ouzh ar Strollad Republikan eo bet Jacqueline Cochran a-hed he buhez. E 1952, hi hag he fried a skoazellas sevel ur vodadeg veur e Madison Square Garden, New York City, evit skorañ koulzad prezidantel Dwight D. Eisenhower. Filmet e voe ar vodadeg, ha J. Cochran a levias d'e gas da vurevioù Eisenhower e Bro-C'hall.
E 1956 en em ginnigas evel dilennadez republikan 29vet distrig Kalifornia e Kongres ar Stadoù-Unanet, dindan an anv Jacqueline Cochran-Odlum ; goude bezañ gounezet dilennadeg-diabarzh ar strollad republikan e kollas an dilennadeg prezidantel (48,5%) e-tal an demokrat Dalip Singh Saund (51,5%). Ker ral a wech e kolle J. Cochran tra pe dra ma voe bec'hiet gant ar c'hwitadenn-se a-hed an nemorant eus he buhez.

En he zi en Indio, Kalifornia, e varvas Jacqueline Cochran d'an 9 Eost 1980, oadet 74 vloaz. An anv Jacqueline Cochran Regional Airport (kod IATA : TRM) a voe roet da aerborzh Thermal e Coachella Valley, Kalifornia ; e Coachella Valley Public Cemetery emañ bez al levierez.[11]

Jacqueline Cochran a voe al levierez kentañ er bed war meur a dachenn en nijerezh : leviañ ur bombezer dreist ar Meurvor Atlantel (e 1941), leviañ un nijerez dre zazloc'h eus SUA da Europa, pradañ war un douger-nijerezioù ha dibradañ diwarnañ, pradañ en dallentez (dre ardivinkoù ar bourzh), leviañ a-us 20 000 troatad (16 841 m) gant ur maskl oksigen, ha kemer perzh er Bendix Trophy.
Ganti ez eus muioc'h a rekordoù er bed eget gant forzh pe zen bev pe varv.

52 rekord etrebroadel evit ar merc'hed a voe enrollet war anv Jacqueline Cochran gant ar Fédération aéronautique internationale / World Air Sports Federation.    
Rummad Isrummad Rekord Kur Deiziad Statud
Nijerezioù C[12] Tizh a-hed 3 km 470,40 km/h 21 Gwengolo 1937 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh a-hed 1000 km 492,34 km/h 15 Gwengolo 1939
Tizh war amred kloz 100 km, digargad 460,95 km/h 28 Gwengolo 1939
Tizh a-hed 2 000 km 533,85 km/h 6 Ebrel 1940
Tizh a-hed 100 km 470,90 km/h 20 Ebrel 1940
C-1f[13] Tizh war amred kloz 100 km, digargad 755,67 km/h 10 Kerzu 1947 Enrollet – A dalv c'hoazh
C-1[14] Tizh a-hed 3 km 663,05 km/h 17 Kerzu 1947 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh war amred kloz 2 000 km, digargad 720,13 km/h 22 Mae 1948 Enrollet – Dilametabaoe dre gemmadenn er reolenn
Enrollet – Pilet abaoe
C Tizh war amred kloz 1 000 km, digargad 693,78 km/h 24 Mae 1948 Enrollet – Pilet abaoe
C-1 Enrollet – Dilamet dre gemmadenn er reolenn
Tizh war amred kloz 500 km, digargad 703,38 km/h 29 Kerzu1949 Enrollet – Dilametabaoe dre gemmadenn er reolenn
Enrollet – Pilet abaoe
Tizh a-hed 15/25 km war-eeun 737,34 km/h 9 Ebrel 1951 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh war amred kloz 100 km, digargad 1 050,18 km/h 18 Mae 1953 Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
Enrollet – Pilet abaoe
Tizh war amred kloz 500 km, digargad 950,032 km/h 23 Mae 1953 Enrollet – Pilet abaoe
Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
Uhelder 14 377 m 24 Mae 1953 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh a-hed 15/25 km war-eeun 1 067,68 km/h 3 Even 1953 Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
1 358,6 km/h 24 Eost 1961 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh war amred kloz 1 000 km, digargad 1 028,99 km/h 8 Gwengolo 1961
Hirañ amred 2 166,77 km 15 Gwengolo 1961
Hed 2 401,78 km 18 Gwengolo 1961
Uhelder un nijadenn a-blaen 16 841 m 2 Here 1961 Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
Tizh war amred kloz 100 km, digargad 1 262,19 km/h 6 Here 1961 Enrollet – Pilet abaoe
Uhelder un nijadenn a-blaen 16 841 m 12 Here 1961
Uhelder 17 091 m
Tizh a-hed un tennad raganavezet 564,88 km/h 22 Ebrel 1962
822,69 km/h Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
564,88 km/h
728,26 km/h Enrollet – Pilet abaoe
558,50 km/h
746,22 km/h
558,50 km/h Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
749,11 km/h Enrollet – Pilet abaoe
565,45 km/h
822,69 km/h
565,45 km/h Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
816,32 km/h Enrollet – Pilet abaoe
Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
Hed 3 661,33 km Enrollet – Pilet abaoe
Tizh a-hed un tennad raganavezet 728,26 km/h Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
562,56 km/h Enrollet – Pilet abaoe
746,22 km/h Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
562,56 km/h
749,11 km/h
Tizh a-hed 15/25 km war-eeun 2 048,88 km/h 12 Ebrel 1963 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh war amred kloz 100 km, digargad 1 937,15 km/h 1 Mae 1963
Tizh a-hed 15/25 km war-eeun 2 300,23 km/h 11 Mae 1964
Tizh war amred kloz 100 km, digargad 2 097,27 km/h 1 Even 1964
Tizh war amred kloz 500 km, digargad 1 814,37 km/h 3 Even 1964
Milourel
  •   U.S. Air Force Command Pilot Wings
  •   Women Airforce Service Pilots Badge
  •   U.S. Army Distinguished Service Medal
  •   Legion of Merit
  •   Distinguished Flying Cross
  •   American Campaign Medal
  •   World War II Victory Medal
  •   National Defense Service Medal
  •   Armed Forces Reserve Medal
All

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) COCHRAN, Jacqueline (1954) : The Stars at Noon, Ayer Co Pub, 1979 (ISBN 978-0-405-12156-2)
  • (en) PITTMAN AYERS, Billie & DEES, Beth : Superwoman Jacqueline Cochran – Family Memories about the Famous Pilot, Patriot, Wife & Businesswoman, First Book Library, 2001 (ISBN 978-0-7596-6763-1)
  • (en) NOLEN, Stephanie : Promised the Moon: The Untold Story of the First Women in the Space Race, Four Wall Eight Windows, 2003 (ISBN 978-1-56858-275-7)
  • (en) BROCKERMAN, Steven : Jackie Cochran: American Athena, Capitalism Magazine, 2006 – Rann 1 & Rann 2
  • (en) SPREKELMEYER, Linda : These We Honor – The International Aerospace Hall of Fame, San Diego Air and Space Museum, 2006 (ISBN 978-1-57864-397-4)
  • (en) SMITH-DAUGHERTY, Rhonda : Jacqueline Cochran – Biography of a Pioneer Aviator, McFarland, 2012 (ISBN 978-0-7864-6275-9)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Pittman Ayers & Dees, op. cit.
  2. En he buhezskrid The Stars at Noon ez embannas bezañ bet ganet etre 1905 ha 1908, ha na c'houzout resis abalamour ma oa bet un emzivadez bet kemeret da verc'h gant ar re Bittman. E levr he nizez B. Pittman Ayers avat ez eo sklaer ez ijinas J. Cochran an darn vrasañ eus istor he bugaleaj, petra bennak ma chomas tost d'ar re Bittman a-hed he buhez.
  3. Brudet eo he ruz-muzelloù e Gentlemen Prefer Blondes, 1953 ; gwelit cite web|url=https://www.imdb.com/title/tt0045810/videogallery?ref_=tt_ov_vi_sm%7Ctitle=Internet Movie Database|accessdate=24 Mezheven 2019}}
  4. 'Nina Ricci'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. COCHRAN, J., op. cit.
  6. (en) 'A Timeline of Women in Aviation'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  7. (en)'Distinguished Service Award to Jacqueline Cochran 01/03/1945. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  8. A zo Bombardier Aerospace abaoe 1986.
  9. (en) 'This Day in Aviation'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  10. (en) ACKMANN, Martha : The Mercury 13 – The True Story of Thirteen Women and the Dream of Space Flight, Random House, 2004 (ISBN 978-0-375-75893-5)
  11. 11,0 ha11,1 Find A Grave
  12. Nijerezioù gant ur c'heflusker
  13. Nijerezioù etre 6 000 ha 9 000 kg a boez enno d'an dibradañ.
  14. Douarnijerezioù (n'int ket dournijerezioù).
  15. (fr) GeoHack