[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Jacopo de' Pazzi

Eus Wikipedia

Jacopo de' Pazzi (1421 – Firenze, 30 a viz Ebrel 1478) a oa unan eus pennoù Irienn ar Re Pazzi enep ar vreudeur Medici.


Mab e oa da Andrea de' Pazzi, ha kar e oa deuet da vezañ d'ar re Medici gant eured e niz Guglielmo de' Pazzi gant Bianca de' Medici, c'hoar da Lorenzo il Magnifico. Enebet e oa ouzh ar Medici avat dre abegoù a renk (noblañsed e oa ar re Pazzi, ar re Medici ne oant ket), a c'halloud ( re c'halloudek e kêr Firenze ha re binvidik e kave Lorenzo) .

Dre hanterouriezh e niz Francesco de' Pazzi, teñzorer ar pab Sist IV, e voe aozet an irienn , ha skoazell diabarzh ha diavaez a oa dezhi, hini ar pab dreist-holl.

D'ar 26 a viz Ebrel 1478 e voe lazhet Giuliano de' Medici ha gloazet Lorenzo il Magnifico en iliz-veur Santa Maria del Fiore e-pad an oferenn. Kazeg a voe graet gant an iriennerien avat dre ma oa a-du pobl Firenze gant ar re Medici. Lammat a reas an engroez war Francesco, Jacopo hag ar pennoù all, evel Francesco Salviati , lazhet e voenty ha taolet o c'horfoù dre ar prenestr eus ar Palazzo della Signoria, un nebeud eurvezhioù goude o gwalldaol.